Yezh ar bleunioù (Daveoù a vank ) a reer eus un doare da gas kemennadennoù kuzh dre aozañ bokedoù bleunioù .
A-viskoazh ez eus bet graet gant bleunioù evit ezteurel fromoù : bleunioù zo bet kavet e bezioù Homo neanderthalensis e Shalidar (Kurdistan [ 1] . Helavar e oa ar bleunioù en Henc'hres ha Henroma ; peuzkollet eo bet ar yezh-se, met diwar ar pezh a chome anezhi ez eo bet roet ul lañs nevez da yezh ar bleunioù en Europa ar Grennamzer a-drugarez d'ar varc'hegiezh .
Er Bibl , e Kanenn ar C'hanennoù , e kaver bleunioù arouezius.
E broioù ar Reter-Nesañ e teuas ar yezh da vezañ kemplezhek-kenañ, dre ma veze roet d'ar bleunioù anvioù arabek pe durkek a genglote gant ar gerioù lec'hiel gwirion a zouge ster ar c'hemennadennoù. Kemm-digemm e oa yezh ar bleunioù hervez ar sevenadurioù , ne c'halle ket ur Bersianez kompren ur boked a oa bet aozet evit ur Sirianez .
Er broioù europat avat ez eus sterioù boutin d'ar vleunienn-mañ-bleunienn a-dreuz klouedoù ar yezhoù. William Shakespeare , en e bezh-c'hoari The Tragical History of Hamlet, Prince of Denmark , a zispleg sterioù arouezius lod bleunioù.
Teodek e vez ar bokedoù bleunioù pa ouzer o aozañ
Barzhoniezh vleuñvel ha yezh ar bleunioù London , 1877
Berzh a reas yezh ar bleunioù en XIX vet kantved e Bro-Saoz da vare ar rouanez Victoria (ren : 1837 -1901 ) ha pelloc'h e Stadoù-Unanet Amerika , pa veze arabat ezteurel santadoù a garantez e kevredigezh strizh-kenañ ar mare-se.
Setu amañ ar sterioù a roer d'ar bleunioù e broioù ar C'hornôg dre vras ; evel-just e c'hall ar vleunienn-mañ-bleunienn dougen ur ster disheñvelik a vro da vro.
Diouzh o anvioù latin eo renket ar bleunioù.
O anvioù brezhonek, pa vez, a gavor dre vukañ al logodenn war ar skeudenn.
Dindan pep skeudenn emañ arouez ar vleunienn dre vras hag ar gemennadenn ersis pe resisoc'h a zegas, diouzh he livioù a-wechoù.
Acacia decurrens Surentez
Achillea millefolium Kalonegezh
Aconitum napellus Fals-surentez
Adonis amurensis Doan garantez
Den ne oar en ho karan.
Ho karout a vennan daoust pe zaoust.
Disfiziit diouzh ur vignonez.
Klozañ a ra ma c'halon c'hloazet.
Ageratum conizoides Fiziañs
Alcea rosea Karantez eeun
Amaranthus caudatus Karantez padus
Amaryllis belladonna Ardoù
C'hwi eo ar mad priziusañ.
• Gwenn : Karantez divragerezh • Roz : Karet dre guzh • Mouk : Keuz diwar garantez • Liesliv : Nec'h diwar garantez
Netra na'm skuizho.
• Roz : Re jolif oc'h. • Ruz : Re lesaet oc'h.
Anagallis arvensis Gortoz
Anemone Dalc'hegezh
Angelica sylvestris Awen
Antirrhinum majus C'hoantoù
Deuit, emaon ouzh ho kortoz.
• Glas : Dalc'het on gant fiziañs. • Ruz : Krediñ a ran em c'harantez. • Melen : Garedonet e vo ma dalc'husted.
Soñjoù uhel a zegasit.
Deuit an abretañ ar gwellañ.
Aquilegia vulgaris Follentez, tristidigezh
Aristolochia Uhelegezh
Artemisia absinthium C'hwervoni
Artemisia vulgaris Fealded ar priedoù
Strafuilhet on ganeoc'h.
• Ruz : Sevel a rin betek ennoc'h. • Melen : Kalskit mont betek ennon.
Ma c'halonizañ a rit.
Netra na'm zistroio diouzh ma deverioù.
Arum sp. Ene
Asphodelus sp. Kalon dilezet
Aster sp. Karantez fizius
Selaouit hoc'h ene ; galvet eo gant ma hini.
Mantret eo ma c'halon.
• Glas ha gwenn : Kredit ennon. • Mouk : Ho karout a ran muioc'h eget na rit.
