Ælle Sussex
Ælle Sussex (anvet ivez Aelle pe Ella) a vefe bet roue kentañ Sussex, hiriv e Bro-Saoz, etre 477 betek war-dro 514, hervez andonioù kozh. Ken nebeut a dra a ouzer diwar e benn ma ne c'heller ket lavarout sur e oa bet anezhañ.
Istor pe mojenn
kemmañHervez ar C'hronik angl-ha-saoz e vefe dilestret Ælle hag e dri mab e-kichen ur beg-douar (anvet Selsey Bill hiziv - dindan ar mor emañ al lec'h resis moarvat, ur reuzeulenn-draezh zo Owers hec'h anv - ha stourmet en defe ouzh ar Vrezhoned[1]. En un emgann e Pevensey e 491 o defe ar Saozon lazhet un niver bras a enebourien ha lakaet ar re all da dec'hout kuit[1]. Daoust ma ne c'heller ket gwiriekaat munudoù an hengounoù-se e tiskouez anvioù-lec'h Sussex e oa bet poblet stank ar vro gant ar Saozon hag abred-tre, ar pezh a zamveneg e oa e-touez ar broioù kentañ da vezañ aloubet ganto.
Ælle eo ar roue kentañ meneget gant ar c'hronikour Beda en VIIIvet kantved, hag anvet e vije bet aotrou war an holl rouantelezhioù angl-ha-saoz[2]. En IXvet kantved e ro ar C'hronik angl-ha-saoz an titl a "vBretwalda" dezhañ daoust ma n'eus prouenn ebet e tougas anezhañ e-pad e vuhez. N'ouzer ket pegoulz e varvas Ælle ha dianav eo anv e warlerc'hiad e penn Saozon ar su[1].
Kenarroud istorel
kemmañMa'z eus bet anezhañ e veve Ælle er prantad nebeutañ anavezet eus istor Bro-Saoz[3] E deroù ar Vvet kantved e oa roman Proviñs Britannia abaoe muioc'h eget tri c'hantved. An enebourien bennañ neuze e oa ar Bikted, eus kaledonia, hag ar Ouezeled, anvet Scoti d'ar mare-se, hag a deue eus Iwerzhon. Ken dañjerus all avat e oa ar Saozon. An anv-mañ a voe roet gant ar Romaned d'an dud a oa o chom en norzh d'ar pezh a zo Bro-Alamagn hiziv, hag e su ledenez ar Jutland. Argadegoù ar Saozon en arvorioù su ha gevred Bro-Saoz a zegase kudennoù bras, ken e savas ar Romaned kreñvlec'hioù al Litus Saxonicum e fin an Trede kantved, ha ma kroujont ar garg a gont da zifenn ar vro outo. Echuiñ a reas an aotrouniezh roman e Britannia e deroù ar Vvet kantved. Ar bloaz roet da gustum da verkañ fin an aotrouniezh roman en Enez-Vreizh a zo 410 pa gasas an impalaer roman Honorius lizhiri d'ar Vrezhoned ma lare e tlejent en em zifenn o-unan. Kaset kuit e oa bet an darn vrasañ eus al luioù roman gwarnizonet e Britannia meur a wezh da stourm evit meur zanvez-impalaer roman, hag e 410 e tispartijont da viken.[4],[5]
Goude an darvoud-se e teu ar mammennoù da vezañ ral-tre met hervez ar manac'h brezhon Gweltaz o defe goulennet ar Vrezhoned ur skoazell digant ar c'honsul roman Aetius, e fin ar bloavezhioù 440 moarvat, ha nac'h reiñ skoazell a reas. Hag ar penn brezhon Vortigern neuze da gouviañ goprsoudarded eus ar c'hevandir da zont da stourm ouzh ar Bikted a oa oc'h aloubiñ e vro. E penn ar re-se edo Hengist ha Horsa, hag en em savet e vijent a-enep Vortigern goude, ma voe brezel e-pad un hir a amzer.
