Europa an Norzh
(Adkaset eus Europa an Hanternoz)
Graet e vez Europa an Norzh eus lodenn norzh kevandir Europa. En ur ster strizh e lakaer e-barzh Skandinavia hag ar broioù balt. Aozadur ar Broadoù Unanet, evit e godadur stategel, a laka e-barzh ivez ar Rouantelezh-Unanet hag Iwerzhon, evit abegoù geopolitikel e lakaer e-barzh ivez Jerzenez ha Gwernenez. Dre vras, en ur ster douaroniel, e lakaer e-barzh ivez ar broioù a zo en-dro da Vor an Hanternoz ha d’ar Mor Baltel. Evit a sell ar sevenadur hag ar yezhoù e klot gant ul lodenn eus tachennad ar yezhoù germanek, ar yezhoù baltek, hag ar yezhoù finnek-ougrek. Evit ar relijion ez eo ar brotestantiezh a gaver dreist-holl, gant kalzik a gatoliked (Iwerzhon, Lituania).
Ar broioù
kemmañEnt-strizh
kemmañ- Ar broioù skandinavek
- Ar broioù balt
- An inizi predenek
Ent-ledan
kemmañ- Alamagn (an Norzh)
- Belgia
- Izelvroioù
- Polonia (an Norzh)
- Rusia (Oblast Kaliningrad)