Ur pennad Roudour (disheñvelout) zo ivez.

Meur a lec'hanv a vez graet Ar Roudour anezhañ p'eo un elfenn douaroniel stank a-walc'h, sell ouzh Roudour. Ar stumm klasel roudouz a vez dibabet evit penngerioù ar geriadurioù ha meneget evel hini Bro-Leon gant Emil Ernod (Devri) ha pa vez kavet stankoc'h roudour er skridoù hag el lec'hanvioù. En e vuhezskrid, E Skeud Tour Bras Sant Jermen hag er romant, Ar gêr villiget, e implij Yeun ar Go ar ger rodo evit un dourredenn.

Kavet e vez furmoù all :

  • liester : roudouroù ha roudourioù/roudoulioù
  • lostger bihanaat : roudouzig ha roudouig
  • berraat : roudoù

Lec'hioù annezet

kemmañ
Liester
Kenstrollet gant un elfenn all
bihanaat
berraat
  • Hent Roudouig hag Hent Roudouig Vihan e Pluguen
  • Hent Roudour e Plougouskant
  • Hent Traou Roudour e Kerfod
  • Kêrig ar Roudour e Bear
  • Straed ar Roudour e Bear
  • Straed ar Roudouz e Gwiler-Leon
  • Straedoù anvet Ar Roudour e Gwerliskin
  • Straed Park ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez
  • Straed Roudouz ar Bleuñv er Releg-Kerhuon
Liester
  • Bannell ar Roudouroù e Gwengamp
  • Kroashent-tro Roudouan e Plouneour-Traezh (Brignogan-Plouneour-Traezh)

Dourredennoù

kemmañ
  • Roudouz Pont Karvan e Dineol
  • Ar Roudour e Kamlez
  • Poull Roudour e Kawan
  • Roudour e Tremeven-Kemperle

Diseurt

kemmañ
  • Liorzhoù perzhiet ar Roudour e Lannuon
  • Lodennaoueg ar Roudour e Gwerliskin
  • Park-kêr ar Roudour e Lannuon
  • Savadur Roudouz ar Bleuñv er Releg-Kerhuon (Kreizenn etrebroadel studiañ ar yezhoù - ar CIEL)
  • Takad Artizanerezh ha Kenwerzh ar Roudour e Gwerliskin
  • Arsav karr-boutin Ar Roudour e Bear
  • Arsav karr-boutin Ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez
Liester


Stummoù keltiek kar

kemmañ

Ar Gelted kozh a rae gant ar ger ritu, ar pezh en deus roet er ger rit e brezhoneg ha kembraeg kozh (rid e kerneveureg). Latinaet eo bet er ger keltiek-se e ritum en testennoù kozh. Kavout a reer anezhañ stank a-walc'h en anvioù-lec'h en Europa : Maturitum pe Magetoritum (Madrid), Novioritum (Niort), Camboritum (Chambord), Gisoritum (Gisors) hag all.

Rhyd eo ar ger kembraek a-vremañ. Kavout a reer anezhañ e anv kêr Rhydaman da skouer : "roudour war an Aman".