Deuet eo vefe an alouberien - Saozon, Angled ha Juted - a-benn da gontroliñ un darn eus Preden met un emgann bras o defe kollet en Emgann Badon (ne ouzer ket e pelec'h d'ar just). Hervez klaskourien zo e vefe bet Ælle e penn al lu saoz faezhet[6] tra ma argas reoù arall ar mennozh-se[7]
Un distag o defe gounezet ar Vrezhoned evel-se hag e padas ar peoc'h betek an ampoent ma oa Gweltaz o skrivañ, da lâret eo eus fin ar Vvet kantved betek kreiz ar VIvet kantved[8],[9]. Un tammig goude amzer Gweltaz e krogas ar Saozon gant o argadennoù adarre hag e fin ar VIvet kantved e oa aet tout ar su eus Preden dindan gontrol an alouberien.[10]
Andonioù
kemmañDaou andon a veneg anv Ælle. An hini koshañ a zo Historia ecclesiastica gentis Anglorum, un istor an iliz saoz skrivet e 731 gant ur manac'h saoz, Beda e anv. Beda a liv Ælle evel unan eus ar rouanez angl-ha-saoz o doa ar pezh a anve an Imperium war an holl broviñsoù war-du su ar stêr Humber. Gant aotrouniezh e vez troet Imperium peurliesañ. Ul listenn a rouaned bet roet dezho an Imperium a ro Beda hag an hini kentañ eo Ælle. Menegiñ a ra ivez ne oa ket kristen ar roue-se rak livañ a ra ur roue diwezhatoc'h evel an hini kentañ o vont e-barzh rouantelezh an neñv.[2]
An eil andon a zo ar C'hronik angl-ha-saoz, un dastumad a vloazdanevelloù strollet asambles e rouantelezh Wessex war-dro 890 dindan ren Alfred Veur. Teir arroudenn he deus ar c'hronik diwar-benn Ælle etre 477 ha 491[11].
- 477 : Ælle hag e dri mab Cymen ha Wlencing ha Cissa a zeuas da Breden gant teir bagad el lec'h anvet Aod Cymen hag eno e lazhjont kalz Kembreiz ha lakaat a rejont reoù arall da dec'hout er goadeg Andredes leag hec'h anv.
- 485 : Amañ e stourmas Ælle ar Gembreiz e-kichen bevenn Mearcred's Burn.
- 491 : Amañ e sezizas Ælle ha Cissa Andredes cester ha lazhañ a rejont tout an dud a veze o chom eno. Ne chome Brezhon ebet er gêr-se goude-se.
Kenaozet e voe ar c'hronik 400 bloaz goude an darvoudoù met gwirheñvel eo e implijas ar c'hroniker testennoù koshoc'h hag andonioù hengounel evel sagaoù. N'eo ket posupl da lârout avat eus pelec'h e teu al linennoù-se[12] Dleout a reer notenniñ o-doa ar memes stêr krembreiz ha brezhoned d'ar mare-hont.[13]
Tri eus al lec'hioù meneget a c'hell bezañ anavezet. Aod Cymen ("Cymenes ora" en destenn orin) a zo dindan ar mor hiziv met diouzh daveoù diwezhatoc'h e c'heller dezastum edo e-tro su Selsey Bill war-du ar reter eus Enez Wight. Div draezhenn a verk al lec'h hiziv[14]. "Andredes leag" a zo ar Weald, a oa ur goadeg d'ar mare-hont hag en em astenne eus Hampshire betek norzh Sussex ha "Andredes cester" a zo ar c'hastell roman savet e Pevensey war vevenn ar gêr[14][15]
Menegiñ a ra ar c'hronik Ælle ur wech arall er pennad a zanevell ar bloaz 827. Eno emañ lakaet e-touez an eizh "bretwaldaed", pe "Renerien Preden". Strollañ a ra ar c'hronik ar seizh re bet meneget gant Beda gant Egbert Wessex.[16] Bez e eus kalz tabutoù e-touez ar glaskourien diwar-benn ar pezh a dalvez ar ger-se ha diwar-benn lec'hed beli Ælle e su Bro-Saoz[17],[18] Merzout a reer ivez ez eus un toull bras etre Ælle hag an eil roue war listenn Beda. Ceawlin Wessex a grogas da ren e fin ar VIvet kantved, ar pezh a c'hellfe diskouez un arsav en aotrouniezh angl-ha-saoz[15].
