Menez Tabor pe Thabor pe Tavor[1] (en hebraeg הר תבור) a zo ur menez eus Galilea-izel, 588 m uhelder.

skeudenn eus Menez Tabor bet graet e 2005 gant Bantosh

En Testamant Kozh

kemmañ

Meneget eo meur a wech en Tanac'h : Ys 19, 22 a-zivout staliadur meuriad Isac'har, 1Dn 6,62, a-zivout meuriad Zevouloun. E Levr ar Varnerien ez eus meneg outañ el lodenn a gont istor Debora ha Barak (Bn 4-5 ha 4, 12-14 peurgetket), aze e vije bet bodet gant Barak ar gadourien a roas dezhañ an trec'h war Sisera, penngadour arme Yabîn roue Kenaan. War-dro 1125 KJK).

Diwezhatoc'h, ar profed Oze a en em savo a-enep ar re a yae da azeuliñ doueed estren war lein ar menez (Oz 5,1). Rivinoù ar santual kananean a weler c'hoazh dindan iliz ar frañsiskaned.

Ar profed Jeremias a lak an Tabor dreist ar menezioù all, ha gwir eo e vez kaer en nevez-amzer gant ar gwez-alamandez en o bleuñ : « Bev on, eme ar Roue, Doue an armeoù e anv : evel an Tabor dreist ar menezioù, hag ar C'harmel a-zioc'h ar mor, emañ o tont » (Jer 46,18).

Izraeliz Bro-C'halilea a 'n em sachas eno p'en em savjont a-enep Rom e 65-68 : ar voger-zifenn savet ganto a chom roud anezhi c'hoazh.

An hengoun kristen

kemmañ

An hengoun kristen a ra eus Menez Tabor lec'h treuzfurmadur Jezuz daoust ma ne gaver en testennoù netra estreget meneg eus ur « menez » pe ur « menez uhel » (Mz 17,1-9 ; Mk 9, 2-9 ; Lk 9, 28-36)[2].

An Tabor a c'hellfe bezañ ar menez e-lec'h ma c'houlenn Jezuz digant e ziskibien en em vodañ e Bro-C'halilea : « An unnek diskibl a yeas da Vro-C'halilea, betek ar menez merket dezho gant Jezuz » (Mz 28,16)

Ar savadurioù

kemmañ

Kavet ez eus bet war ar menez roud eus meur a savadur. Ilizoù bizanteg hag ur manati a oe savet er 5et kantvet el lein menez Tabor, ha dre an Dizanv eus Plaisance e ouezer e vedo teir iliz e 570, o tegas soñj eus an teir deltenn meneget gant Pêr[3].

Bremañ e kaver eno, e-touez savadurioù all, ur basilikenn fiziet er Frañsiskaned[4], he deus div chapel, a bep tu d'an antre, gouestlet da Eliaz ha da Voizez.

War tu kleiz emañ iliz ortodoks sant-Eliaz, savet war rivinoù un iliz bizantek eus ar 4re kantvet, distrujet gant Saladin e 1183.

Daveoù

kemmañ
  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, p 378
  2. An aviel ne ro ket anv ar menez lec'h ma oe treuzfurmet Jezuz, met er 4re kantvet sant Siril a Jeruzalem, sant Jerom hag Orijen a roio un testeni sklaer war ar poent-se.
  3. Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, p. 58.
  4. (fr) "Cette année à Jérusalem" Guide du voyage en Terre Sainte, gant Jacques ha Jean Potin, Bayard, 2009, ISBN 978-2-227-47865-7, p. 114-116.