Balumeta e Galiza
Evel war aodoù all ar Meurvor Atlantel en Europa pe er Meurvor Habask e krogas ar balumeta e Galiza en Henamzer. Ker kozh ha 3 000 bloaz kent J.-K. eo an testenioù kentañ eus an hemolc'h-se en norzh d'an daou veurvor[1]. E-pad pell avat e soñjed en e orin ragistorel, ar pezh a voe kadarnaet pa voe anavet, nevez zo, abadennoù balumeta war meur a livadur roc'hel e Bro-C'hall hag e Spagn.
An dielloù istorel kentañ a ziskouez e veze Japaniz o valumeta kent an Xvet kantved hag Euskariz oc'h ober kement all en XIvet kantved ; en daou zegouezh e veze hemolc'het al loened war o hent d'al lec'hioù gouennañ pe war o distro. Balumed reizh e oant : Eubalaena japonica (balum Meurvor Habask an Norzh) hag Eubalaena glacialis (balum "euskarat").
N'eus diell istorel ebet e Galiza kent an XIIIvet kantved, hogen diarvar eo e oa balumetaerien eno meur a gantved kentoc'h. Hervez F. Valdés Hansen[2] e oa ar balumed – ar re frank pergen – preizhoù meur evit ar voraerien c'halizat. Ur vroad balumetaerien e voe Galiza e-pad seizh kantved, eus ar re hag a stumm an Istor. A bouez bras e voe an hemolc'h hag ar c'henwerzhelañ balumed e diorroadur kêrel ar vro dre ar fardañ kenderc'hadoù liesseurt, eus an eoul evit sklêrijennañ an tiez kent donedigezh an tredan betek ar gwalennoù evit an disglavieroù, an disheolieroù hag an dilhad cheuc'h e Katalonia, nes komz eus ar c'hig hag an danvezioù all implijet en apotikerezh hag er gwezelerezh.
Ar balumeta a zigoras Galiza war an diavaez hag he brudas er bed a-bezh ; broudet eo bet armerzh ha poblañsouriezh ar vro hag he zrowardroioù gant an hemolc'h-se – evit ar balumeta ez eus bet krouet perzhier galizat evel hini Burela (proviñs Lugo) pe Suevos e Punta Langosteira. En deroù ne veze graet nemet tapout loened war an aodoù, met a-feur ma 'z eas ar c'hantvedoù hebiou e voe gwellaet argerzh an hemolc'h dre arverañ bigi bihan war ar c'heinvor evit spontañ ar morviled hag o c'has d'an aod. An doare hemolc'h-se a veze implijet evit pakañ spesadoù bihan a-walc'h, evel ar morhoc'h penn ront (Globicephala melas), ar belouga (Delphinapterus leucas), an narwal (Monodon monoceros) hag ar morhoc'h du (Phocoena phocoena)[3].
Krennamzer
kemmañPetra bennak ma 'z eo dister an dielloù a-zivout Pedro Fernández de Andrade, anezhañ aotrou Pontedeume ha Ferrol e proviñs A Coruña ha Vilalba (proviñs Lugo) etre 1397 hag e varv 1407, e ouzer ez aloubas an atant anvet La Reparada e Ferrol hag a oa dalc'het gant menec'h sistersian Sobrado. Pouezusoc'h-pouezusañ e oa deuet an atant-se : e 1286 e oa bet roet dezhi gant ar roue Sancho IV Kastilha ha León un dekvedenn eus ar balumed lazhet gant porzh Prioiro hag a oa perc'hennet gant ar manati.
E Ferrol, war douaroù aotrouien Andrade, edo La Reparada ; neuze e klaskas bepred an aotrouien ledanaat o domani dre berc'hennañ e vadoù. Kent aloubadenn Pedro Fernández de Andrade, ar roue Juan Iañ Kastilha en devoa e rediet da reiñ an atant d'ar venec'h, hag a-hed kantvedoù e klaskas diskennidi Andrade perc'hennañ La Reparada pe, da neubeutañ, al lodennoù gwellañ anezhañ : porzh ha Menez Prioiro. Skuishaat a reas ar venec'h diwar stourm ouzh lignez Andrade hag e deroù an XIXvet kantved e tilezjont o forzh pa voe torret gwirioù an aotrouien.
Er Grennamzer e oa Prioiro unan eus perzhier pennañ norzh al ledenez iberek evit a sell ouzh al lazhañ hag an dispennañ ar balumed bet hemolc'het a-vaez da aodoù Galiza. En e varr e voe en XIIvet ha XIVvet kantvedoù ; Euskariz dreist-holl a oa e karg eno, pa vezent brudet evit ar balumeta e pleg-mor Gwaskogn – alese an anv "balum euskarat" a roer d'ar spesad Eubalaena glacialis.