Andonioù koshoc'h eget Beda a veneg Saozon ar su met pas Ælle. Diwezhat a-walc'h eo an dave koshañ, avat, rak e 692 emañ : ur garta sinet gant Nothelm Sussex a en em c'halve "Roue Saozon ar Su"[19]. Kartaoù a zo skridoù ofisiel ma ro ur roue pe un den galloudus arall douaroù d'e dud pe d'an Iliz. Pouezus-tre ez int evit hon anaoudegezh eus istor Bro-Saoz met n'eus karta orin ebet koshoc'h eget ar VIIvet kantved[20],[21]
Bez ez eus skrivagnerien arall a c'hell o skridoù sklêrijennañ mare Ælle, ha ne venegont ket anezhañ pe e rouantelezh. An taolennadur a ra Gweltaz eus stad Preden e deroù ar VIvet kantved a zo talvoudus evit a re a fell dezho kompren istor an aloudabegoù angl-ha-saoz. Procopius, un istorour eus Bizantion a skrive nebeut amzer goude marv Gweltaz en doa enklozet ur pennad diwar-benn Preden en e oberenn. Enni e lâr e oa ken niverus pobloù Preden - Brezhoned, Saozon ha Friziz - e tivrojont da rouantelezh ar Franked e niver bras pep bloaz[22]
Anvioù-lec'h e Sussex
kemmañGwiriekaet eo an amzeriadoù roet gant ar C'hronik angl-ha-saoz gant un dielfennadur eus anvioù-lec'h ar vro. Eus an anvioù-lec'h e -ing o fenn, evel Worthing pe Angmering e teu an titouroù pouezusañ. Eus ur stumm koshoc'h e -ingas e teuont. Hastings, evit skouer, e teu eus Hæstingas, ar pezh a dalvez ar re oc'h heuliañ unden Hæsta e anv.[23]
Eus kornôg Selsey Bill da reter Pevensey e c'heller kavout ar stankder brasañ eus an hevelep seurt anvioù e Preden. Bez ez eus 45 anvioù-lec'h eus an doare-se e Sussex hag an anvioù-den e teuont anezho a oa paouezet da vezañ implijet kent ar VIIvet kantved peurliesañ, pa zeu an teulioù skrivet war wel adarre. Krediñ a reer neuze eo an anvioù-se sinoù eus bezañs kummuniezhoù saoz stabil er rannvro adalek ar Vvet kantved pe ar VIvet kantved.[23][24]. Ouzhpenn-se ez eus nebeut-kenañ a anvioù-lec'h predenek e Sussex. Ne dalvez ket o deus ar Saozon lazhet pe kaset kuit an holl boblañs orin, daoust d'ar pezh zo lâret e pennad 91 ar C'hronik angl-ha-saoz. Damvenegiñ a ra, avat, e oa niverus tre an embroidi ha ne lezjont ket kalz lec'h d'ar Vrezhoned.[15]
Ne c'hell ket an traoù-se prouiñ eo gwir an amzeriadoù roet gant ar C'hronik pe e oa ur roue Ælle e anv, me damvenegiñ a reont un aloudabeg kozh ha diazezidigezh ur rouantelezh stabil adalek ar VIvet kantved[23][24]
Ren
kemmañMa'z eo rik an amzeriadoù roet gant ar C'hronik Angl-ha-Saoz emañ ren Aelle e kreiz astennerezh angl-ha-saoz ha a-raok peuraloubadeg ar vro. Gwirheñvel eo ivez e c'hoarvezas emgannoù Aelle a-raok Emgann Badon. An dra-mañ a zisplegfe an arsav hir - 50 pe 60 bloavezh - e lignez ar "bretwaldas" : ma padas ar peoc'h gounezet gant ar Vrezhoned betek an eil hanterenn eus ar VIvet kantved eo reizh na oa penn-brezel angl-ha-saoz ebet o aotrouniañ Bro-Saoz e-pad ar prantad-se. Martezeadenn un arsav e astennerezh e araokadenn an Angled-ha-Saozon a zo kreñvaet gant danevell Procopius a liv un divroerezh eus tud Preden davet rouantelezh ar Franked er VIvet kantved[15] Klokañ a ra Procopius gant ar pezh a anavezer diwar-benn trevadennerezh Breizh. War a seblant e teue un darn eus an drevadennerien eus Dumnonia hag anv Dumnonia ha Kernev a rojont d'ar rannvroioù kentañ a berc'hennjont.[25] Un dra bennak a lakaas war sav fluz an Angled hag ar Saozon eus ar c'hevandir betek Preden d'ar mare-hont war a seblant.[26]
Klokañ a ra amzeriadoù emgannoù Aelle gant ar pezh a anavezer diwar-benn an darvoudoù e rouantelezh ar Franked war-dro an amzer-hont. Unvaniñ ar Franked en-doa graet Hlodwig Iañ er bloavezhioù 480 ha posupl eo en-doa o c'hontrol war Mor Vreizh lakaet ar vorlaerien sakson da vont war-du Preden kentoc'h war du ar c'hevandir.[26]
Posupl eo neuze e oa ur roue istorel Aelle e anv a vefe dilestret eus ar c'hevandir er Vvet kantved hag en defe aloubet ar pezh a zo Sussex hiziv. Ur penn-brezel pouezus e oa marteze en defe aotrouniet ur gevredad Angled-ha-Saozon oc'h aloubiñ Preden. An dra-mañ a c'hell bezañ en orin ar brud a vroudas Beda d'e ouzhpennañ da listenn ar Bretwalda[27]. Klokañ a ra ivez an emgannoù meneget er C'hronik angl-ha-saoz gant un aloudabeg eus Sussex eus ar c'hornôk war du ar reter ouzh un harz kaled a-walc'h da badout 14 bloaz[15] Ar rannvro a gontrolle en em astenne betek Hampshire ha traonienn an Tavoez uhel marteze, met, er c'hontrol eus ar pezh a skrive Beda, ne endalc'he ket an holl dirioù e su an Humber.[28]
N'eo meneget marv Aelle neblec'h ha ne anavezer netra diwar-benn e vibien pe istor Sussex betek 675 pa voe badezet roue Saozon ar su, Æthelwalh[29]
Daveoù
kemmañ- Bede (1991). Ecclesiastical History of the English People, Translated by Leo Sherley-Price, revised R.E. Latham, ed. D.H. Farmer, London : Penguin. ISBN 0-14-044565-X.
