Yeun ar Gow

skrivagner brezhonek
(Adkaset eus Yeun ar Go)
Yeun ar Gow
Yeun ar Gow
Anv ofisiel Yves Le Goff
Anv pluenn Yeun ar Gow
Yeun Vriant
Yann Vriant
Obererezh Romantour, daneveller
Ganedigezh d'ar 7 a viz Here 1897
e Pleiben
Marv d'an 22 a viz C'hwevrer 1966
e Gouezeg
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
E Skeud Tour Bras Sant Jermen
Ar Person touer, Ar Gêr Villiget, Enez an Teñzor
Kontadennoù Kernev

Yeun ar Gow, Yves Le Goff er marilhoù-kêr, bet ganet d'ar 7 a viz Here 1897 e Pleiben ha marvet d'an 22 a viz C'hwevrer 1966 e Gouezeg, a oa un noter hag ur skrivagner brezhonek lakaet da vezañ unan eus ar re wellañ hag eus ar re fonnusañ a zo bet en XXvet kantved. Un emsaver katolik pennek eo bet ha diaesterioù en deus bet gant an Iliz katolik ha gant tud ar Rezistañs.

Buhez

Mab e oa da Yeun ar Gow ha da Varijanig Gwilhoù, o-daou genidik eus Pleiben (Penn-ar-Bed) ha pinvidik a-walc'h pa oant o terc'hel un embregerezh dezougen[1]. E-kerzh e vugaleaj, pa oa pemp pe c'hwec'h vloaz, e reutaas e c'har da heul ur gwallzarvoud hag e voe rediet da chom gourvezet e-pad ur maread hir a-walc'h. E-lec'h mont da c'hoari mell-droad e chome da lenn levrioù er gêr. A-drugarez da se, en ur mod, eo deuet da vezañ gouiziek-tre. Ur beleg eus Pleiben a zesachas evezh Yeun ar Gow war ar brezhoneg ha traoù ar vro.

E desteni-studi gantañ, e chomas er gêr da skoazellañ e vamm pa varvas e dad e 1907. Ur pennadig amzer war-lerc'h, e reas labourioù bihan er vro a-raok mont da gomis e ti noter ar vourc'h. Damc'houde, ez eas da Gastellin da labourat evit an ao. Gwiader-Desprées. E-pad ar Brezel-bed kentañ e talc'has ar stal e-unan. An arnodennoù-Stad en e c'hodell, e kavas labour un tamm e pep lec'h dre ar vro (Pleiben, Pontrev, Pondivi) kent tapout ur plas a eil-noter e Ploudiern.

P'edo eno eo e voe kinniget dezhañ studi noter an ao. Danieloù e Gouezeg. Anvet e voe da noter gant ar Republik c'hall d'an 29 a viz Eost 1927, en e dregonvet bloaz.

E-doug ar bloaz-se ivez e timezas gant ur vaouez eus Gouezeg anvet Anna Bozeg, a varvas nepell goude bezañ ganet tri bugel ; unan anezho, Mikael, a zo bet noter e Gouezeg ivez.

Desavet e brezhoneg penn-da-benn e oa bet Yeun ar Gow, bevet en deus en un endro brezhonek hepken ha labouret en deus, ar pep brasañ eus e amzer, e yezh ar vro (er mare-se e ranke an holl notered staliet war ar maez e Breizh-Izel bezañ akuit war ar brezhoneg). Brezhoneger war ar pemdez e oa, gant e familh koulz ha gant e bratikoù.

E vuhez-pad e klaskas difenn ar brezhoneg gant daou vignon, Remont ar Porzh ha Frañsez Kervella. Kensevel a rejont an aozadur Breuriez ar brezoneg er skolioù evit skorañ ar steuñv brezhon savet gant Eskopti Kemper ha Leon dre skoazellañ mistri-skol ar skolioù kristen a roe kentelioù e brezhoneg. Koulskoude, diwar an abeg ma oa nes d'ar vroadelourien vrezhon e nac'has an ao. Gall, person parrez Gouezeg, reiñ an absolvenn dezhañ[2].

