Ayer (Asturiez)
Ayer en astureg, Aller e spagnoleg, zo ur gumun e Priñselezh Asturies e Spagn.
Anv ofisiel | Aller, Ayer |
---|---|
Anv annezidi | allerano |
Stad | Spagn |
Kêr-benn | Cabanaquinta |
E tiriad | Proviñs Asturiez |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00 |
Daveennoù douaroniel | 43°6′21″N 5°34′50″W |
Lowest point | Aller |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | mayor of Aller |
Penn an aotrouniezh | Juan Carlos Iglesias |
Kod-post | 33686 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.ayto-aller.es/ |
Banniel (deskrivadur) | flag of Aller |
Ardamezioù | Q8777811 |
Kod plakenn varilh | O |
Treuzet eo gant ar stêr Ayer (Río Aller e spagnoleg) ; a-gevret gant div gumun amezek, Ḷḷena ha Mieres, ez eo Ayer e glaouvaez ar stêr Caudal.
Bevennet eo ar gumun gant Proviñs León e Spagn er su, ha gant pemp kumun en Asturies : Ḷḷena er c'hornaoueg ; Mieres en norzh ; Llaviana, Sobrescobiu ha Casu er reter.
Lec'hanvadurezh
kemmañDiwar anv ar stêr a dremen drezi ez eo anvet ar gumun. Hervez al lizheregour astur Xosé Lluis García Arias e teu anv spagnolek ar stêr eus ar wrizienn indezeuropek al-, "gwenn"[1].
-
Banniel
-
Skoed
Istor
kemmañPoblet e oa ar c'horn-bro e Nevezoadvezh ar Maen hag e deroù Oadvezh ar Metaloù (-6000 → -1000), hervez kavadennoù a zo bet graet er barrez anvet Bo en Ayer : meur a ostilh, en o zouez ur goustih e maen hag unan e metal.
Ar Romaned o deus lezet testenioù eus o dalc'hidigezh er vro. Un hent anvet Via Carisa a gase eus Ḷḷena da La Estación (Lugo de Llanera e spagnoleg) a zisranne Ayer diouzh Ḷḷena ; un tokarn e kouevr ha kalz pezhioù moneiz arc'hant deiziadet kent an impalaer Tiberius (ren : 14-37) zo bet kavet.
E deroù ar Grennamzer e kaver ar c'hentañ meneg eus Ayer en un teul a zo miret en iliz-veur Uviéu hag a zo bet deiziadet war-dro ar bloaz 857. Teulioù zo a-zivout donedigezh annezidi e traoñienn ar stêr da vare Rouantelezh Asturies (718-924) ; enskrivadurioù eus 894 zo en iliz San Vicente e parrez Serrapio, hag unan all eus 940 en iliz San Julián e parrez Ḷḷamas. Resisoc'h e oa melestradurezh Ayer adalek an XIvet kantved, evel m'en diskouez un teul a-zivout gwerzh meur a berc'hennadenn evit sevel un ospital.
Da vare ar roue Alfonso X Kastilha (ren : 1252-1284) e voe Ayer el listennad kêrioù nevez bet krouet gantañ ; adal neuze e voe stummet ur c'huzul-kêr, hag enrollet e voe ar c'hargoù ofisiel kentañ. Ral-ral eo an teulioù a denn d'ar c'hantvedoù war-lerc'h.
Dielloù eus an XVIIIvet kantved a ziskouez peger kreñv e oa ar magañ-loened er c'horn-bro : unan eus ar re vrasañ en Asturies e oa chatal Ayer. Diorroet e voe ar c'henwerzh ivez, a-drugarez da lec'hiadur kêr etre Asturies ha kreiz al Ledenez iberek[2]
En XIXvet kantved e voe toullet ode San Isidro e 1 520 metr er menez evit sevel un hent etre ar stêr Eo ha glaouvaez ar stêr Caudal ; evel-se e voed krog da lakaat gwazhennoù glaou Ayer da dalvezout. Dizehan e kreskas Ayer adal neuze, ha muioc'h c'hoazh a-hed bloazioù diwezhañ ar c'hantved, pan erruas an hent-houarn evit kenliammañ traoñiennoù ar stêrioù Caudal ha Ḷḷena. Bras e voe diorroadur glaou-douar Ayer goude ma voe liammet kêr ouzh hent pennañ ar Briñselezh.