- Swanton, Michael (1996). The Anglo-Saxon Chronicle. New York : Routledge. ISBN 0-415-92129-5.
- Campbell, James; John, Eric & Wormald, Patrick (1991). The Anglo-Saxons. London : Penguin Books. ISBN 0-14-014395-5.
- Fletcher, Richard (1989). Who's Who in Roman Britain and Anglo-Saxon England. London : Shepheard-Walwyn. ISBN 0-85683-089-5.
- Hunter Blair, Peter (1960). An Introduction to Anglo-Saxon England. Cambridge : Cambridge University Press. 13–16 p.
- Hunter Blair, Peter (1966). Roman Britain and Early England: 55 B.C. – A.D. 871. New York : W.W. Norton & Company. ISBN 0-393-00361-2.
- Kirby, D.P. (1992). The Earliest English Kings. London : Routledge. ISBN 0-415-09086-5.
- Stenton, Frank M. (1971). Anglo-Saxon England. Oxford : Clarendon Press. ISBN 0-19-821716-1.
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 S. E. Kelly, « Ælle (fl. late 5th cent.) », Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, 2004.
- ↑ 2,0 ha2,1 Bede, Ecclesiastical History, II 5.
- ↑ Da skouer e skriv James Campbell : "The natural vice of historians is to claim to know about the past. Nowhere is this claim more dangerous than when it is staked in Britain between AD 400 and 600" (The Anglo-Saxons, p. 20).
- ↑ Hunter Blair, An Introduction, pp. 1–14.
- ↑ Campbell et al, The Anglo-Saxons pp. 13–16.
- ↑ Bradbury, James (2004). The Routledge Companion to Medieval Warfare. New York : Routledge. 140 p. ISBN 0-415-22126-9.
- ↑ Warner, Philip (1972). British Battlefields: The Midlands. Reading : Osprey. 23 p. OCLC 60058359.
- ↑ Hunter Blair, An Introduction, pp. 13–16.
- ↑ Campbell et al, The Anglo-Saxons p. 23.
- ↑ Hunter Blair (Roman Britain, p. 204) gives the twenty-five years from 550 to 575 as the dates of the final conquest.
- ↑ Translations are Michael Swanton's (Anglo-Saxon Chronicle, p. 14), from the A text of the Chronicle; except that Frank M. Stenton's translation (Anglo-Saxon England, pp. 17–18) of part has been substituted to keep "Andredes leag" and "Andredes cester" in the text, for subsequent explanation.
- ↑ Swanton, Anglo-Saxon Chronicle, pp. xviii-xix
- ↑ Swanton, Anglo-Saxon Chronicle, p. 14.
- ↑ 14,0 ha14,1 Hunter Blair, Roman Britain, p. 176.
- ↑ 15,0 15,1 15,2 15,3 ha15,4 Stenton, Anglo-Saxon England, pp. 17–19.
- ↑ Swanton, Anglo-Saxon Chronicle, pp. 60–61.
- ↑ Hunter Blair, An Introduction, pp. 201–202.
- ↑ Campbell et al, The Anglo-Saxons, pp. 53–54.
- ↑ Kirby, Earliest English Kings, pp. 20–21.
- ↑ Hunter Blair, Roman Britain, pp. 14–15.
- ↑ Campbell et al, The Anglo-Saxons, pp.95–98.
- ↑ Hunter Blair, Roman Britain, p. 164.
- ↑ 23,0 23,1 ha23,2 Hunter Blair, Roman Britain, pp. 176–178.
- ↑ 24,0 ha24,1 Hunter Blair, An Introduction, p. 22.
- ↑ Campbell et al, The Anglo-Saxons, p. 22.
- ↑ 26,0 ha26,1 Stenton, Anglo-Saxon England, p. 12.
- ↑ Fletcher, Who's Who, p. 17.
- ↑ Kirby, Earliest English Kings, p. 55.
- ↑ Stenton, Anglo-Saxon England, p. 12