E-pad an dalc'hidigezh alaman en Eil Brezel-bed ne ehanas ket Yeun ar Gow da embann skridoù e meur a gelaouenn : Arvor', Gwalarn, SAV. Goude ar brezel e voe kaset da doull-bac'h Sant-Charlez e Kerfeunteun abalamour d'e vennozhioù broadelour.

Da Anaon ez eas diwar an diabet hag eñ aet da beuzdall bloavezioù-pad dija ken e tlee goulenn da dud nes lenn levrioù ha pennadoù dezhañ hag adlenn ar pezh en doa skrivet[3].

Ar skrivagner hag ar c’hristen

Un deskadurezh kristen-tre en doa bet er gêr, ha merzet e vez kement-se en e skridoù. Pouezus-kenañ e oa ar relijion evitañ. Diouzh e skridoù e tenner skouerioù talvoudus ha resis eus ur gevredigezh aet da get.

C'hoant en deus bet Yeun ar Gow da skrivañ evit kaerded ar yezh. Klasket en deus a-hed e vuhez pinvidikaat ar yezh, hep klask implijout re a nevezc'herioù, o sevel skridoù lennegezh, kelennadurezh ha studiadennoù yezh ivez. Un den asur eus e yezh e oa. Ur skrivagner pervezh ivez, ne laoske netra drochet, bastrouilhet pe c'hraet dreist penn-biz. Resis-tre e oa e zoare skrivañ. Paotr ar brezhoneg kaer e oa, skrivañ a rae e brezhoneg evel n'eus ket bet kalz oc'h ober. Evit ar braz eus an dud, ez eo Yeun ar Gow unan eus ar gwellañ skrivagnerien breizhat ha brezhoneger a zo bet.

Mennozhioù politikel

Broadelour e oa ha c'hoant en doa da welout e vro dizalc'h diouzh Bro-C'hall. Labouret en deus gant fealded evit Ministère de la Justice ar Republik C'hall e Breizh. Embann a rae e vennozhioù hep aon ebet, rak c'hoant en doa m'o defe ar skrivagnerien ar gwir da skrivañ ar pezh o doa c'hoant e brezhoneg hep bevañ gant an aon da vezañ harluet, toullbac'het pe c'hoazh drouklazhet.

« Petra eo, e gwirionez, ar pezh a zo anvet « an Emsav » gant un nebeud Bretoned hepken ? Netra nemet ul lusk, pe un hirnezh d’ur stad a vuhez dieub, evel hini o zadoù gwechall, un ezhomm da seveniñ c’hoantoù ar spered hag ar galon… Aes eo gwelout, eta, pegen don eo an islonk a zisrann ar vrogarourien eus ar bobl. An deiz ma vo anat d’an holl Vretoned n’o deus netra boutin gant o amezeien, ec’h en em gavo dirouestlet ban kudenn o sujidigezh d’ar re-mañ. »

« Eñvorennoù », Al Liamm niv. 174-182, 1976-1977.

