Toud-pesketaer rous
An toud-pesketaer rous[1] zo ur spesad evned-preizh eus kerentiad ar Strigidae, hini an touded hag ar c'haouenned, Ketupa zeylonensis an anv skiantel anezhañ.
Bevañ a ra e rannoù tomm ha gleb Azia kevandirel hag e lod inizi. An hini paotañ eus pevar isspesad ar genad Ketupa eo, hag an hini anavezetañ. Kavet e vez adalek Sina betek Pakistan, er Reter Nesañ e Siria, hag e Turkia[2].
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Strigiformes | ||
Kerentiad : | Strigidae | ||
Genad : | Ketupa | ||
Anv skiantel | |||
K. zeylonensis (Gmelin, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Rummatadur
kemmañEr genad Ketupa emañ renket Ketupa zeylonensis hiziv, goude bout bet anvet Bubo zeylonensis. Gwechall e veze disrannet ar pevar isspesad an eil re diouzh ar re all er genad, met dre ma oa amresis disoc'hoù an dielfennañ TDN e vezent lakaet er genad Bubo peurliesañ, rak ouzhpenn an TDN emaint tost da Vubo dre o eskern. Mat eo ar genad Ketupa marteze, petra bennak ma chom ur gudenn gant evned-preizh ar genad Scotopelia ha daou labous all : Bubo nipalensis ha Bubo sumatranus ; goude o studiañ a-dostoc'h e vo divizet o renkañ er genad Ketupa, pe dilezel ar genad-se en e bezh ha distreiñ d'an anv kozh Bubo zeylonensis[3].
Doareoù pennañ
kemmañKrenn eo mentoù Ketupa zeylonensis er genad Ketupa, ha tagosek eo al labous : etre 48 ha 61 cm a hirder, etre 1,25 ha 1,40 m a hed-eskell, etre 1,1 ha 2,5 kg a bouez ennañ. Brasikoc'h eget ar pared e vez ar parezed.
Div gribell-blu zo war e benn, evel p'en devije un divskouarn. Rous eo e gein roudennet e du ha gell teñval ; louet-gell pe arwenn eo ar c'hof roudennet e gell teñval gwagennek hag a varrennoù gell moanoc'h. Un dro-c'houzoug wenn zo dindan e benn, ha dispis eo kantenn e zremm. Alaouret eo an daoulagad bras, louet ar pigos ha louet-gell an treid. Sklaeroc'h eget hini an oadourien e vez liv ar ploged koshc'h eget daou vloaz. N'eus diforc'h a neuz ebet etre ar pared hag ar parezed.
Tagosekoc'h c'hoazh eget laboused ar genad Bubo eo an toud-pesketaer rous, gant eskell brasoc'h hag un divhar kalz hiroc'h ; evel en holl spesadoù ar genad Ketupa ez eus kribennoù kalet dindan an treid, evit gallout tapout krog e preizhoù riklus evel ar pesked. Dre zoare e zivesker hag e dreid e ouzer eo boas al labous da dapout pesked, pa gaver an hevelep tresoù e laboused-preizh all evel Pandion haliatus, an erer-spluj. Dibar avat eo treid Ketupa zeylonensis, p'en deus melloù krabanoù kreñv ha kromm gant ul lavnenn lemm dindan ar biz kreiz ha lavnennoù bihanoc'h ken lemm all ouzh ar bizied all, par da re ar genad Bubo.
Ur perzh dibar all eo e ya Ketupa zeylonensis da batouilhat en dourioù bas evit pesketa, padal e chom al laboused pesketaer all hep glebiañ an disterañ tamm eus o c'horf war-bouez o zreid. N'eo ket flour pluñv an toud-pesketaer rous, n'en deus ket pluñvennoù tanav par d'ar blev a gaver ouzh an touded all hag a servij dezho da nijal didrouz evit preizhañ. Trouzus eo nij K. zeylonensis pa flap e velloù eskell ; peogwir e ya da besketa ne ra van ebet al labous eus an trouz, setu perak ez eo ken dispis bevennoù e zremm rak seul bouezusoc'h ar son evit preizhañ, seul zonoc'h kantenn an dremm.
Boued
kemmañUn evn noz eo Ketupa zeylonensis, met alies e c'heller e gavout war an deiz dre ar strolladoù labousedigoù a zeu d'e harellat pa vez branket en ur wezenn. E lod takadoù ez eus bet gwelet touded-pesketaer rous o hemolc'hiñ war an deiz, pa vez koumoulek an amzer.
Evit preizhañ e chom al labous kludet war ur roc'hell pe ur skourr war valir a-us dour, pe e ya da batouilhat e dourioù bas. Kavout a ra e voued dre blaviñ a-rez gorre an dour a-raok astenn e bavioù hir a-daol-trumm.
Pesked, raned ha kresteneged dour (kranked eus ar genad Potamon, dreist-holl) a ya gantañ. Brasañ pesked al lennoù pe ar poulladoù dour chag a vez dibabet gantañ peurliesañ ; dibaot a wech e klask e voued e red ar stêrioù. Gouest eo al labous da breizhañ e stankoù al liorzhoù pe er peskerezhioù kenwerzhel, ma vez aesoc'h dezhañ kavout e voued.
