Ar Goan Diwezhañ (arz)
Ar Goan Diwezhañ[1], pe Ultima Cena en italianeg, zo anv meur a oberenn arzel, livadurioù peurvuiañ, ma weler ar goan diwezhañ a voe debret gant Jezuz hag e ebestel, en ul lec'h anvet cenaculum e latin, ha cenacolo en italianeg ("koanlec'h" e brezhoneg), a-raok ma voe harzet.
Livadurioù
kemmañLivañ ar Goan Diwezhañ a veze graet evit kelenn an dud ha stourm ouzh an disivouderien a zistaole sakramant an aoter. Adalek an Azginivelezh e teuas da vout unan eus dodennoù pennañ al livourien.
Peurvuiañ e weler an daouzek abostol ouzh taol, gant Yann an Avielour e-kichen Jezuz. Alies e c'haller anavezout Judaz ivez.
Taolennoù
kemmañUn toullad mat a daolennoù zo bet savet diwar-benn ar Goan Diwezhañ en Italia dreist-holl, hag anvet e vezont eno pe "Ultima Cena" pe "Cenacolo" kenkoulz all.
XIVvet kantved
kemmañ
|
XVvet kantved
kemmañ
|
XVIvet kantved
kemmañ- L'Ultima Cena (1542), gant Jacopo Bassano,
- L'Ultima cena (1568), gant El Greco, e Bologna,
- La última cena, gant Juan de Juanes, 1562, e Madrid, e Mirdi ar Prado; meur a hini all a reas c'hoazh.
- L'Ultima Cena (1592-1594), gant Tintoretto, en iliz San Giorgio Maggiore e Venezia; meur a hini all a reas c'hoazh.
- L'Ultima Cena, gant Giampietrino,
- L'Ultima Cena, gant Daniele Crespi.
XVIIvet kantved
kemmañ- L'Ultima Cena, gant Pieter Paul Rubens (1632), e Milano
XVIIIvet kantved
kemmañ- La Ultima Cena, gant Sebastiano Ricci, 1713-17144, National Gallery of Art – Washington
- La Ultima Cena, gant Giovanni Battista Tiepolo, 1745-50, Mirdi al Louvre, Paris
XXvet kantved
kemmañ- La Última Cena pe El sacramento de la Última Cena, gant Salvador Dalí, 1955, hiriv e Washington
Pennadoù kar
kemmañOberennoù all
kemmañHervez an oberourien e weler Jezuz hag e ebestel da vare pe vare eus o c'hoan :
- Fra Angelico : Comunione degli apostoli,
- Giotto: Ultima Cena,
- Dirk Bouts : Bennigañ ar bara, 1464-1468
- Paolo Veronese en devoa graet un Ultima Cena e 1571, adanvet Convito in casa di Levi (Koan e ti Levi) abalamour d'an Inkizision.
-
Comunione degli apostoli
gant Fra Angelico -
Gant Andrea del Sarto
-
Gant Juan de Juanes
Dibenn ar XVIvet kantved -
Gant Tintoretto
-
Gant Nicolas Poussin (1647)
-
Cenacolo
gant Il Peruggino -
Gant Philippe de Champaigne (1648)
-
Gant Palma il Vecchio
-
Koan gevrinek
gant Simon Ushakov (1685) -
Das Letzte Abendmahl
gant Pieter Coecke van Aelst (1502–1550) -
Koan Diwezhañ
gant Dirk Bouts
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Ar Goan Ziwezhañ ivez e doare Leon.