Begonia Kaloniezh
Bellis perennis Mennad
Borago officinalis Dalc'hegezh ar galon
Brimeura amethystina Fiziañs
Mignoniezh kalonek.
Deoc'h eo ma c'harantez.
Karet abaoe pell.
Start e kredan ennoc'h.
Calceolaria uniflora Eured
Calendula officinalis Glac'har
Callistephus chinensis Bri, fiziañs
Calluna vulgaris Nerzh
Ur goulenn a vo dizale. Ha gortoz a rankan ?
Trist on pell diouzhoc'h.
• Glas : Krediñ a ran ennoc'h. • Gwenn : C'hwi eo an hini genedusañ • Roz : C'hwi eo an hini garetañ.
Bagol eo ma c'harantez.
Calystegia sepium Hegasted
Campanula sp. Jolifted
Camellia Lorc'h
Carduus Displijadur
• Glas : Gortoz a rin devezhioù gwelloc'h. • Gwenn : Perak tec'hel a-zirazon ? • Roz : Tommañ a rin ouzhoc'h.
Perak ma lakaat da c'houzañv ?
• Gwenn : Faeañ ma c'harantez a rit. • Ruz : An hini vravañ oc'h. • Roz : Lorc'h zo ennon gant ho karantez.
Nec'het on gant ho komzoù.
Celosia cristata Hiraezh
Centaurea cyanus Lentegezh
Centaurea maculosa Keloù a garantez
Chamaemelum nobile Joa
Lavarit ho soñj eta.
Ne gredan ket anzav ma c'harantez ouzhoc'h.
Ho karout a ran bepred.
Joa wirion am eus ouzhoc'h.
Chrysanthemum ×morifolium Karantez aet da get
Clematis sp. C'hoantoù
Colchicum automnale Oaz
Conium maculatum Kadarnded
• Gwenn : Karantez nevez ebet. • Roz : N'hoc'h eus ket meizet ennon. • Glas : Kredet em eus ennoc'h.
• Glas : Spi am eus e stekin ouzhoc'h. • Gwenn : Gant ma erruin en ho kalon.
Nag ho kwelout am doagn.
Prest on da dalañ ouzh ar marv.
Convallaria majalis Jolifted diheverzh
Coreopsis sp. Kenoaz
Crocus sp. Nec'h
Cyclamen sp. Kened, oaz
Ho kened eo ho ficherezh gwellañ.
Gouzout ez oc'h karet am doagn.
• Glas: Spi hag aon am eus • Melen : Dinec'hit-me. • Mouk : Keuz hoc'h eus ouzh ma c'harout. • Ruz : Aon am eus rak ar c'harout betek re.
Ho kened am dic'hoanag.
Cytisus Diuz
Karout div wech ne c'hallit ket.
Dahlia sp. Anaoudegezh
Datura stramonium Fiziañs stroñset
Delphinium sp. Sorb
Dianthus barbatus Estlamm
• Liesliv : deoc'h eo ma holl soñjoù. • Melen : Peurleun a levenez eo ma c'halon. • Ruz : Ma hevoud eo ho karantez.
Na gredit ket er falsprezegerezh.
• Gwenn : Dever zo warnon. • Livioù all : Diwezhatoc'h.
Setu-me ho sklav.
Dianthus caryophyllus Birvidigezh
Dictamnus albus Grad-vat
Digitalis purpurea Friantiz
• Gwenn : Bev eo ma mignoniezh. • Roz : Bervant eo ma c'harantez. • Ruz : Kredenn am eus en ho karantez.
• Gwenn : Davedoc'h e ya ma soñjoù. • Limestra : Ma c'halon ne zisoñj ket.
Ne c'hallan mui kuzhat ma c'harantez.
Erysimum cheiri Dalc'hegezh
Euphorbia sp. Karantez
• Gwenn : Feal eo ma c'halon. • Ruz : Digemm eo ma c'harantez. • Tan : Ho karout a ran mui-ouzh-mui.
Ganeoc'h eo bet dihunet ma c'halon.
Fritillaria sp. Estlamm
Fuchsia sp. Birvidigezh ar galon
Diwar estlamm ne nac'hin netra ouzhoc'h.
• Ruz : Ho karout a ran a-greiz kalon. • Ruz ha gwenn : Ho karantez eo ma c'hredenn. • Ruz ha mouk : Divrall eo ma c'harantez.
Galanthus nivalis Kroaz
Gardenia Gwirionded
Gentiana lutea Poan
Gladiolus communis Emgav
Brasoc'h karantez goude ar groaz-se.