Oadvezh modern
kemmañA-hed an oadvezh modern, da lavarout eo er XVIvet kantved hag er XVIIvet kantved pergen, e voe Galiza brasañ mirlec'h ar balumed el ledenez iberek, gant perzhier pouezus evel Rinlo, Foz, Nois, Burelo, San Cibrao ha Bares e Mariña de Lugo ; war an aod atlantel edo Caión ha Malpica e Costa de Morte.[4]
Pa oa artizanel c'hoazh, an hemolc'h a denne splet eus tremen bandennadoù balumed frank dre Vor Kantabria war o hent etre o zachennoù boueta e Norzh ar Meurvor Atlantel hag o lec'hioù gouennañ e dourioù tomm ar Su, etre miz Here ha miz Meurzh. Al lestraz balumeta, ennañ ur pennlestr hag ur flodilh, a veze bepred prest da ziborzhiañ kerkent ha kemennet « balumed war-wel ! » gant an ofiser. Etre 6 ha 8,5 m e oa hirder ar pennlistri galizat, div wern outo ha war-dro 45 den warno.
Harzet e veze al loen gant un treant houarn bannet gant an dorn, hag evit e skuishaat dre ziwadañ e veze taget gant sangradeiras – anezho treantoù o begoù goafheñvel. Stag e oa an holl dreantoù ouzh ar vag war-bouez funioù kanab.
Goude marv ar balum e veze staget ouzh meur a vag ha degaset d'an douar evit bout dispennet a-daolioù kontilli ha bouc'hilli a bep seurt. An druzoni (ar soav) a veze dalc'het en oglennoù bras war an hevelep traezhenn pe en he c'hichen kent bout skuilhet e tonelloù ha lakaet er c'henwerzh.[4]
Un deskrivadur kenpred eus labour ar valumetaerien c'halizat zo deuet betek ennomp :
Las matan de la siguiente manera: se suben a una atalaya a la punta de una sierra que cae sobre el mar y de allí ven de lejos saltar una gran cantidad de agua para arriba haciendo mucha espuma, y cuando la ballena tiene la mitad del cuerpo fuera del agua, la atalaya da aviso a los marineros, los cuales armando sus barcas y poniendo dentro mucha cantidad de cuerdas y unos cabos atados a unos dardos arponados se van a ellas (...) como se sienten heridas van luego muy bravas mar a dentro llevando metidos aquellos arpones y los pescadores, dándoles siempre cuerda, las siguen hasta que ya desangradas y perdida aquella furia las traen tirando de ellas hasta tierra, donde haciendo grandes fuegos sacan de ellas mucho aceite.
« Lazhet e vezent en doare da-heul : pignat a raed betek un tour-ged e laez ur menez war vord ar mor hag alese e weled ur c'hementad bras a zour o sevel en ur ober kalz spoum, ha pa veze an hanter eus korf ar balum e-maez an dour e veze galvet d'ar voraerien, a baramante o listri en ur gargañ kalz kerdin ha treantoù stag outo (...) ha p' en em santont gwall c'hloazet e pellaont kalonek er mor en ur gas an treantoù ganto hag ar besketaerien, atav o reiñ kordenn dezho, a ya d'o heul betek ma vefent diwadet ha ma kollfent pep fulor, hag en o sachont betek an douar, ma tennont diouto kementadoù bras ag eoul dre sevel tantadoù bras. »– Bartolomé Sagrario de Molila, Descripcion del Reyno de Galizia y de las cosas notables del, Mondoñedo, 1550[5]
En hanterenn gentañ ar XVIIvet kantved, e perzhier evel San Cibrao, Foz pe Vurela, greanterezh ar balumeta a droas d'ur c'henwerzh frouezhus gant ar peurrest eus Kantabria, betek tizhout Bro-C'hall.[4] Hogen diwezhatoc'h, etre dibenn ar marevezh ha deroù an XVIIIvet kantved, ez eas ar balumeta war ziskar e Galiza evit meur a abeg, an hini pennañ o vout dreistkorvoadur ha peuzsteuzidigezh ar balumed frank : muioc'h-mui a berzhier a voe savet, mui-ouzh-mui a listri a voe (ar C'hallaoued zoken a erruas), betek ma 'z eas an hemolc'h da get.
