Aber (embannadurioù)
Aber zo un ti-embann brezhonek krouet e 2000 dindan renerezh Pierrette Kermoal ha staliet e Landeda[1]. Ur gelaouenn heñvelanv a zeuas er-maez e-pad bloavezhioù da gentañ. Embannet en deus levrioù, darn anezho tennet diouzh dastumad pennadoù ar gelaouenn, ivez.
Ar gelaouenn Aber
kemmañ82 niverenn ar gelaouenn lennegel Aber a voe embannet eus 2000 da 2020 pevar gwezh ar bloaz, ur gelaouenn drimiziek e oa. Niverennet e veze ar pajennoù a-hed ar bloaz, ur pemp kant bennak en holl. Ur vent tost da hini Al Liamm a oa gant an ermeziadennoù. Klasket e veze tapout lennerien saoznek dre ouzhpennañ diverradurioù saoznek d'ar pennadoù lennegel ha da rentaoù-kont al levrioù.
Darn eus ar skridaozerien pe an droourien a oa tud kar pe nes da renerez an embann : he c’hoar, Joëlle Kermoal-Furic, he fried, Gwenael Maze, he mab, Steven Maze, skeudennaouer, he c’hoar-gaer Mari-Elen Maze, he nizez-kaer Morgan ar Menn.
An ti-embann
kemmañEmbannet e vez gant Aber un nebeud levrioù bep bloaz, darn anezho adembannadurioù, hag an darn vuiañ oberennoù lennegel brezhonek. Kalz a zoujañs a vez diskouezet ouzh skrivagnerien al luskad Gwalarn (Roparz Hemon, Youenn Drezen, Jakez Riou). Pierrette Kermoal, bet kelennerez war al Lizhiri, zo troet gant ar skridvarnerezh ; setu ma kaver meur a levr a bled gant barnadennoù uhel o live a-zivout ar skrivagnerien vrezhonek anavezetañ.
Adal 2006, Aber a embann levrioù gouestlet dreist holl d'al lennegezh, evel ar gelaouenn : c'hoariva, romantoù, dastumadoù kevellennoù[2], kontadennoù, barzhonegoù, danevelloù, hag ivez arnodskridoù o tennañ d'al lennegezh ha d'an istor.
Adal 2014 un dastumadeg nevez, Aber-arallyezh, a ro bod da skridoù gallek, oberennoù diembann ha diviet Tangi Malmanche pergen.
Aber a embann testennoù liesseurt, anezho skridoù orin, adembannadurioù oberennoù klasel al lennegezh vrezhonek, troidigezhioù diwar yezhoù all… Palioù Aber, ouzhpenn kendaoliñ da vrudañ ar yezh arnevez ha da reiñ dezhi lufr, zo broudañ ha diorren al lennegezh vrezhonek hag he finvidikaat, war roudoù Gwalarn hag Al Liamm, ha dizoleiñ skrivagnerion nevez.
(Pajenn degemer al lec’hienn « Aber ». Brassellet d’an 12 a viz Kerzu 2024.)
Dre ar manifesto-se e c’heller muzuliañ pegen feal eo pennoù Aber da vennozhioù an Emsav, kenkoulz lennegel ha politikel.
Kalz a skrivagnerien o deus roet o zestennoù da embann : Fañch Kerrain (prederouriezh), Jorj Abherve-Gwegen, Alan Botrel, Marie-Yvonne Colin, Yann-Fulub Dupuy, Goulc'han Kervella, Yann-Varc'h Thorel. Labourioù evit adkavout, adembann, kinnig, treiñ ha barnañ oberennoù Tangi Malmanche a zo bet graet gant Morgan ar Menn, nizez-kaer da bPierrete Kermoal.
Embannadennoù
kemmañ- 2006
- Pierrette Kermoal, Skleur en noz. Danevelloù.
- Pierrette Kermoal, Liorzh al Lennegezh, 240 p. (ISBN 9782916845012). Arnoskridoù skridvarnerezh.
