Trivia monacha
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Triviidae | ||
Genad : | Trivia | ||
Anv skiantel | |||
Trivia monacha (da Costa, 1778) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An hoc'higed-mor europat gant pikoù(Daveoù a vank) zo blotviled bihan eus Eurazia a ya d'ober ar spesad Trivia monacha. Renket int bet e-pad pell en hevelep spesad hag ar spesad all Trivia arctica hag a vev e hevelep lec'hioù. An diforc'h anatañ etrezo eo an tri merk gell teñval a zo ouzh kein Trivia monacha ha n'en deus ket Trivia arctica.
Graet e vez anezho e yezhoù tro-war-dro "spotted cowrie", "false cowrie" ha "British trivia" e saozneg, "Europäische Kauri" en alamaneg, "gevlekt koffieboontje" en izelvroeg, "grain de café", "cochon", "pucelage" ha "porcelaine puce" e galleg[1].
Bevoniezh
kemmañOrañjez-gell eo liv mantel, proboscis, brec'helloù ha troad al loen bev. Gell eo ar grogenn gant 3 roud gellteñval pe du.
Kavet e vezont etre 0 ha 100 m donder e morioù Europa. Gallout a reer kavout lod anezho kuzhet dindan reier izeloc'h evit ar mareoù izel. Kregin al loened marv a vez kavet a-wechoù war an traezh. War aodoù Breizh e vezont dastumet ingal ha dibaoe pell.
Kigdebrerien int hag an Ascidiacea a seblant bezañ o fredoù pennañ.
Taksonomiezh
kemmañAnv ar genad Trivia a dalv "boutin" hag hini ar spesad "monacha" a dalv "e-unan", "evel ur manac'h".
Implij
kemmañN'int ket boued evit Mab-den, met dibaoe pell e vezont dastumet evel objedoù brav da vezañ implijet evit kinkladurioù.
Kavet ez eus bet troioù-gouzoug graet ganto e bez Tevieg (korfoù div vaouez bet douaret gant objedoù etre 5 000 ha 7 000 bloaz a-raok Jezuz-Krist e Krennoadvezh ar maen) en enezenn Tevieg e kumun Sant-Pêr-Kiberen.
-
Bez Tevieg e Sant-Pêr-Kiberen gant an div skeledenn hag ar c'hinkladurioù en o zouez un hoc'hig-mor Monetaria annulus
-
Skeledennoù gant bravigoù graet gant trivia
-
Skeledennoù gant bravigoù graet gant trivia
-
Hoc'hig-mor Europa gant pikoù bev gant e gorf oranjez
-
Trivia monacha gwelet a-gostez
-
Trivia monacha gwelet a bep kostez