A-hed Brezel Spagn (1936-1939) e chomas Ayer en takad republikan, betek diwezh talbenn an Norzh. A-drugarez d'he dizalc'hiezh armerzhel e c'hallas ar c'horn-bro adkregiñ da vat gant greanterezh ar glaou goude ar brezel, gant doareoù nevez d'e dennañ eus an douar : peogwir e oa gwazhiennoù ar menez o vont da hesk e voe kleuzet puñsoù en traoñiennoù, ar pezh a zegasas muioc'h a dud eno, ken ma voe savet karterioù nevez. Kemmoù bras a c'hoarvezas e parrezioù evel Bo, ha parrezioù nevez a voe krouet, evel Caborana.
E-kreiz an XXvet kantved e voe kemmet politikerezh armerzhel Spagn, ar pezh a washaas enkadenn ar glaou hag a zegasas staliadur an embregerezh stadel Hulleras del Norte S.A. ("Glaouegi an Norzh", lesanvet Hunosa) e 1967 en Uviéu[3]. Hep mar ebet e vo paouezet da dennañ glaou en Ayer, a zo dija o treiñ war-du touristerezh ar menezioù : skiañ, ha bale war 12 gwenodenn wiriekaet.
Douaroniezh
kemmañTreuzet eo Ayer gant ar stêr heñvelanvet, a eien en ode Vegarada, 1 555 metr uhel en aradennad Kantabria a zisrann Asturies diouzh proviñs León. Tri zakad distag zo en Ayer : Altu Ayer "Ayer-Uhelañ" (1 000 metr a-us live ar mor) ; Mediu Ayer "Ayer-Kreiz" (500 m) ha Baxu Ayer ("Ayer-Izelañ", 300 m). E Baxu Ayer emañ ar braz eus ar boblañs, tost d'ar poulloù glaou ; tourioù ha savadurioù ar mengleuzioù eo ar pezh a weler da gentañ pan erruer eno. E Mediu Ayer (uhelder : 424 m) emañ Cabanaquinta, a zo pennlec'h kumun Ayer abaoe 1869.
Maeziat eo chomet rannoù argrec'h ar stêr Ayer ; un tamm labour-douar ha chatalerezh zo ivez er saonenn izel.
Kerreizh eo an hin, rak nepell emañ ar mor (57 km war-nij betek Avilés) hag ar menezioù a harz an avelioù deuet eus uheldirioù ar su ; abalamour da se e c'heller labourat an douaroù a zo nes da naoz ar stêr, ha lakaat saout da beuriñ. Kezeg ha deñved zo ivez.
Torosennek-tre eo ar vro, lod diribinoù o vezañ e-tro da 45% (da lavaret eo un diforc'h a 45 metr uhelder etre daou lec'h 100 metr etrezo). Koadek eo an 60% eus tiriad ar gumun : faou dreist-holl e gorre kêr, kistin en takadoù izeloc'h.
Poblañs
kemmañWar 375,89 km² en em astenn ar gumun. Da 10 066 a dud e save ar boblañs d'an 30 a viz Gwengolo 2023[4], alese ur stankter a 27 den/km².
• Emdroadur ar boblañs adalek 1842 betek 2023
- Mammenn : (es) 'Intituo Nacional de Estadística'. Kavet : 09/02/2024.
Glad
kemmañ- Ar meurvein Cantu les Cruces zo el lec'hienn anvet El Padrún e parrez Bo, war ar gribenn a zisrann Ayer diouzh Ḷḷena. Tri zaol-vaen a verk bezioù, a zo koshañ aspadennoù eus bezañs mab-den en Ayer (-14 000 bloaz)[5].
