Frezenn
Ur frezenn zo ur seurt kolier danvez a veze en-dro da c'houzoug gwazed ha maouezed an noblañs er XVIvet kantved. Dantelezhet e veze alies.
Dont a ra ar ger eus an anv gallek fraise, hogen n'eo ket eus ar frouezh, ar sivi, met eus anv bouzellenn al leue.
Ar frezenn er XVIvet kantved
kemmañOrin
kemmañDa gentañ e oa plegoù bihan ouzh bord, pe erien, kolier ar rochedoù ha hivizoù . Er bloavezhioù 1530 e savas ar c'holier da c'holeiñ ar bruched hag ar gouzoug.
-
1 - war-dro 1525.
-
2 - war-dro 1555.
- Dont a ra ar frezenn eus ar plegoù a veze graet da vord ar rochedoù ha hivizhoù. Munud eus ur poltred eus Frañsez Iañ gant Jean Clouet (Mirdi al Louvre).
- Poltred ar rouanez Caterina de' Medici. Bord hiviz ar rouanez a dap betek dindan he groñj, met n'eo ket ur frezenn da vat c'hoazh rak n'eo ket ingal ar godronoù (war-dro 1555).
Er bloavezhioù 1560 eo e teuas ar frezenn war wel. Aozet e oa gant godronoù ingal, ha distag e oa eus ar roched. Uhelaat a ra adalek ar gerc'henn ha ledanaat. An darn vrasañ eus ar maouezed a laka ar frezenn war ur c'holierig.
-
1 - war-dro 1557
-
2 - 1559
-
8 -war-dro 1560
-
4 - war-dro 1562
-
5 - 1566
-
6 - war-dro 1565
-
7 - war-dro1565
|
|
Giz ar frezenn a vo goapaet e-pad ur charivari e foar Saint Germain e miz C'hwevrer 1579 : studierien a zibuno er straed, gwisket gant pikoloù frezennoù paper gwenn, hag o huchal : À la fraise on reconnaît le veau ! ("Diouzh ar frezenn ec'h anavezer al leue !")[1].
-
1 - war-dro 1570
-
2- war-dro 1570
-
3 - 1572
-
4- 1572
-
5 - war-dro 1574
-
6 - war-dro 1575
-
7- 1576
-
8- 1575
|
|
Er bloavezhioù 1580
kemmañEr bloavezhioù 1580 ne voe ket nemeur a gemmoù er frezenn.
-
1585
-
1586
-
~1588
-
1588
- Walter Raleigh, poltredet gant Nicholas Hilliard
- Henry Unton, gant ur poltredour dianav.
- Poltred un den yaouank gant Nicholas Hilliard
- Herri, Dug Guise.
E deroù ar XVIIvet kantved
kemmañKenderc'hel a ra giz ar frezenn, hag uhel mat-eo.
-
1
-
2
-
3
-
4
-
5
- Poltred Felipe III, Roue Spagn.
- Poltred Ambrosio Spinola
- Poltred Maria Anna Aostria, Impalaerez santel, gant Diego Velázquez
- Poltred Isabel de Bourbon, Rouanez Spagn, ha Rouanez Portugal .
- Soudard spagnol war-dro 1620.
En Izelvroioù e vo douget ar frezenn betek kreiz ar XVIIvet kantved.
-
1
-
2
-
3
-
4
-
5
-
6
-
7
-
8
-
9
-
10
-
11
|
|
-
Maria Anna Bavaria (1574-1616) . Poltred gant Joseph Heintz an Henañ
-
Johannes Kepler, e 1610. Dianav eo anv al livour.
-
Friedrich V (1596–1632), Dilenner Pfalz.
-
Ar roue Loeiz XIII, e 1617, gant Daniel Dumonstier
En XVIIIvet kantved ha goude
kemmañ-
Poltred ar pastor Bernhard Klefeker, gant Friedrich Carl Gröger (1766-1831).
-
Poltred Girolamo Buonaparte (1784-1860).
-
Werner von Melle, bourkmestr Hamburg (1905)
-
Sofie Petersen, eskobez eus Groenland, e 2006.
-
Kolisted saoz.
Notennoù
kemmañ- ↑ Almanach des Français, traditions et variations 1994, p. 107