Gwirion eo ma c'harantez.
Gouzañv a ran pa dec'hit.
(Diwar niver ar bleunioù er boked e ouzer eur an emgav.)
Helianthus annuus Trelladur
Helichrysum stoechas Keuz peurbadus
Heliotropium europaeum Joa
Hyacinthus sp. Levenez ar galon
Ne welan nemedoc'h.
Poan beurbadus.
• Gwenn : Ho mignoniezh hepken a c'houlennan. • Mouk : Fiziek e choman.
• Gwenn : Laouen ouzh ho karout. • Glas : Laouen gant ar spi a roit din. • Melen : Eürus e viot gant ma c'harantez. • Roz/Ruz : Don ennon emañ ho karantez.
Hydrangea macrophylla Froudenn
Hypericum perforatum Gortoz
Hyssopus officinalis Yenien
• Arwer : Lezit-me da c'hoanagiñ. • Glas : Ho froudennoù am doagn.
Frankiz da zont.
Perak bout diseblant ?
Impatiens balsamina Breskted
Ipomoea purpurea Mignoniezh emroet
Iris sp. Kalon dener
Ixia sp. Dalc'hegezh
• Unliv : Karantez nec'het. • Liesliv : Karantez faeet.
Kontit war ma emroüsted.
• Glas : Ho karout a ran tener. • Gwenn : Ho karout a ran gant fiziañs. • Melen : Ho karout a ran gant hevoud.
Ho karout a rin da viken.
Jasminum sp. Karantez orgedus
• Gwenn : Krogit da'm c'harout. • Melen : Mennet on da vout pep tra deoc'h.
Lathyrus odoratus Falselevez
Lavandula sp. Teneridigezh doujus
Leontopodium alpinum Noblañs dinamm
Leucanthemum vulgare Eeunded ar galon
N'ho kredan ket.
Ho karout a ran gant doujañs.
Un eñvor nobl ha glan a virin ac'hanoc'h.
C'hwi hepken a welan.
Lilium sp. Glanded, meurded
Lonicera sp. Liammoù
Glan eo ma c'harantez.
Liammoù a garantez.
Malva alcea Poan galon
Melilotus officinalis Douster
Melissa officinalis Deltu
Mentha arvensis Koun
N'anavit ket ma foan.
Na gemmomp ket.
Diaes eo din mestroniañ ma c'harantez.
Koun ha spi am eus.
Mimosa pudica Kizidigezh vras
Mirabilis jalapa Evezhiegezh
Myosotis sp. Koun feal
Myrtus communis Nerzh ar galon
Un netraig am feuk.
Ret eo bout evezhiek.
Na'm ankouait ket.
Amprouet eo ma c'harantez.
Narcissus jonquilla Melkoni
Narcissus poeticus Emgarantez, vended
Narcissus pseudonarcissus Dale
Nymphaea alba Diseblanted
Jastrañ a ran gant ar garantez.
Digalon oc'h.
Gortozomp ar mare emsav.
N'ouzit ket karout.
Ocimum basilicum Kasoni, paourentez
Orchidaceae Gred
Origanum majorana Kened
Ho tisprizoù a gounaan.
• Gwenn : Karantez c'hlan. • Liesliv : Karantez uhelek.
D'an holl e plijit.
Paeonia officinalis Gwirionded
Papaver rhoeas Friantiz vresk
Papaver somniferum Hunvreoù.
Passiflora sp. Gloaz
• Gwenn : Eveshait ouzhoc'h. • Roz : Na gontit nemet warnon. • Ruz : Ma c'harantez zo a-evezh warnoc'h.
En em garomp an abretañ ar gwellañ.
Hunvreal a ran ennoc'h.
Gouzañv a ran en abeg deoc'h.
Pelargonium capitatum Ratozhioù
Pelargonium roseum Karantez varzhoniel
Pelargonium sp. Karantez
Petunia sp. Skoilh
• Brizhellet : C'hoantoù eürus. • Gwenn : Glanded ar ratozh. • Roz : Birvidigezh ar ratozh.
Hoalet on gant ho karantez
• Gwenn : Ne gredit ket em c'harantez • Roz : Eürus on en ho kichen • Ruz : Bepred e soñjan ennoc'h.
Ul lizher zo bet daspaket.
Philadelphus coronarius Eñvorenn
Phlox sp. Flammenn
Pimpinella anisum Promesa
Polianthes tuberosa C'hoant
Soñj ac'hanoc'h a zalc'han bepred.
