Daskirierien

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Isurzhad : Ruminantia
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Un daskirier (ger all : taskaneer) a zo unan eus al loened a goazh ar boued en div bazenn, da gentañ en ul lonkañ anezhañ don dres ha goude ur frapad amzer en ur dilonkañ an danvez hanter koazhet evit e chaokat, ar pezh a vez anvet an daskiriadur.

E touezh an daskirierien e kaver :

En urzhiad an artiodaktiled emaint p'o deus un niver par a vizied gant ivinoù.

Koazhadur an daskirierien

kemmañ
 
Sistem koazhañ un daskirier (buoc'h).
m. korzen-voued, v. rumen ou bigof, n. rouedenn , b. omasum pe levrioù, l. abomasum ou torig-toaz, t. penn ar bouzelloù.

E peder lodenn e vez rannet stomog an daskirierien : ar bigof (rumen), ar rouedenn (reticulum), al levrioù (omasum) hag an torig-toaz (abomasum). En div gavenn gentañ en em rann ar boued etre al liñvennoù hag an danvezioù fetis. Ar re-se a vez kaset d'ar genou en-dro dre ar gorzenn-voued. Mesket gant an halo ha friket ar fibrennoù e teu da vezañ dourennek hag e ya endro er bigof hag er rouedenn e-lec'h ma vez koazhet kelluloz ar fibrennoù gant mikroboù ken ez eont gant ar pektin hag ar sukroù da goiñ dindan oberezh an trenkennoù

Ar pezh a zo bet koazhet,goude 24 pe 48 eur, a ya d'al levrioù e-lec'h un tamm eus an danvez a vez kaset e kas ar gwad. En torig-toaz e vez koazhet ar peurrest evel ma vez graet e stomogoù an unstomoged evel ar moc'h. Goude-se e vez kaset an traoù d'ar vouzellenn vihan.

Koulskoude, ar glukoz produet dre goazhañ ar c'helluloz er bigof hag el levrioù a vez implijet gant ar mikroboù. P'o deus ezhomm an daskirierien eus ar glukoz evit mont-en-dro o empenn hag evit laezh ar parezed, e teu ar glukoz eus koazhañ ar propionat en avu, p'emañ ar propionat unan eus an trenkennoù produet er bigof.

Relijion

kemmañ

Er relijion yuzev, ne vez ket aotreet d'ar feizidi debriñ an nann-daskirierien e-touez al loened war zouar. Sellet ouzh Kachrout.

Implijoù all

kemmañ

Dre skeudennadur e vez implijet ar verb daskiriañ gant ar ster "prederiañ don war un dra bennak". Taskagnat(ur deveradenn da washañ eus taskaneal) a c'hell bezañ prederiañ hag ivez chipotal war draoù munut en ur glask tabutal gant ar re all.

Diouzh an implijoù e reer gant an den daskirier pe taskagner.

Pennad kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
Sellit ouzh ar ger Daskirier er
wikeriadur, ar geriadur frank.
  • (fr) fao.org Lec'hienn Aozadur boued ha labour-douar ar Broadoù-Unanet.