- 2007
- Jorj Abherve-Gwegen, A-hed ar Panamericana, 219 p. (ISBN 9782916845036). Danevell-veaj.
- 2008
- Pierrette Kermoal, Huñvre, d'an Hollsent, 94 p. (ISBN 9782916845050). Danevell e meur a daolenn.
- 2009
- Pierrette Kermoal, A-youl ar Gwent. Skridvarnerezh a-zivout barzhonegoù Roparz Hemon.
- Roparz Hemon, Pirc'hirin ar mor, displeget gant Loeiz Gwilhamot, eilet gant sonerezh orin Youenn Manchec. Kantenn CD + testenn ar varzhoneg.
- 2010
Peter Tremayne, Koulm ar Marv, .(ISBN 9782916845104). Titl orin : The Dove of Death. Romant-polis.
- Jakez Riou, Gorsedd-Digor, kentskrid gant Pierrette Kermoal, 73 p. ISBN : 978-2-916845-13-5
- Jakez Riou, Dogan, kentskrid gant Youenn Drezen, 60 p. ISBN : 978-2-916845-11-1
- Jakez Riou, Nomenoe-oe ! , digoradur gant Pierrette Kermoal, kentskrid gant Youenn Drezen, 154 p. (ISBN 9782916845128)
- 2011
- Marie de France, Laeoù Marie de France, troet e brezhoneg gant Pierrette Kermoal, Roparz Hemon, Yeun ar Gow. (ISBN 9782916845142)
- Kevrin ha Marvailhoù, Ar Marv evit Breizh gant Alan Brenn (Roparz Hemon), azasadurioù kontadenn Heinrich Hoffmann, An tasmant dimezet hec’h anv, ha pemp kontadenn Bocaccio, 112 p. (ISBN 9782916845074)
- Loeiz Gwilhamot, Gerioù glas-noz’’. Barzhonegoù.
- Pierrette Kermoal, War an treuzoù, 130 p. (ISBN 9782916845098). Danevelloù.
- 2012
- Youenn Drezen, Itron Varia Garmez, digoradur gant Pierrette Kermoal, kentskrid gant Roparz Hemon. (ISBN 9782916845166)
- Gwenael Maze, Iliz hag Emsav’’. (ISBN 9782916845173). Arnodskrid.
- Dre odeoù ha faltazi…, gant Korriganed Gwened. (ISBN 9782916845197). Kontadennoù
- Robert Louis Stevenson, Dr Jekyll ha Mr Hyde, troidigezh gant Pierrette Kermoal. (ISBN 9782916845180)
- 2013
- Tangi Malmanche, Marvailh an Ene Naonek, kentskrid gant Morgan le Menn. Dornskrid diembann 1939 adkavet e dielloù Herri Kaouisin. Pezh-c’hoari.
- Tangi Malmanche, An Antekrist, rakskrid gant Morgan ar Menn, 112 p. (ISBN 9782916845203). Pezh-c’hoari.
- Sophie Tessier, Gwennva an Douar Glas, troidigezh diwar ar galleg gant Pierrette Kermoal, 96 p. (ISBN 9782916845227). Danevell-veaj e Greunland barzhoniet.
- 2014
- Peter Tremayne, Kegid d'ar Gousperoù, troet diwar ar saozneg gant Jean-Michel Mahe, Ninnog hag Herve Latimier, 450 p. Patrom:ISBN 978-2-916845-25-8. Titl orin : Hemlock at Vespers’’. Romant-polis istorel.
- 2015
- Yann-Varc'h Thorel, Ar skrilh a lavaras « Sut » ! (ha hi seven c’hoazh), mellivadurioù gant Maël Vérot, 85 p. (ISBN 9782916845302). Barzhonegoù.
- Morgan ar Menn, En ur lenn Tangi Malmanche, 170 p. (ISBN 9782916845319). Arnoskridoù.
- 2016
- Jorj-Abherve-Gwegen, Liorzh ar yezhoù, 345 p.(ISBN 9782916845340). Teskad pennadoù embannet e-barzh ar gelaouenn Aber.
