C'hwec'h Merc'h Gwerc'h
C'hwec'h Merc'h Gwerc'h zo ur rimadell vrezhonek, dezhi meur a stumm, evel ma c'hoarvez aliezik.
Doareoù
kemmañDiouzh ar stummoù koshañ e c'haller krediñ e oa ur stumm berrik da gentañ, aet war hiraat goude.
En holl zoareoù kinniget amañ e ranker distagañ kreñv ar c'hensonennoù, diaesañ tra da c'hallegerien, a-hervez.
Doare Dumoulin
kemmañE 1800 e voe embannet e Praha Grammatica latino-celtica ar beleg kernevat Alan Dumoulin (Lañveog, 1748-1811), ul levr yezhadur e latin. Er bajenn 2, e-kreiz ar skrid latin, e lenner ar frazenn :
- C'huec'h plac'h guerc'h var c'huec'h marc'h guen.[1].
Doareoù Jabadan hag Ar Berr
kemmañDaou stumm heñvel, war-bouez ar skritur, zo bet embannet e 1882 ha 1911.
Doare Jabadan
kemmañWar Le Courrier du Finistère, 25 a viz Du 1882, p. 3-d : C'huec'h merc'h gwerc'h var c'huec'h sac'h kerc'h ![2], sinet Jabadan (ur vi-koukoug, e-lec'h Jabadao).
Doare Leon ar Berr
kemmañWar Ar Bobl, 2 a viz Kerzu 1911, p. 2-c : C'houec'h merc'h gwerc'h war c'houec'h sac'h kerc'h[3]
War Ar Bobl, 28 a viz Kerzu 1912, p. 2-d : C'houec'h merc'h gwerc'h war c'houec'h sac'h kerc'h war c'houec'h marc'h kalloc'h war an erc'h o vont d'ar marc'hallac'h.[4], kentañ meneg eus ar ger kalloc'h.
Kartenn-bost
kemmañHiroc'h eo ar stumm skrivet war ur gartenn-bost treset gant J. Pohier, e kentañ kard an XXvet kantved, ma lenner :
- C’houec’h merc’h gwerc’h, war c’houec’h sac’h kerc’h, war c’houec’h marc’h kalloc’h, war an erc’h, o vont d’ar marc’hallac’h.[5]
Anv ebet eus menec'h avat.
Doare Priel
kemmañUn doare all a gaver el levr Va Buhez e Rusia, e 1955, ha setu ar bourd-mañ da lavaras Jarl Priel :
- C'hwec'h plac'h gwerc'h
- gant c'hwec'h sac'h kerc'h
- war varc'h war erc'h
- hag ur bern menec'h war o lerc'h[6].
Diwar-gement-se e komprener e oa anavezet ar rimadell e Bro-Dreger, ha gwelet evel ur bourd. Ar c'hentañ meneg eus menec'h e oa.
Doare Heliaz
kemmañUr stumm all zo bet kinniget gant Per-Jakez Heliaz e Marh al lorh, e 1986[7].
- C'hweh merh gwerh
- war c'hweh marh kalloh
- ha c'hweh manah war o lerh.
Diwar-gement-se e komprener e oa anavezet ar rimadell er Vro-Vigoudenn. Met anavezet e oa skrid Priel gantañ ivez moarvat.
Dre vras eo aet ar stumm skrivet war hiraat gant an amzer.
Evezhiadennoù
kemmañ- Da gentañ e kaved ar ger plac'h, ha goude merc'h atav, war-bouez e doare Priel.
- Da gentañ e veze implijet an anv-gwan gwenn, goude an anv-gwan all gwerc'h. Er rimadell n'eus kemmadur ebet nag en eil nag en egile.
- Kaoz zo eus sac'h kerc'h, ha n'eo ket eus sac'had.
Doareoù kelennet hiriv
kemmañSetu unan eus an doareoù all a zo kelennet hiriv, ha skignet e-touez kelennerien, adaozet diwar hini Heliaz, pa dennont dezhañ :
- C'hwec'h merc'h gwerc'h
- war c'hwec'h sac'had kerc'h
- war c'hwec'h marc'h kalloc'h
- ha c'hwec'h manac'h war o lerc'h.
Gant pedergwerzenn anezhañ eo aes a-walc'h da implij er skolioù.
Un doare hiroc'h zo bet savet ivez :
- C'hwec'h merc'h gwerc'h
- war c'hwec'h sac'had kerc'h
- war c'hwec'h marc'h kalloc'h
- 'vont d'ar marc'had da Venac'h
- ha war o lerc'h 'oa c'hwec'h manac'h .
Hag unan all, ar stumm hirañ betek-henn :
- C'hwec'h merc'h gwerc'h
- war c'hwec'h marc'h gwenn,
- leun a c'hwen o-c'hwec'h
- gant c'hwec'h sac'had kerc'h
- 'vont d'ar marc'hallac'h da Venac'h
- ha c'hwec'h manac'h digalc'h war o lerc'h.
Berroc'h met diaesoc'h :
- C'hwec'h merc'h gwerc'h
- war c'hwec'h marc'h kalloc'h
- o redek war-lerc'h c'hwec'h manac'h kabac'h
- etre c'hwec'h eur ha c'hwec'h eur hanter
- d'ur merc'hervezh c'hwec'h a viz C'hwevrer.
Doareoù all
kemmañUn nebeudig doareoù all zo bet savet diwar ar memes patrom .
Seizh
kemmañ- Seizh merc'h reizh
- war seizh sac'had heiz
- war seizh marc'h kalloc'h
- ha seizh manac'h en o saeoù seiz.(Daveoù a vank)
Pemp
kemmañ- Pemp plac'h estren
- war pemp sac'had brenn
- war pemp marc'h krenn
- ha pemp manac'h diarc'hen war an drein.(Daveoù a vank)
Pladennoù
kemmañEnrollet eo bet doare Per-Jakez Heliaz (adkempennet un tammig) gant al laz naonedat Tri Bleiz Die en o fladenn Dalc’homp mat ![8].
Notennoù
kemmañ- ↑ Grammatica latino-celtica, p. 2
- ↑ Le Courrier du Finistère, miz Du 1882
- ↑ Ar Bobl, miz Kerzu 1911
- ↑ Ar Bobl, miz Kerzu 1912
- ↑ Carolis
- ↑ Jarl Priel :Va Buhez e Rusia, Al Liamm, 1955, pp. 58-59.
- ↑ Pêr-Jakez Heliaz : Marh al lorh, Plon, 1986, p. 71.
- ↑ Kanet gant Tri Bleiz Die.