Winchester Model 1886
Ar Winchester Model 1886 zo ur garabinenn dezhi ul loc'henn-grogenn ijinet gant John Browning e 1884[1] ha gwerzhet gant an embregerezh stadunanat Winchester.
Winchester Model 1886 | |
---|---|
Ur garabinenn Winchester Model 1886 | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Bloavezh krouidigezh | 1884 |
Doare | Karabinenn |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre loc'henn-grogenn |
Munisionoù | Stummoù orin : .45-70 Government .45-90 Sharps .40-82 Winchester Stummoù all : .40-65 Winchester .38-56 Winchester .50-110 Winchester .40-70 Winchester .38-70 Winchester .33 Winchester |
Produer orin | Winchester Repeating Arms Company |
Mare produiñ | 1886-1935, 1993 - bremañ |
Skouerennoù produet | War-dro 160.000 (a-raok 1935) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas | 4,1 kg |
Hirder | 1.130 mm |
Hirder ar c'hanol | 510 mm 560 mm 610 mm 660 mm 710 mm |
Perzhioù all | |
Endalc'h | Karger korzennek 7, 8 pe 9 c'hartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C pe D |
Istor
kemmañRe vresk e oa kulasenn ar c'harabinennoù Winchester Model 1866 ha Winchester Model 1873 evit degemer kartouchennoù uhel o galloud, hag implijet e veze enne munisionoù savet evit an armoù-dorn da gentañ, evel ar .44-40 Winchester pe an .38-40 Winchester. Abalamour da se ne c'hallent ket bezañ implijet evit chaseal jiboez bras Norzhamerika. E hanterenn gentañ ar bloavezhioù 1880 e c'houlennas T.-G. Barrett, rener Winchester, e vije savet un arm nevez evit diskoulmañ ar gudenn. Karget e voe John Browning d'en ober, ha kinnig a reas e 1884 ur garabinenn dezhi ur sistem kulasenn nevez gouest da anduriñ gwaskoù gaz uheloc’h[2]. Anvet e voe Model 1886 gant an embregerezh. Kambret e voe da gentañ e .45-70 Government, .45-90 Sharps ha .40-82 Winchester, met adstummoù a voe savet evit seizh kalibr ouzhpenn betek fin ar gwerzhioù e 1935. E 1895 e voe azasaet an arm ouzh ar c'hartouchennoù nevez enne poultr divoged[3].
E 1993 a voe adlañset produiñ ar Model 1886, ha gwerzhet e vez hiziv-an-deiz stummoù produet gant Winchester (kalibroù .45-70 Government pe .45-90 Winchester)[4] pe gant embregerezhioù all evel ar saver armoù Chiappa en Italia[2].
Implij
kemmañAbalamour d'ar galloud-tennañ nevez a zegase e voe implijet stank ar Model 1886 gant chaseourien, Amerindianed, torfedourien pe sklêrijennerien da vare astenn ar Stadoù-Unanet war-zu ar C'hornôg. Ar garabinenn tennata kentañ e oa war ar marc'had efedus evit lazhañ bizoned, wapitied, elaned pe grizlied[3]. Ar prezidant stadunanat Theodore Roosevelt a blije kalz dezhañ ar c'harabinennoù Winchester. En o mesk e kave gwelloc'h ar Model 1886, a implije pa laboure evel paotr-saout.[5]
Ar Model 1886 kentañ produet (niverenn-serienn 1) a voe profet gant George E. Albee, un implijad eus Winchester, da Henry Lawton, ur c'habiten. An daou anezhe o doa servijet e arme ar Stadoù-Unanet. Lawton a oa o paouez kemer perzh e bac'hañ ar stourmer apache Geronimo[6]. E 2016 e voe gwerzhet ar skouerenn eus ar garabinenn e sav-taol e 1,6 milion a zollaroù.[7]
Pourvezet e voe ar Model 1886 d'ar Rouantelezh-Unanet da vare ar Brezel-bed Kentañ, e-lec'h ma servijas evel arm a-enep ar Zeppelined, a-drugarez da gartouchennoù .45-90 entanus[3].
Hiziv-an-deiz e vez prenet gant dastumerien pe implijet evit abadennoù Cowboy Action Shooting.
Daveennoù
kemmañ- ↑ (en) Historic Timeline war lec'hienn Browning (lennet d'an 03/09/2024)
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) BIANCHI Didier, Le rifle Winchester 1886 Chiappa Firearms en .45-70, Cibles n°650, miz Eost 2024, pp. 58-62
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 (en) GARBERS Alan, Winchester Model 1886, Classic Shock and Awe, Guns Magazine, miz Gwengolo 2023 (lennet d'an 03/09/2024)
- ↑ (en) Model 1886 | Lever-action rifles war lec'hienn Winchester (lennet d'an 03/09/2024)
- ↑ (en) Model 1886 Lever-action rifles war lec'hienn Winchester (lennet d'an 03/09/2024)
- ↑ (en) The Prize for Capturing Geronimo, Part II, war lec'hienn Rock Island Auction Company, 09/02/2016 (lennet d 'an 03/09/2024)
- ↑ (en) SAGI Guy J., Sold! The $1.26 Million Winchester 1886 Rifle, American Rifleman, 10/05/2016 (lennet d'an 03/09/2024)