Oadvezh kempred
kemmañAr fomentadores katalan
kemmañEr Renad Kozh e veze piaouet douaroù-gounit ar gouerien (an darn vrasañ eus ar boblañs e Galiza) gant an Iliz hag an noblañs, ret e oa d'al labourerien-douar paeañ o feurm d'an aotrouien.
E 1750 avat e voe kemmet an traoù gant donedigezh ur rummad bourc'hizien gatalan mennet da ober war-dro greanterezh ar solerezh, hini ar sardin peurgetket ; ganto e teuas chaluterioù ha, dreist-holl, rikoù pesketa nevez – ar pezh a voe abeg meur a stourmadenn gant pesketaerien ar vro.
O labouradegoù a stailhjont war tachennoù uhel – gounezet digant an noblañs hag ar gloer dre zilez, gevrat pe feurm – war vord an aod, e plegoù-mor aes da dizhout dre vag.
E-maez ar solerezh e labouras ar benngaserien gatalan, pa eiljont emzalc'hioù an noblañs c'halizat betek prenañ pe feurmiñ douaroù digant renkadoù uhelañ met paouraet ar Renad Kozh. Gant tremen an amzer ha kemmesk familhoù ar benngaserien, hag a veze enpriedat a-gozh, gant tiegezhioù galizat e voe ganet ur vourc'hizelezh c'halizat na oa ket diouti pe dost betek neuze.
En eil hanterenn an XIXvet kantved e voe kroget gant ar balumeta greantel en Europa, a-c'houde div ijinadenn hag a roas ul lañs nevez d'an obererezh : ar c'hanol-treantiñ gant an Norvegad Sven Foyn (1809-1894), klokaet gant an treant-tarzh, hag al listri dre vurezh o c'houc'h metalek. Artizanel e oa bet ar balumeta betek neuze, ha kalz risklusoc'h.
E dibenn ar c'hantved ez erruas greanterezh ar bouedvirerezh hag a gemeras buan lec'h ar solerezh betek he c'has da get e-kerzh degadoù kentañ an XXvet kantved.
A-drugarez an daou zarvoud-se e c'hoarvezas resurrección – dasorc'hidigezh – greanterezh ar balumeta e Galiza.
XXvet kantved
kemmañE 1924 e voe addiazezet ar balumeta e Galiza, en un doare greantel ar wech-mañ. Div gompagnunezh em stalias er vro.
Unan anezho e voe Compañía Ballenera Española, bet krouet e 1914 gant arc'hant norvegat met aet war ar vicher pa voe echu ar Brezel-bed kentañ. E Strizh-mor Jibraltar e krogas da labourat e 1924, kent sevel ul labouradeg vrudet e Caneliñas, e parrez Ameixenda, e Cee (proviñs A Coruña).
An eil e voe Sociedad Anónima Corona, diazezet e Vigo ha kevredet gant ur gompagnunezh norvegat all. E miz Kerzu 1923 e voe aotreet da valumeta, hag e 1924 e krogas da labourat e Cangas do Morrazo gant al lestr-labouradeg Alfonso XIII hag a oa marilhet e Praia Barra e penn aber Aldán er Rías Baixas ; terket e oa al labouradeg war-neuñv-se evit ober war-dro al loened bet tapet gant ar bigi Corona I, Corona II, Corona III ha Corona IV.
En abeg d'an enkadenn degaset gant Brezel Spagn hag an Eil brezel-bed e paouezas greanterezh ar balumeta e Galiza.
Er bloavezhioù 1950 avat e krogas en-dro, pa oa Galiza al lec'h nemetañ e Spagn ma veze bev ar balumeta ; e 1945 e voe adsavet labouradeg Caneliñas gant ar gompagnunezh Industrias Balleneras (IBSA), hag e 1955 e voe krouet an embregerezh Balea C. B. gant IBSA, ar vreudeur Massó ha José Barreras Massó. E 1985 e oa oberiant c'hoazh labouradeg Balea C. B. bet staliet e Balea (Cangas) gant dafar dastumet e labouradeg kozh Benzú (Ceuta)
Teir labouradeg a oa d'ar c'hompagnunezhioù-se war an douar : Morás (Xove), Caneliñas (Cee) ha Balea (Cangas), a veze pourvezet gant pemp lestr-balumeta : Lobeira, Carrumeiro, Ibsa I hag Ibsa II (an daou a voe kaset d'ar strad gant danvez-tarzh dre walldaol e porzh Marín)[6],[7], hag Ibsa III.
