Diellevr abati Redon zo un dastumad kartaoù a ya eus fin an VIIIvet kantved betek an XIIvet kantved hag a zo a-bouez-bras evit Istor Breizh. Miret eo diellevr Redon e Diellaoueg istorel eskopti Roazhon hag adembannet eo bet div wezh, e 1863 hag e 1998-2004 (sellet ouzh al levrlennadur).

Pajenn eus diellevr Redon (Karta 378 ar 15 a viz Genver 895 a veneg Keuric, Aotrou Marzhan).

Un dastumad aktaoù perc'henniezh

kemmañ

Kavout a reer el levr-se eilennoù gwiriet eus titloù perc'henniezh Abati Sant-Salver Redon war he font. Diazezet e oa bet ar manati e Redon (e departamant Il-ha-Gwilun hiziv) e 832 gant Konwoion dindan gwarez Nevenoe, Roue Breizh. Kroget e oad gant ar gwiriekadur en eil hanterenn an XIvet kantved, dindan an abad Aumod (1062-†1083)[1],[2]. Daou eus an eilskriverien o deus skrivet o anv : Judikael ha Gwegon[3].

En diellevr ez eus 391 akta e latin, war 147 parchenn, dezhe 375 mm uhelder ha 275 led[4]. Skrivet eo an anvioù e henvrezhoneg, re an testoù niverus a gaver e traoñ pep akta peurgetket.

Tennañ a ra ar c'hartaoù d'an domanioù pe d'an douaroù un tamm e pep lec'h e Breizh. Un niver bras anezhe a denn da vadoù a zo bodet e traoñienn ar Gwilun, e reter ar Morbihan a hiziv hag e kornôg al Liger-Atlantel a vremañ.

Talvoudegezh istorel

kemmañ

An teul-mañ zo ur vammenn a ditouroù a-bouez-bras evit anavezout istor Breizh er Grennamzer, er Grennamzer uhelañ peurgetket, hag ivez he zoponimiezh hag an anvioù-familh eus ar vro. Ar meneger savet gant ar yezhoniour Bernard Tanguy a vod 2100 anv den hag 800 anv-lec'h, hep kontañ an adstummoù[2].

  • Ur skouer anv gwaz meneget en diellevr : an anv brezelour kavet e meur a akta dindan ar stummoù maenchi, maengi pe menki a vod ar gerioù brezhonek maen ha ki, da lâret eo "kalet evel maen ha kannus evel ur c'hi". Klotañ a ra an anv-mañ gant an anv-familh a vremañ Menguy, Le Menguy[5].
  • Ur skouer anv-lec'h : anv kumun Ploermael (Morbihan) zo skrivet en ur garta eus 864 dindan ar stumm Plebs Arthmael[6], da lâret eo "parrez" (Plou en henvrezhoneg) an den anvet Arth-Mael, un anv savet diwar ar gerioù brezhonek arth "arzh" (arouez ar brezelour) ha Mael "penn, priñs"[7].

Diellevr bihan Redon

kemmañ

Un teul all a vez anvet a-wezhioù "Diellevr bihan Redon". N'eus ennañ nemet teir follenn diwar ar 14 a oa c'hoazh e 1840. Dastumet e oa bet en eil hanterenn an XIIvet kantved. Miret zo unan eus ar follennoù e maerdi Redon, hag an div all e Levraoueg Vroadel Bro-C'hall[8].

Mammennoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. À propos des cartulaires, l'exemple du cartulaire de Redon, Louis Goulpeau
  2. 2,0 ha2,1 Ouest-France, Cartulaire de l'Abbaye de Redon
  3. Hubert Guillotel, André Chédeville et Bernard Tanguy, Cartulaire de l'abbaye Saint-Sauveur de Redon - levrenn I ; Roazhon, emb. Association des Amis des Archives historiques du diocèse de Rennes Dol et Saint-Malo, 1998, p. 15
  4. Hubert Guillotel, Cartulaires bretons médiévaux, in Les cartulaires. Actes de la table ronde organisée par l'École nationale des chartes ; P., École des chartes et Genève, Droz, 1993, p. 336
  5. Jean-Marie Ploneis, L'identité bretonne : l'origine des noms de personnes, ed. du Félin, Paris, 1996, p. 67.
  6. Jean-Pierre Brunterc'h, Hubert Guillotel, Bernard Tanguy et al., Cartulaire de l'abbaye Saint-Sauveur de Redon - tome II ; Rennes, ed. Association des Amis des Archives historiques du diocèse de Rennes, Dol et Saint-Malo, 2004, p. 106
  7. Ploneis, op. cit., p. 71 ha Hervé Abalain, Noms de lieux bretons, ed. Gisserot, Paris, 2000, p. 92.
  8. Hubert Guillotel, Cartulaires bretons médiévaux, in Les cartulaires. Actes de la table ronde organisée par l'École nationale des chartes ; P., École des chartes et Genève, Droz, 1993, p. 336-337

Levrlennadur

kemmañ

Embannadurioù

kemmañ
  • Aurélien de Courson, Cartulaire de l'abbaye de Redon en Bretagne ; P., Imprimerie impériale (Collection de documents inédits sur l'Histoire de France ; 1ère série : Histoire politique), 1863
  • Hubert Guillotel, André Chédeville et Bernard Tanguy, Cartulaire de l'abbaye Saint-Sauveur de Redon - tome I ; Rennes, ed. Association des Amis des Archives historiques du diocèse de Rennes Dol et Saint-Malo, 1998.
  • Jean-Pierre Brunterc'h, Hubert Guillotel, Bernard Tanguy et al., Cartulaire de l'abbaye Saint-Sauveur de Redon - tome II ; Rennes, ed. Association des Amis des Archives historiques du diocèse de Rennes, Dol et Saint-Malo, 2004 (Studioù war rann gollet an diellevr, war an eil diellevr, war ar pennletrennoù ha war al livioù implijet, heuliet gant ur meneger hollek).

Studioù

kemmañ
  • Arthur de La Borderie, La chronologie du Cartulaire de Redon ; Rennes, Oberthur, 1901
  • Pêr Flatrès, Les anciennes structures rurales de Bretagne d'après le cartulaire de Redon. Le paysage rural et son évolution, École nationale des Chartes (Positions des thèses, t. 41, 1971).
  • Bernard Tanguy, Les noms de lieux dans le cartulaire de Landévennec, Landévennec et le monachisme breton dans le Haut-Moyen Âge, in Actes du colloque du XVème centenaire de l’abbaye de Landévennec, Landevenneh, 1985, p. 153
  • Hubert Guillotel, Les cartulaires de l’abbaye de Redon, in la Mémoires de la Société d'histoire et d'archéologie de Bretagne, t. LXIII, 1986, pp 27–48.
  • Hubert Guillotel, Cartulaires bretons médiévaux, in Les cartulaires. Actes de la table ronde organisée par l'École nationale des chartes ; P., École des chartes et Genève, Droz, 1993, pp. 325–341.
  • Bernard Tanguy, Le cartulaire de Redon : un témoignage médiéval sur le paysage, in Kreiz n° 11 (Brest, Crbc), 1998, pp. 21–31.
  • Marie Hodicq, L'abbaye Saint-Sauveur de Redon au XIe et XIIe siècles : les raisons d'un cartulaire, Mestroniezh Istor (dindan renerezh Joëlle Quaghebeur), Skol-veur Breizh-Su, an Oriant, 2001.

Liammoù diavaez

kemmañ