A Veiga (Asturiez)

Kumun e Priñselezh Asturiez (Spagn)

A Veiga en astureg[1], Vegadeo e spagnoleg, zo ur gumun e Priñselezh Asturies e riez Spagn.

A Veiga
kuzul Asturiez
Rann eusQ5991228, Q2884972 Kemmañ
Anv ofisielVegadeo Kemmañ
Anv annezidivegadense Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Kêr-bennVegadeo Kemmañ
E tiriadProviñs Asturiez Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel43°24′56″N 6°59′57″W Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantmayor of Vegadeo Kemmañ
Penn an aotrouniezhMaría Begoña Calleja Quijada Kemmañ
Kod-post33770 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.vegadeo.es Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Vegadeo Kemmañ
ArdamezioùEscudo de Vegadeo Kemmañ
Kod plakenn varilhO Kemmañ
Map

Lec'hanvadurezh

kemmañ

Kement hag "Ar Gompezenn" e talvez (ast) A Veiga ; (es) Vegadeo (La Vega del Eo, "Kompezenn ar stêr Eo") zo un anv spagnolek bet goveliet gant an eskob Martínez Vigil en XIXvet kantved evit envel ar bodad parrezioù[2] a oa en takad-se. Vega de Ribadeo, "Kompezenn Lez an Eo" e oa anv spagnolek ar gumun betek ma voe kemmet e Vegadeo gant kuzul-kêr d'ar 6 a viz C'hwevrer 1916.

Den ne ra gant Vegadeo er vro koulskoude ; A Veiga a vez lavaret, ha conceyu da Veiga "kumun Veiga" eo en ti-kêr[3].

Adalek ar Ragistor e voe poblet tiriad A Viega, ma'z eus ul liac'hven ha daou dumulus. Meur a boblad kallaik a eure o annez eno, Albiones, Cibarcos hag Egobarros en o zouez.

Eizh vryngaer zo eno ivez, bet savet kent donedigezh ar Romaned. Roudoù eus bezañs ar Romaned zo chomet ivez, evel mengleuzioù da glask aour, ha meur a dalgen en aour ivez. Gant Lugo e Galiza e veze meret an tiriad d'ar mare-se ; betek aber ar stêr Navia er reter en em astenne he melestradur.

E-pad ar Reconquista (718-1492) e chomas A Viega ur gumun dindan veli rouaned Asturies, ha meur a brof a voe roet da iliz Uviéu gant ar Gurunenn ha gant perc'henned prevez, en o mesk manati San Esteban de Piantón, a oa al lec'h pobletañ, lec'hiet e kalon ar vro.

Er bloaz 1154 e Salamanca, ar roue Alfonso VII León a roas da Lugo an tiriadoù galizek a oa dindan veli Uviéu ; diemglev a savas etre preladed Asturies ha re Galiza, a voe plaenaet dre reiñ da eskopti Uviéu an douaroù a zo etre ar stêr Eo er c'hornôg hag ar stêr Navia er reter : Honor del Suarón a voe graet eus an tiriad-se, da lavaret eo "liamm a wazoniezh" (honor e León) ouzh kastell Suarón, etre ar stêrioù Puroña ha Suarón.

E 1280 e voe diazezet kêriadenn Reboledo, en ardraoñ da A Viega war aber ar stêr Eo ; nepred ne sentas Reboledo d'an Iliz en Uviéu : e 1298, an eskob a ziazeas Castropol, a lakaas da gêr-benn bro Reboledo, en ur zereiñ ur statud a-ziforc'h da annezidi Reboledo end-eeun. En doare-se e voe A Veiga ha Castropol dindan veli eskopti Uviéu betek mare ar roue Felipe II Spagn (ren : 1556-1598), ma voe lamet madoù digant an Iliz ha gwerzhet evit paeañ ar mizoù bet ganet gant brezelioù Spagn e diavaez-bro ; daoust d'ar breladed bezañ kounnaret-ruz ne c'halljont ket mirout ouzh ar werzh e 1579.

Pinvidikaat a eure bro Gastropol adal neuze, hag e barr he brud e voe en XVIIIvet kantved a-drugarez d'he forzh a broudas ar greanterezh hag ar c'henwerzh.