Gopret druz e veze labourerien ar balumeta, p'o deveze un adc'hopr a 8 000 pesetas evit kement loen hemolc'het – ar pezh a oa moedus d'ar mare. Pep tamm eus ur balum pe ur c'hwezher bras (Physeter macrocephalus) a veze implijet, evel er pemoc'h, zoken ar bouzelloù evel teuzer er pretioù cheuc'h hag an eoul evel trelosk evit an trenioù hag evit lardañ mekanikerezh an hentoù-houarn.[8] Lod tud e kav dezho ez eo dibar kig ar balumed, blazet evel kig bevin.
E 1985 e voe serret labouradeg balumeta diwezhañ Galiza (ha Spagn war an dro), hini Caneliñas.[8]
A moratoria acordada significa unha vitoria importante para todos os grupos ecoloxistas de España e para cantos no mundo enteiro pensan que o home debe saber compartir o Planeta e explotar racionalmente os seus recursos porque as actividades da especie humana en ningún caso deben significar a extinción de ningunha outra especie viva.
« Ar goursez bet grataet zo un trec'h pouezus evit holl strolladoù ekologour Spagn hag evit ar re er bed hag e soñj dezho e rankfe mab-den gouzout rannañ ar blanedenn ha korvoiñ he danvez en un doare poellek rak arabat eo da oberiantizoù mab-den degas war nep digarez steuzidigezh ur spesad bev all. »– Penas Patiño, X. M. & Piñeiro Seage, A. (1989), op. cit.
Etre an ankounac'h hag an adunvanidigezh
kemmañAnkounac'h
kemmañDisterdra a chom e Galiza eus ar balumeta, petra bennak ma voe pouezus ha daoust d'an niver bihan a vloavezhioù hag a zo aet hebiou abaoe e steuzidigezh. A-boan un nebeud dismantroù eus labouradegoù ha kaeoù, hag a zo o vont da get tamm-ha-tamm, hag un nebeud binvioù liammet gant hemolc'h ha dispennañ al loened meur-se.
Da skouer, ar mirdi Massó e Bueu (proviñs Pontevedra) : eno e weler un dastumad dibar levrioù kozh, kartennoù, binvioù evit merdeiñ, dekredoù sinet gant Felipe II a-zivout reolennoù ar merdeiñ, lunelloù prizius eus listri-brezel ar XVIvet hag ar XVIIvet kantvedoù, reoù eus bigi Morrazo bet savet evit an ozhac'h-meur Massó Palau, livadurioù gant Urbano Lugrís González, Cosmographia Claudio Tolomeo bet skrivet e 1490, ur sal gouestlet da dudouriezh Bueu ma 'z eus dafar evit pesketa ha kranketa ha kement tra a denn da zoare bag Bueu (an dorna, anvet ivez dorna polbeira abalamour ma servije da dapout morgazhed), ur rann evit ar c'hilvizerezh bagoù ma weler benvegoù all bet implijet er vicher-se hag a zo o vont da get, ur rann all ma weler kement benveg bet arveret er micherioù a oa tro-dro d'ar pesketa evel ar c'halafetadur, ar fardañ rouedoù, ar mekanikoù kozh da virout ar pesked, eus ar voest betek ar voestad tikedennet... Eus al labouradeg balumeta a oa d'ar re Vassó e Cangas, ar gêr amezek, a-boan ma tiskouezer un nebeud binvioù da hemolc'hiñ ha dispennañ, en o zouez ur c'hanol-treantiñ hag un dibab treantoù evelato[9].
Gant gwir abeg e kav d'an istorour Valdés Hansen ez eo keuzius e vije lestr diwezhañ IBSA ur mirdi e Norvegia[10] ha neket e Galiza : eno, emezañ, « ez eo bet saveteet diouzh an disevel evit aspiaouañ, didamall ha skignañ » istor dibar ha pinvidik ur greanterezh hag a voe pouezus-bras war an tachennoù armerzhel ha kevredigezhel evit aodoù norzh Spagn. « Pec'hed eo didalvoudekaat ha gwallegañ ur vicher hag a zo en hengoun abaoe kantvedoù », eme an istorour glac'haret hag a zo mennet da ober evel e broioù all er bed : aspiaouañ glad greantel labouradegoù kozh Costa del Morte pe Vorrazo hag a zalc'h penn c'hoazh, gant poan, da red an amzer.