• Brizhellet : Devit ma lizheroù. • Ruz : Deviñ a ran evidoc'h.
Kontit warnon.
Ma c'halon ho c'hoanta.
Primula vulgaris Kentañ karantez
C'hwi hepken am eus karet a-viskoazh.
Ranunculus acris Levenez
Ranunculus asiaticus Rebechoù
Reseda lutea Teneridigezh
Rhododendron ferrugineum Kranded
Laouen o karout.
• Gwenn : Perak treiñ kein ouzhin ? • Melen : Dianaoudek oc'h. • Ruz : Dianzav ma c'harantez a rit.
Karout ha goanagiñ a ran.
C'hwi eo an hini genedusañ.
Rhododendron ocidentalis Levenez ar garantez
Rosa Karantez
Rosa canina Hevoud dibad
Rosmarinus officinalis Kalon eürus
• Gwenn : Laouen o c'houzout ez oc'h karet. • Roz : Laouen o vezañ karet.
• Gwenn : Karantez o huanadiñ. • Roz : Le a garantez. • Roz, bras : Rouanez ar galon • Te : Galanterezh.'
Re vuan e tremen an devezhioù laouen.
Eürus on p'ho kwelan.
Rubia tinctorum Falsprezegerezh
Falsprezegerezh eo.
Salvia pratensis Bri
Saponaria officinalis Kañv
Scabiosa columbaria Tristidigezh
Sempervivum tectorum Yenadur
Prizañ a ran ho perzhioù mat.
Don eo ma glac'har.
Er begin emañ ma ene.
Na kemmet oc'h !
Senecio cineraria Poan-galon
Silene Mezvidigezh
Stachys officinalis Mignoniezh
Syringa vulgaris Esmae kentañ ar garantez
• Glas : Karantez er boan. • Gwenn : Eñvorenn boanius. • Melen : Kañv kriz.
(Daougementiñ a ra ster ar bleunioù all)
Didorrus eo ma mignoniezh.
• Gwenn : En em garomp. • Mouk : Deoc'h eo ma c'halon.
Tagetes patula Disrann
Taraxacum sp.Strew
Thymus vulgaris Karantez padus
Trifolium pratense Entremar
Perak emaon ken pell diouzhoc'h ?
Had mat a strewan.
Biken n'ho ankouain.
Gouzout a garjen.
Tropaeolum majus Diseblanted
Tulipa sp. Disklêriadur
• Gell : Serr eo ho kalon. • Melen : Netra n'ho hoal. • Mouk : Ne c'hellit mui karout.
Disklêriadur karantez.
Urtica dioica Krizder
Mantret on gant ho trougiezh.
Valeriana officinalis Kalon c'hloazet
Verbena officinalis Kuzhutadennoù
Veronica officinalis Fealded
Viburnum opulus Lorc'h
Jahinet on ganeoc'h.
Komz deoc'h dre guzh a fell din.
Bezit fiziañs ennon.
Lorc'h zo ennon ouzh ho karout.
Vinca sp. Melkoni
Viola odorata Karantez kuzh
Viola sp. Soñjoù karantezus
Ne hunvrean nemet ennoc'h.
Ra vo dianav hor c'harantez.
Deoc'h eo ma soñjoù.
Wisteria sinensis Teneridigezh
Mennout a ran ho karantez.
Yucca aloifolia Friantiz kuzh
Deviñ a ran hep gouzout deoc'h.
Zinnia sp. Friolerezh
Ne 'm c'harit mui.
Yezh ar bleunioù
(fr) Nouveau Larousse Universel , Librairie Larousse, 1948 – Levrenn 1, skeudenn-stag p. 745.
Anvioù ar bleunioù
(fr) Nathalie Chahine, Le petit livre du langage des fleurs , Éditions du Chêne, 2016 (ISBN 978-2-8123-1437-7 ) – Ma kavor orin arouezioù lod bleunioù.
↑ (en) Ralph S. Solecki, Shanidar, the first flower people , Knopf, 1971 (ISBN 978-0-394-44511-3 )
↑ (fr) Florence Thinard, L'herbier des explorateurs , Éditions Plume de carotte, 2012 (ISBN 978-2-915810-91-2 )
↑ (en) Isobel Grundy, Lady Mary Wortley Montagu: Comet of the Enlightenment , Oxford University Press, 2001 (ISBN 978-0-19-818765-3 )
↑ (fr) Aubry de la Mottraye (1727), Voyages du Sr. A. de la Motraye en Europe, Asie et Afrique , Hachette Livre BNF, 2012 (ISBN 978-2-01-277840-5 )