Meur a zarvoud pouezhus a c'hoarvezas en A Veiga en XIXvet kantved. Brezel Dizalc'hiezh Spagn enep Bro-C'hall (1808-1814) e voe an hini kentañ, pa voe troet A Veiga en ul labouradeg armoù fardet gant micherourien deuet eus Uviéu en Asturies ha Toledo e Castilla-La Mancha. An eil darvoud, pouezusoc'h c'hoazh evit ar c'horn-bro, e voe dizalc'hiezh rannvro A Veiga diouzh Castropol e 1836 ; e Piantón e voe staliet ar gêr-benn betek 1851 kent bezañ dilec'hiet da A Veiga m'emañ c'hoazh hiziv an deiz. Dindan veli parrez Piantón e chomas parrez A Veiga avat, na voe distag en-dro nemet e deroù an XXvet kantved

Nebeut-ha-nebeut e tigresk poblañs A Veiga abaoe 1950, pell m'emañ diouzh ar c'hreizennoù bras (Uviéu ha Xixón). Nebeutoc'h a dud a dremen drezi war o hent da Santiago de Compostela, dreist-holl a-c'houde savidigezh ar Puente de los Santos ("Pont ar Sent") dreist aber ar stêr Eo etre Castropol en Asturies ha Ribadeo e Galiza, d'an 29 a viz Gouere 1987[4]

Douaroniezh

kemmañ

En ur gompezenn e gwalarn ar Briñselezh, etre aradennad-menezioù Asturies er su ha Mor Kantabria en norzh, emañ A Veiga, e penn aber an Eo, 10 km a-raok m'en em daolfe ar stêr er mor ; tostoc'h eget 1 kilometr d'an harzoù gant Galiza er reter emañ kêr.

Kumunioù amezek
  Castropol
  Castropol
Taramundi Vilanova d'Ozcos San Tiso d'Abres

Poblañs

kemmañ

Da 3 885 a dud e save ar boblañs d'an 30 a viz Gwengolo 2023[5], alese ur stankter a 1 185 a dud/km².

• Emdroadur ar boblañs adalek 1842 betek 2023

Maen-sonn Nicer
Maen-sonn Nicia

En A Veiga e voe kavet e 1933 ur maen-sonn-kañv eus ar I kantved pe an IIvet kantved dediet da Nicer ab Clutoso eus kastell Caraca, penn an Albiones, ur boblad kallaik hag a veve etre ar stêrioù Eo ha Navia.

Ur maen plat 115 x 32 x 9 cm eo. El laez anezhañ ez eus treset un hanterglec'h skoret gant un trebez, un aouez keltiek a gaver e lec'hioù all en Europa hag en Anatolia, ar re baotañ o vezañ e Poza de la Sal e proviñs Burgos[6].

Dindan ul linenn a zo en tu kleiz d'an arouezenn ez eus treset un heolig ; ul loar a oa war an tu dehou moarvat, hogen torret eo bet ar c'horn-se ha peget diwezhatoc'h.

Un engravadur latin zo war dek linenn, a zo bet lennet evel-mañ :

NICER / CLUTOSI (filius) / Ɔ(castello) CARI/ACA / PRINCI/PIS AL/BIONU/M AN(norum) / LXXV / HIC S(itus) EST[7]

"Amañ emañ Nicer (mab) Clutoso, eus bryngaer Cariaca, penn an Albioned, oadet a 75 vloaz"

E Mirdi an Henoniezh en Uviéu emañ ar maen-sonn hiziv.

Glad relijiel

Etre ar XVIvet kantved hag an XIXvet kantved e voe savet ilizoù parrezioù A Veiga.

Savadurioù nann relijiel
Yezh

A Veiga zo unan eus kumunioù Priñselezh Asturies ma komzer eonaviegu (galizeg-astureg)). E miz Genver 2016, un diferad-kêr a lakaas an eonaviegu da yezh ar gumun, evit kadarnaat gwir ar boblañs da ober ganti e pep degouezh.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. Ez-resis : e galizeg-astureg ((ast) eonaviegu), ur rannnyezh asturek komzet etre ar stêrioù Eo ha Navia.
  2. (es) arciprestago, a vefe *"arc'hbelegelezh" mar befe testeniekaet ar ger e brezhoneg.
  3. (es) 'Toponimia asturiana'. Kavet : 05/02/2024.
  4. (fr) 'Structurae'. Kavet : 05/02/2024.
  5. (es) 'Ayuntamiento de Oviedo'. Kavet : 05/02/2024.
  6. (es) García y Bellido, Antonio (1943). 'Los Albiones des NO. de España y una estela hallada en el occidente de Asturias'. Kavet : 05/02/2024.
  7. (es) 'Hispania Epigráfica'. Kavet : 05/02/2024.