War-du ar peoc'h kevredigezhel
kemmañE 1985 e voe berzet ar balumeta e Galiza, p'edo IBSA en e varr ha pa groged da ezporzhiañ balumed da Japan. Kontrol d'ar pezh a c'hoarvezas gant peskerezhioù all skoet gant enkadennoù armerzhel ha gant krennadurioù en abeg d'an dreistkorvoadur, marv ar balumeta ne zeuas ket dre "steuzidigezh" ar balumed e ledenez ar Finisterre, hervez Valdés Hansen, hogen dre « un disentez politikel ». Evel e greanterezh al listri, ar valumetaerien c'halizat (ar re nemeto e Spagn) a rankas "paeañ" an enkerzh en Unaniezh Europa pa voe berzet kement pakadur dindan gwask an ekologourien ha pa droas an dastreiñ war-du hemolc'h ar beg-sabrenn (Xiphias gladius) da beurc'hwitadenn.
Ret eo avat kounaat ne oa ket diabeg ar "gwask ekologour" ha disentez ar gouarnamant, evel skrivet amañ uheloc'h. Bezet pe vezet, n'eo ket souezh e kendalc'h labourerien gozh al labouradegoù balumeta – hini Balea C. B. e Cee dreist-holl, hag a dizhas dispennañ 200 balum bep bloaz – da c'hortoz ma vo adaotreet ar balumeta, evel en amzer-hont ma oa dister an dilabour er vro : un diskoulm mat e vije d'an dilabour a vremañ.
Ar valum e sevenadur Galiza
kemmañArdamezouriezh
kemmañUr balum zo war skoed-ardamez A Laracha (proviñs A Coruña) : En glazur e dour en argant mogeriet en sabel ha sklêrijennet en gul war un dostalan geotet hag ur goumm argantet ; mordoant, ur balum en sabel ; bevennet en geot e ziv dañvouezenn en aour, ouzh dehoù ha kleiz ; ur gurunenn gloz ouzh skoed.
Lec'hanvadurezh
kemmañTri lec'h zo anvet Balea, "balum", war aodoùGaliza, hag o-zri e Rías Baixas :
- Balea, e parrez Darbo, e kumun Cangas, e Comarca do Morrazo.
- Balea, e parrez San Vicente do Grove, ekumun Grove, e comarca do Salnés.
- Balea Marítima, e parrez San Vicente do Grove, e kumun Grove, e comarca do Salnés.
Ouzhpenn, e parrez Baredo (Baiona) emañ al lec'hiennoù anvet Balea ha Punta Balea.
Balumed ha lennegezh
kemmañ- (gl) Anxos Sumai (2007) : Así nacen as baleas ("Evel-se e vez ganet ar balumed"), 2ª emb., Editorial Galaxia, 168 p. (ISBN 978-84-9865-022-8).
Levrlennadur
kemmañ- (gl) TOBÍO FERNÁNDEZ, Lois (1927) : Aportazón ó estudo da historia da pesca da balea nas costas da Galiza, en Arquivos do Seminario de Estudos Galegos I, 89-93.
- (gl) PENAS PATIÑO, X. M. & PIÑEIRO SEAGE, A. (1989) : Cetáceos, focas e tartarugas mariñas das costas ibéricas, Santiago, Xunta de Galicia, Consellería de Pesca, Dirección Xeral de Formación e Promoción Social Pesqueira (ISBN 978-8-4453-0072-5)
- (es) VALDÉS HANSEN, Felipe (2010) : Los balleneros en Galicia (siglos XIII al XX), A Coruña, Fundación Barrié de la Maza (ISBN 978-84-95892-78-2)
- (en) TÖNNESEN, J. N. & JOHNSEN A. O. (1982) : The history of modern Whaling. London: C. Hurst & Co. (ISBN 978-0-905838-23-6) ; Canberra: Australian National University Press (ISBN 978-0-7081-0749-2) ; Berleley: University of California Press (ISBN 978-0-520-03973-4)
- (en) SCHOKKENBROEK, Joost C. A. (2008) : Trying-out: An Anatomy of Dutch Whaling and Sealing in the Nineteenth Century, 1815-1885, Amsterdam, Aksant Academic Publishers (ISBN 978-9-0526-0283-7)
Liammaoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (en) The History of Whaling
- ↑ Op. cit. el levrlennadur.
- ↑ (en) PNAS
- ↑ 4,0 4,1 ha4,2 (es) Museo Provincial del Mar
- ↑ (gl) Real Academia Galega
- ↑ (en) El País, 29/04/1980
- ↑ (es) La Voz de Galicia, 23/05/2010
- ↑ 8,0 ha8,1 (es) La Voz de Galicia, 24/03/2012
- ↑ (es) Museo Massó
- ↑ (es) Faro de Vigo, 15/01/2012