Embannadennoù

A bep seurt
Emvuhezskrid
Komz-plaen
  • Ur galedenn a zen, Hor Yezh niv. 81a. miz Genver 1973. Skeudennoù gant Nono. Danevell bet moulet evit ar wech kentañ e miz Mae 1939 e-barzh ar gelaouenn Gwalarn, niverenn 126.
  • Marc'heger ar Gergoad, Breuriez ar brezoneg er skoliou, 1939, Hor Yezh 1994. Romant istorel.
  • Kontadennoù Kernev, div levrenn, Al Liamm 1998, 1999. Kontadennoù bet embannet e-barzh Brud pe Al Liamm.
  • Ar gêr villiget, Mouladurioù Hor Yezh 2001.
  • Kontadennoù ha danevelloù : Contes & nouvelles (troet e galleg gant Mikêl Ar Gow ha Jefig Roparz), Al Leur Nevez 2005. Divyezhek.
Pennadoù
  • Al laer dienn, Gwalarn niv. 98, 1937, p. 20
  • Ur skrivagner brezhonek dianvez : an Aotrou Moal, Gwalarn, Niv. 136-137, 1941, p. 392
  • Sorserezh beleg, SAV niv. 11, 1938, p. 17
  • Gerioù brezhoneg bev nebeut anavezet, War-zu ar pal niverenn 1, 1938, p. 22
  • Enezenn Iz goueledet er mor, a-gevret gant Ywan an Diberder, SAV, niverenn 19, 1941, p. 9-42
  • Geriou brezoneg beo nebeut anavezet gant ar Skrivagnerien, SAV, niv. 19, 1941, p. 55
  • "Geriou nebeut anavezet". E-barzh SAV, niv. 23, Nevez-Ammzer 1942, p. 63.
  • Al levited nevez, Barr-Heol, niv. 44, 1965, p. 55
  • Tenzor al laeron-Vor, Feiz ha Breiz, 1937[4]
  • Yun ar C'halvez, Arvor, niv. 55, 1942, p. 4
  • Nedeleg Berc'hed, Breizh, niv. 63, 1962, p. 1
  • Kil rouanez Bro-Iwerzhon, Al Liamm, niv. 49, 1955, p. 33
  • Emgann an Tregont, Bleun-Brug, niv. 39-40, 1951, p. 17
  • Ar c'hoari bazh-dotu, Stur, niv. 9, 1937, p. 47
  • Les formes impersonnelles en breton (Quelques exemples dans le parler de Pleyben), Annales de Bretagne, levrenn 70, 1963
Troidigezhioù
  • Enez an Teñzor. Troidigezh diwar Robert Louis Stevenson, Embannadurioù Al Liamm 1997.
  • Abrobin, troet diwar Daniel Defoe, Robinson Crusoe, Embannadurioù Al Liamm, 1964. Adembannet gant Al Liamm e 2005 dindan an talbenn : Daniel Defoe, Robinson Crusoe, brezhoneg gant Yeun ar Gow.

Troet int bet diwar ar galleg moarvat, hag Abrobin diwar ur skrid gallek skañvaet evit ar yaouankizoù.

Levrlennadur

  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Embannadurioù Al Liamm, 1992, pp. 232b-234a (ISBN 978-2-7368-0034-5)
  • Marc Gontard (renerezh), Dictionnaire des écrivains bretons du XXème siècle (pennad Le Goff, Yves), PUR, 2002 (ISBN 978-2-86847-702-6)
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton (Pennad Le Goff Yves / Ar Gow Yeun), Yoran Embanner, 2013 (ISBN 978-2-916579-59-7)
  • Pierrette Kermoal, "Yeun ar Gow en hol lennegezh". E-barzh Aber, niv. 76, 2019.
  • Gwenael Maze, Yeun ar Gow, emsaver. E-barzh Gwenael Maze, Yezh hag Emsav, Landeda, Aber, 2021, pp. 143-192 (ISBN 978291684559)

Notennoù ha daveennoù

  1. Gant tad-kozh Yeun ar Gow e voe kroget gant ar charreoù, da lavaret eo kas marc’hadourezhioù eus Pleiben da Veilh-ar-Wern, met diorren a reas e dad an embregerezh dezougen dre garrbedoù stlejet gant kezeg, evel m’eo bet kontet en e emvukezskrid.
  2. Pa 'z a ar gristenien da gofes e tibun ar beleg kofesour ur bedenn a-ratozh e diwezh an eskemm ; ne reas ar person nemet sentiñ ouzh urzhioù an eskob Adolphe Duparc, a oa savet e 1940 enep dizalc'hidigezh Breizh.
  3. Kontet eo bet kement-se gant Jean Cormerais, e vab-kaer.
  4. Niv/Miz/Pajennoù : 2/C'HOUEVRER/53-56, 3/MEURZ/89-91, 6/MEZEVEN/182-183, 7/GOUERE/210-212, 8/EOST/249-253 ha 9/GWENGOLO/279-283.