Digeriñ al lañser pennañ
Sant Ildud, en iliz an Drinded, Y Fenni, e Kembre.

Ildud (pe Iltud), marvet war-dro 530, a oa ur sant brezhon, deuet eus Enez Vreizh da Arvorig (pe marteze ar c'hontrol), e dibenn ar Vvet pe penn-kentañ ar VIvet kantved. Breur e vije bet da Sadwrn, ha diskibl d'ar manac'h Dyfrig. Anavezet eo ivez evel diazezer un abati e kreisteiz Kembre, e Llanilltud Fawr, e Morgannwg, ma voe desket brasañ sent Breizh. Un den a bouez bras e oa eta abalamour da efedoù e labour hag e levezon war tud a voulc'has istor Breizh.

E anvAozañ

Kavet e vez doareoù-skrivañ all : Illtyd, Eltut, ha Hildutus e latin.

Istor ha mojennAozañ

Hiriv e soñjer e oa e penn Cor Tewdws‎, ar manati-skol.

Er buhezskridoùAozañ

Hervez skrid latin Buhez Samzun, eus ar VIIvet kantved avat, e vije bet diskibl da Jermen Auxerre a deuas da Enez Vreizh da brezeg. Kement-se ne dalv ket e vije bet kelennet war-eeun gant an eskob galian. War a gomprener e oa bet soudard ha dimezet kent bout abad manati Llanilltud Fawr, e Morgannwg, e kreisteiz Kembre, ma voe skoliet menec'h ha sent e-leizh hag a eas goude da avielañ Kernev-Veur ha Breizh. Kelenn a rae ar Skritur Sakr hag ar brederouriezh eno moarvat dre ma oa desket warno.

Meur a skrid zo eus Buhez Ildud, hag an hini koshañ a zo eus 1140, ma kaver mojenn kentoc'h evit istor. Kontet eo penaos e treizhas da Vreizh gant lestradoù ed abalamour d'an naonegezh a oa eno. Hervez ar skrid e oa mab d'ur priñs brezhon arvorigat anvet Bican Farchog, e voe brezelour gant e genderv ar roue Arzhur, hag e savas bec'h etrezañ ha sant Cadoc en abati Llancarfan. Gant ur vandennad e teuas Ildud da breizhata an abati, ha redek a reas ar venec'h war o lerc'h. En ur c'hoad e tigoras an douar dindan treid ar breizherien, lonket e voent holl nemet Ildud. Cadoc a lavaras e begement da Ildud, penaos en doa ankouaet e relijion, ha setu ar brezelour ken mezhekaet ma'z eas da vanac'h, un tamm evel Ignacio de Loyola en un amzer all, en ur vro all.

LevezonAozañ

En un amzer ma ne oa ket a skolioù ha ma ne veze kenteliet nemet bugale ar re binvidik ne oa nemet manati Ildud a oa an tostañ tra d'ur skol uhel. E-touez e studierien e oa tri rummad tud :

GoulennoùAozañ

Meur a dra n'int ket sklaer:

  • n'ouzer ket pelec'h e oa ganet na marvet : pe en Enez Vreizh, e Kembre, e Morgannwg marteze, evel kalz sent vrezhon all, pe e Breizh? E Kembre avat eo e savas e skol.
  • Deuet e vije eus Breizh da Gembre gant diskibien?
  • Petra zo kaoz eo ken niverus al lec'hioù en e anv e Kembre koulz hag e Breizh?


Lidet e vez d'ar 6 a viz Du.

Anv-badezAozañ

Un anv-badez brezhonek eo Ildud. Kavout a reer ivez stummoù kevrennek evel Yann-Ildud.

Anvioù-lec'hioùAozañ

Chomet eo an anv e lec'hioù zo:

  BreizhAozañ

  KembreAozañ

LennegezhAozañ

Unan eus harozed Buchedd Garmon, pezh-c'hoari Saunders Lewis diwar-benn Jermen Auxerre, eo Iltud, gant Paulinus Kembre.

LennadurezhAozañ

  • Léon Fleuriot, A Dictionary of old breton – Dictionnaire du vieux breton Part 1, Toronto Prepcorp Limited 1985, page 15.

Liammoù diavaezAozañ