- Ar Moyón de la Corralá, el lec'hienn anvet La Pola Vieya e parrez El Pino, zo ur maen sonn krag, tost da zaou vetr uhelder, a dalveze da verkañ ar vevenn etre div dachenn brevez[6]) Meur a arouezenn zo engravet warnañ, en o zouez ur groaz c'hresian[7] ha trolinenn un den. Ne ouzer ket a belec'h e teu ; marteze e oa ur peulvan ragistorel, pe ur maen-bonn bet lakaet war un hent er Grennamzer[8].
- Relijiel
- An iliz San Vicente, e parrez Serrapio, a zo bet savet en doare roman, zo bet nesaet en XIIvet kantved. En XVIIvet kantved e voe kinklet ar chapel gant livadurioù. Kemmet c'hoazh e voe diwezhatoc'h, kollet he deus un tamm eus he stil roman, en ur virout an tri fenn-chantele koulskoude.
- An iliz San Xuan el Real, e parrez Ḷḷamas, zo bet savet en XIIvet kantved, en doare roman ivez.
- An iliz San Xuan Bautista de Santibanes de la Fuente, e parrez Santibanes de la Fuente, zo ivez roman he stil ; en XIIIvet kantved e voe savet.
- An iliz San Félix del Pino, e parrez El Pino, a voe savet e 1751. Heverk eo kinkladur he bolz ; heverk ivez eo he stern-aoter, a zo rannet etre tri fezh : en doare barok asturek eo ar c'hostezioù, hag e stil barok José Benito Churriguera (1665-1725), a oa kizeller e Salamanca, eo ar c'hreiz.
- Ar santual Virxe de Miravalles (Gwerc'hez Miravalles), e parrez Miravalles, a voe savet er XVIIvet kantved er stil barok asturek.
- Greantel
Gladel eo kement savadur a denn da c'hreanterezh ar glaou en Ayer : mengleuzioù ar menezioù, puñsoù an traoñiennoù, tiez-gar, pontoù, skolioù ha tiez al labourerien.
- Annezioù
Ur c'hreñvlec'h a oa bet savet e parrez Soto en XIIvet kantved ; dismantroù anezhañ eus ar XIVvet kantved hag ar XVvet kantved a c'heller gwelet c'hoazh. An ti-kêr kozh, e parrez Bello, a oa d'ar markiz Solís-Castañón.
-
Iliz San Vicente
-
ILiz San Xuan el Real
-
Santual Virxe de Miravalles
-
Kreñvlec'h Soto
Liammoù diavaez
kemmañ- (ast) (es) Lec'hienn ofisiel. Kavet : 05/02/2024.
Notennoù
kemmañ- ↑ (es) García Arias, Xosé Luis. Pueblos asturianos – El porque de sus nombres. Avilés : Ayalga Ediciones, 1984 (ISBN 978-84-7411-044-9)
- ↑ '(es) La Meseta Central, eleze an uheldirioù a zo e korn-bro Madrid.
- ↑ Bez' emañ c'hoazh eno ; 4 fuñs zo e saonenn ar stêr Nalón, ha 4 all en hini ar stêr Caudal m'emañ puñs Ayer.
- ↑ (es) 'Instituto Nacional de Estadística – Kumun 33002. Kavet : 09/02/2024.
- ↑ (fr) 'Mégalithes de "El Padrún'. Kavet : 09/02/2024.
- ↑ (ast) (es) Sánche Vicente, Xuan Xosé/ Diccionariu Asturianu-Castellanu / Castellanu-Asturianu. Uviéu : Trabe, 1996, p. 302-b (ISBN 978-84-8053-056-9)
- ↑ Kroaz c'hresian : keit-ha-keit eo he brankoù, en em groaz en o c'hreiz, evel war vanniel Suis.
- ↑ (es) 'Moyón de la Corralá'. Kavet : 09/02/2024.