- Amable Troude & Gabriel Milin, Barvouskenn ar roue Fortunatus, goude-skridoù gant Yann-Ber Quirion ha Gwenael Maze, skeudennaouet gant Steven Maze, 76 p. (ISBN 9782916845333). Kontadenn-bobl.
- Rudyard Kipling, Levr ar Janglenn, lakaet e brezhoneg gant Mari Elen Maze ha skeudennaouet gant Steven Maze, 254 p. (ISBN 9782916845371). Titl orin : The Book of the Jungle. Romant.
- 2016
- Pierrette Kermoal, Skleur en noz. Danevelloù, 174 p. (ISBN 9782916845005)
- 2017
- Lyman Frank Baum, Hudour Burzhudus Oz, lakaet e brezhoneg (diouzh ar saozneg) gant Mari Elen Maze ha skeudennaouet gant Steven Maze, 210 p. (ISBN 9782916845418). Romant.
- Pierrette Kermoal, ‘’Sklisennoù, 110 p. (ISBN 9782916845425). Danevelloù.
- 2018
- Tangi Malmanche, Kou ar Vran, troidigezh gant Pierrette Kermoal. Titl orin : Kou le corbeau.
- Yann-Bêr Kalloc’h-Bleimor, Àr an daoulin, adembannadur skoueriekaet, kinniget ha notennaouet gant Loeiz Moulleg. (ISBN 9782916845432)
- Paskal Tabuteau, Perlez va Daeloù, 105 p. (ISBN 9782916845449). Barzhonegoù.
- 2019
- Steven Maze, Loeiz hag an dud varv, kaier tresadennoù Steven Maze evit Ostizien Ar C'hi Melen Mat gant Pierre Mac Orlan. Awenet gant romant Pierre Mac Orlan Les Clients du Bon Chien Jaune ha gant Bag an Ankoù, pezh-c’hoari aozet gant Goulc’han Kervella diwar an hevelep oberenn, 50 p. Patrom:IBN. Albom skeudennoù.
- 2020
- Tangi Malmanche, La Maison minée, , 264 p. (ISBN 9782916845463). Romant gallek
- Marsel Modir, Geriaoueg-vor teiryezhek, 95 p. (ISBN 9782916845531). Geriaoueg skeudennet.
- Goulc'han Kervella, Karantez digarantez, 106 p. (ISBN 9782916845524). Danevelloù.
- Pierre Mac Orlan, Ostizien Ar C'hi Melen Mat, lakaet e brezhoneg gant Goulc'han Kervella, 138 p. (ISBN 9782916845487). Titl orin : Le Chien Jaune. Romant istorel.
- 2021
- Pierrette Kermoal, Lennegezh Vreizh o tiwanañ. 1, 191 p. (ISBN 9782916845548). Teskad arnodskridoù skridvarnerezh
- Pierrette Kermoal, Lennegezh Vreizh o tiwanañ. 2, 250 p. (ISBN 9782916845593). Teskad arnodskridoù skridvarnerezh
- Marsel Modir, Geriaoueg teiryezhek an ti, 90 p. (ISBN 9782916845586). Geriaoueg skeudennet.
- 2022
- Roparz Hemon, Istor Neferifra hag ar Roue-Bugel, 29 p. (ISBN 9782916845616). Kontadenn.
- Gunnar Gunnarsson, Pirc'hirin ar menez, lakaet e brezhoneg gant Pierrette Kermoal, 79 p. (ISBN 978, ISBN 2 et ISBN 916845) Romant islandat.
- 2024
- Jean Roudot, An Aotroù Tromenec'h pe Chapel an Absolvenn, pezh c'hoari e tri arvest’’. (ISBN 9782916845654). Pezh-c’hoari.
- Antoine de Saint-Exupéry, Ar Priñs Bihan, brezhoneg gant Pierrette Kermoal, 96 p. (ISBN 9782916845647). Maladur nevez eus an embannadenn gantañ savet gant Preder e 1999 ha advoullet e 2004 ha 2012. Levr yaouankiz.