Dilestradeg Normandi

(Adkaset eus Devezh D)

Dilestradeg Normandi a vez graet eus an oberiadurioù dilestrañ hag eus an oberadurioù aerdouget kaset da benn gant armeoù ar Gevredidi d'ar 6 a viz Even 1944 e-pad aloubadeg Normandi en Oberiadur Overlord e-doug an Eil Brezel-bed. An "Oberiadenn Neptune" eo an anv-kod a oa bet roet d’an dilestradeg. Graet e vez an D-Day (Deiz D) eus an deiz-se alies. An dilestradeg vrasañ eo en istor Mab-Den, an oberiadur brezel 'se a voe penn kentañ dieubidigezh an tiriadoù kornôgat e dalc'h an Trede Reich abaoe 1940.

Dilestradeg Normandi
Tamm eus Oberiadur Overlord
Talbenn ar C'hornôg

Tres dilestradeg Normandi
Deiziad 6 a viz Even 1944
Lec'h Bro-C'hall
Normandi
Disoc'h Trec'h ar Gevredidi[1]
Emgannerien
Trede Reich Stadoù-Unanet Amerika[2]

Rouantelezh-Unanet[3]
Kanada[4]
Bro-C'hall[5]
Aostralia[6]
Tchekoslovakia[7]
Polonia[8]
Belgia[9]
Izelvroioù[10]
Norvegia[11]
Zeland-Nevez[12]
Bro-C'hres[13]

Pennoù-brezel
Gerd von Rundstedt

Erwin Rommel
Hugo Sperrle
Karl Dönitz
Leo Geyr
von Schweppenburg

Friedrich Dollmann
Hans von Salmuth
Wilhelm Falley  

Bernard Montgomery

Miles Dempsey
Trafford Leigh-Mallory
Bertram Ramsay
Arthur Tedder
Dwight D. Eisenhower
Omar Bradley

Niver a emgannerien
Vvet Arme panzer

er su da gCaen

7vet Arme
Omaha :

Utah Beach :

Gold, Juno, and Sword

Kentañ arme

Omaha Beach:
Vvet Korf

Utah Beach:
VIIvet Korf

Gold Beach
XXXvet Korf

Juno Beach

Sword Beach
I Korf

Kolloù
4000–9000 den kollet[14] 10 000+ den kollet ;
4414 den lazhet[15]

185 tank Sherman M4


156 000 soudard eus ar Gevredidi a dagas an Normandi. A-dal dezhe e oa 50 350 soudard Alaman. Chomet e oa bet kuzh lec’hioù dilestrañ ar flodad ha tachennoù douarañ an harzlammerien evit tapout berr an nerzhioù difenn alaman betek devezh an dilestrañ. Ouzhpenn bezañ nebeutoc’h, an digempouez e-keñver an armoù etre an Alamanted hag ar Gevredidi a lakaas ar re gentañ da goll. 10000 soudard eus ar Gevredidi a varvas hag etre 4000 ha 9000 diouzh kostez an Trede Reich. Ar Rezistañs a stourmas ouzh an Alamanted o tistruj peulioù pellgomz (Plan Violet), linennoù-tren (Plan Vert), hentoù (Plan Tortue deuet da vezañ Bibendum) ha linennoù-tredan (Iplan Bleu) evit sikour ar Gevredidi[16]. Ne zeuas ket ar Gevredidi a-benn da dizhout o falioù en un doare aes met a-benn fin an devezh e oant trec’h dija. Un trec’h diaes met bras e voe evit ar Gevredidi. Adalek an deiz-se e oa taget nerzhioù an Trede Reich dre ar C’hornôg koulz dre ar Reter (URSS).

Istor an oberiadur brezel

kemmañ

Etre ar 27 a viz Mae hag ar 4 a viz Even 1940, e-tro 338 000 soudard eus ar British Expeditionary Force (BEF) hag eus an arme c'hall a oa stanket en arvorioù Bro-C'hall a dec'has eus Dukark. Goude ma oa tarzhet ar brezel etre an Trede Reich hag an URSS, e miz Even 1941, penn ar Soviediz, Joseph Stalin, a c'houlennas diouzhtu ma vefe digoret un eil talbenn e kornôg Europa. E fin miz Mae 1942 an URSS ha Stadoù Unanet Amerika a embannas ur gemennadenn: "... full understanding was reached with regard to the urgent tasks of creating a second front in Europe in 1942." En desped d'ar gemennadenn Kentañ maodiern ar Rouantelezh Unanet, Winston Churchill, a gendrec'has prezidant ar Stadoù-Unanet, Franklin D. Roosevelt, da zaleañ an aloubadeg prometet, rak memes gant harp an Amerikaned, ar Gevredidi ne oant ket prest evit un hevelep oberiadur.

Dibab al lec'h

kemmañ

Divizet e oa dilestrañ adalek ar bloavezh 1943. Er mizioù a-raok an aloubadeg, ar Gevredidi a savas un oberiadur touellañ, dezhañ da bal lakaat an Alamanted da grediñ e vefe aozet an dilestradeg e-kostez an Nord-Pas-de-Calais.Oberiadur Bodyguard e oa e anv. Tankoù ha kirri-nij faos a voe savet ha lakaet e lec'hioù a lakafe an Alamanted da vezañ touellet gant palioù ha nerzhioù gwir an dilestradeg.

Diouzh kostez an Alamanted e ouied e oa un dilestradeg da zont met ne ouied ket na peur, na peseurt nerzhioù a vefe na dreist-holl e pelec'h e vefe. Adolf Hitler a lakaas e penn an difenn ar Feldmarschall Erwin Rommel gant an urzh da sevel difennoù kreñv. Sabatuet e voe Rommel pa voe graet gantañ tro an traezhennoù. Reiñ a reas urzhioù sklaer evit adsevel a-grenn an difennoù gwelet gantañ evel dister pe null. Savet e vo neuze ar pezh a vezo anvet Moger ar Meurvor Atlantel.

An traezhennoù dilestrañ

kemmañ

C'hoarvezout a reas an dilestradeg war aodoù Normandi etre reter ar C'hotentin betek Saint-Aubin-sur-Mer. Rannet e voe an aod e lec'hioù dilestrañ roet pep a anv kod dezho :

 
Kartenn dilestradeg ar Re Unanet.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Ford & Zaloga 2009, p. 342.
  2. Ford & Zaloga 2009, p. 25.
  3. Ford & Zaloga 2009, p. 25.
  4. Ford & Zaloga 2009, p. 25.
  5. Beevor 2009, p. 82.
  6. Beevor 2009, p. 76.
  7. Beevor 2009, p. 492.
  8. Beevor 2009, p. 82.
  9. Beevor 2009, p. 99.
  10. Beevor 2009, p. 99.
  11. Beevor 2009, p. 82.
  12. Ford & Zaloga 2009, p. 25.
  13. Garner, 2019.
  14. Ford & Zaloga 2009, p. 335.
  15. Istimadenn orin an niver a dud kollet diouzh tu ar Gevredidi a oa 10 000, en o zouez 2500 den lazhet. Enklaskoù renet gant an National D-Day Memorial o deus kavet 4414 den lazhet, en o zouez 2499 Amerikan ha 1915 eus broadoù all. Whitmarsh 2009, p. 87.
  16. (fr) La Résistance en action war al lec'hienn Chemins de Mémoire savet gant Ministrerezh an Armeoù gall (lennet d'an 08/08/2024)