Estreget kranked ha pesked a ya da voueta Ketupa zeylonensis : logod-dall ha bronneged bihan all, glazarded, naered, amprevaned dour, ha laboused dour a-wechoù (Houidi Dendrocygna javanica ha kerc'heized Ardeola grayii dreist-holl). E Mirva Melghat e Stad Maharashtra en India ez eo kranked dour dous boued pennañ an touded-pesketaer rous, heuliet gant razhed, krignered all eus ar c'herentiad Muridae ha minoc'hed indian (Suncus murinus). Pa vez marnaoniek e c'hall en em voueta diwar gagnoù.
Annez hag isspesadoù
kemmañPevar ispesad zo anavezet[4],[5].
- En India, e Myanmar hag e Thailand e vev an ispesad. Sklaeroc'h eo roudennoù e bluñv eget re Kupeta zeylonensis zeylonensis ha K. z. orientalis met teñvaloc'h eget re K. z. semenowi.
- K. z. orientalis (Delacour, 1926) : eus biz Myanmar betek gevred Sina, Indez-Sina ha ledenez Malaysia.
- E biz Myanmar, e Viêt Nam hag e gevred Sina e kaver al labous-se, a zo brasoc'h ha teñvaloc'h eget K. z. leschenaulti. Koulskoude, lod skiantourien n'e ziforc'hont ket diouzh K. z. leschenaulti.
- E Siria, e Su Turkia ha betek Pakistan dre Vezopotamia e kaver an isspesad-se, an hini sklaerañ e liv a-douez ar spesad. Lod skiantourien e laka d'ur spesad a-ziforc'h[6].
- E Sri Lanka hepken e vev al labous-se, an hini bihanañ ha teñvalañ er spesad.
Marteze e oa eus ar spesadoù-se tro-dro d'ar Mor Kreizdouar er ragistor, en inizi ar c'hreiz hag ar reter pergen. E dibenn oadvezh ar Pleistoken (c. –12 600 → c. –11 700) e veve eno Bubo insularis (Mourer-Chauviré & Weesie, 1986), ar fosil anezhañ o tiskouez e oa ken bras ha Bubo africanus hogen bihanoc'h eget Ketupa zeylonensis evel m'emañ bremañ.
E Korsika ha Sardinia ez eus bet kavet eskern ur spesad koshoc'h eget deroù ar Plioken (c. pemp milion a vloavezhioù zo) bet anvet Bubo zeylonensis insularis (Mourer-Chauviré & Weesie, 1986) ; paot-kenañ e veze 120 000 vloaz zo, met da get e yeas e rann gornôgel ar Mor Kreizdouar a-c'houde ar skornvezh diwezhañ (c. –115 000 → c. 11 700 ).
Etre miz Du ha miz Ebrel e ouenn Ketupa zeylonensis, abretoc'h e rann Norzh e diriad ha diwezhatoc'h er rann Su, ma vez trovanel an hin. Bewech e klot amzer ar gouennañ gant live izelañ an dourioù, pa vez aesoc'h tapout kranked ha pesked.
An touded-pesketaer rous ne savont neizh ebet ; goudor a glaskont en disheol, alies nepell diouzh dour : e skalfoù skourroù tev gwez uhel, e kaniennoù gleb, e toulloù bras e glannoù serzh ar stêrioù, war ribl kanolioù, e rizegi ha zoken e kêriadennoù. A-wechoù ez annezont neizhi a zo bet dilezet gant bultured pe erered.
Daou vi a vez dozvet gant ar barez, ur vi hepken a-wechoù ; war-dro 58 x 48 mm eo mentoù keitad ar vioù, brasoc'h un tamm e vezont en Norzh. E-pad 38 devezh e vezont goret hag ur 7 sizhun bennak goude o ganedigezh e vez gouest ar ploged da nijal.
Statud
kemmañN'emañ ket Ketupa zeylonensis en arvar hervez an IUCN[7]. Daoust da gement-se ne vezont ket kavet stank, war-bouez e Sri Lanka ma'z int boazet ouzh annezioù an dud. En India evel en Europa e vez lazhet touded dre vrizhkredennoù o laka da ziaoulek pe evit klask gounit galloudoù en hudouriezh du.
Da get e ya ar spesad pa vez distrujet e endro naturel, evel m'eo c'hoarvezet a-c'houde savidigezh stankelloù. N'eus mui toud-pesketaer rous ebet en Israel, lazhet m'eo bet ar boblañs gant al louzeier disrazhediñ hag a bistrias koulz ar preizhoù hag an dourioù.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ • Ketupa zeylonensis, Kétoupa brun, Brown Fish Owl
- Toud-pesketaer rous — Divi gKervella, Un distro war anvioù laboused Europa (1), Hor Yezh, niv. 286, Mezheven 2016, pajenn 31.
- ↑ (en) Avibase
- ↑ (en) MLÍKOVSKÝ Jiří (2003) : Brown Fish Owl (Bubo zeylonensis)in Europe: past distribution and taxonomic status – Lenn en-linenn
- ↑ MLÍKOVSKÝ Jiří (2003)
- ↑ (en) IOC World Bird List (Version 9.1)
- ↑ (en) VAN DEN BERG Arnoud B. & al. (2010) : Rediscovery, biology, vocalisations and taxonomy of fish owls in Turkey, AviBirds
- ↑ (en) (es) (fr) IUCN