Fulgence Bienvenüe

Fulgence Marie Auguste Bienvenüe a oa un ijinour hag a oa enseller en Hentoù ha Pontoù Bro-C'hall. Gantañ e oa bet savet metro Pariz a-gevret gant Edmond Huet. Ganet e oa bet en Uzel (Aodoù-an-Arvor) d'ar 27 a viz Genver 1852. Mont a reas da Anaon d'an 3 a viz Eost 1936 e Pariz.

Fulgence Bienvenüe

E familh kemmañ

Mab e oa da Fulgence Frédéric Bienvenüe ha da Marie Louise Michelle Nouet. Bidoc'hig un tiegezh a drizek bugel an hini e oa.

Noter e oa e dad. Un den desket e oa ha kas a rae e amzer vak o studiañ an istor hag an henoniezh, hag eñ sot gant monumantoù kozh ar c'horn-bro peurgetket. Sur a-walc'h en doa bet an tad ul levezon bouezus war studioù heverk e vab diwezhañ o kas dezhañ e dech evit an oberourien c'hresian ha latin. E dad-kozh, reizhaouer, gwiraour, skrivagner, skriddaelour en doa kaset un oberenn a bouez da benn ; kannad e voe e Kambr an Dileuridi e 1815. E genderv Edouard Bienvenüe (1901-1980) a oa bet noter e Mayenne adalek 1934 betek 1965 ha kuzulier ar gêr-mañ etre 1940 ha 1958.

Kar e oa e familh d'ar marichal Foch ivez, hemañ diwezhañ bet dimezet da Julie Bienvenüe, keniterv-gompez da Fulgence, d'ar 5 a viz Du 1883 en iliz Sant-Mikael Sant-Brieg.

Hentad kemmañ

D'e 10 vloaz e oa aet d'ar skolaj e Valognes (50). Goude oa bet e Lise Sant-Varzhin Roazhon m'en doa tapet ur vachelouriezh war ar brederouriezh d'e 15 vloaz. Levezonet e oa bet gant Blaise Pascal ha René Descartes e-pad pell. Aet e oa war e studi el lise jezuist Santez Jenovefa e Pariz evit mont da ijinour. Aet e oa bet e vamm da Anaon e 1868. Goude bezañ c'hwitet war ar genstrivadeg degemer d'an École polytechnique e 1869 e oa bet degemeret enni e 1870 a-barzh fin ar gont.

Abalamour d’ar brezel ha da zarvoudoù Kumun Pariz da c’houde e oa bet aozet an distro-skol e miz Genver e Bourdel. Ar jeneral Riffault a rene ar Skol en doa kaset kuit ar skolidi d’o zi war-bouez un tregont bennak : chomet e oant e kerz Adolphe Thiers evit kas kemennadennoù peurgetket. Emañ Fulgence Bienvene en o zouez ; d’ar 24 a viz Mae 1871 e oa bet gwallgaset gant kevredidi ha laket e-barzh ur strollad ostajoù dieubet gant Georges Clemenceau a-benn ar fin.

Distro d’ar Skol e teuas Bienvenüe da vezañ mignon da Ferdinand Foch (dimeziñ a raio da nizez Fulgence diwar neuze) ha Joseph Joffre. Ranket da navet en École polytechnique e oa bet degemeret e Skol Vroadel an Hentoù ha Pontoù e miz Du 1872. Tro en doa bet da reiñ kentelioù war ar jedoniezh da Charles de Foucauld a-raok bezañ anvet da Ijinour an Hentoù ha Pontoù d’ar 26 a viz Here 1875. Mont a reas e dad da Anaon d’ar bloaz-mañ.

Fellout a rae dezhañ distreiñ da Vreizh met dre ma oa deraouad e oa bet anvet e servij Hentoù ha Pontoù an Orne en Alençon da gentañ-penn. Eno e oa bet e karg eus 197 kilometrad a hentoù broadel hag ur rouedad stêrioù 1400 kilometrad hed. Ober a rae war-dro merañ ar pesketaerezh ha servij a ziawel an amzer ivez. Kroget e oa bet da wellaat deservij an tiriad-se oc’h ober gant an hent-houarn, da gentañ o sevel al linenn Felger - Vire. Bet kaset ar gefridi-mañ da benn gantañ kenkoulz ha hini al linenn etre Alençon ha Domfront e oa bet kinniget evit kaout al Lejion a enor kerkent ha 1879.

Da c’houde en doa labouret war al linenn Pré-en-Pail - Mayenne, ken diaes da sevel abalamour d’ar c’horn-vro digompez. Skoazellet-mat e oa bet gant donedigezh teir c’havadenn : an dinamit, an tarzher hag an doullerez-skeiñ.

D’ar 25 a viz C'hwevrer 1881 e oa bet gloazet p’edo o labourat war ul linenn bennak : ret e oa bet e zivrec’hiañ. D’an 2 a viz Meurzh 1881 e oa aet da varc'heg eus urzh al Lejion a enor.

Pariz kemmañ

Ar metro kemmañ

O kemer skouer diwar studioù Jean-Baptiste Berlier en doa sevenet gant Edmond Huet, e 1895, raktres ur rouedad hent-houarn meurgêr evit Kêr-Bariz, hent strizh ha stlej tredan o dibaboù.

Kroget e oa bet gant ar c'hentañ raktres e 1851, bet adkemeret e 1871, hag adlaket war ar stern e 1877 ha 1883. C'hoant en doa ar c'huzul-kêr e vije eus ur servij lec'hel azasaet ouzh ezhommoù kêriz : betek 1894 e oa aet a-benn da gompagnunezhioù hent-houarn bras a felle dezho e vije astennet o linennoù ha netra ken all, harpet ma vezent gant ar Stad. Padal e tiskoueze splann aozadur Diskouezadeg Hollvedel 1900 e oa tremen poent mont buanoc'h gant ar raktres-mañ.

E dibenn ar bloavezh 1895 e oa bet aotreet Kêr-Bariz dre lizher ministrel da sevel un deservij en abeg d'al lazioù hollek. Kinniget e oa bet gant Bienvenüe ur raktres da vat bet degemeret gant ar c'huzul-kêr d'an 9 a viz Gouere 1897, ha d'an 30 a viz Meurzh 1898 e oa bet embannet ul lezenn a laz foran.

Kroget e oa bet gant al labourioù d'ar 4 a viz Here da heul evit bezañ prest a-raok Diskouezadeg Hollvedel 1900. E 1899 e oa bet disammet Fulgence Bienvenüe eus e gargoù all evit en em ouestlañ d'an tamm labour-mañ hepken. Digoret e oa bet kentañ linenn metro Pariz (Dor Vincennes - Dor Maillot) gantañ d'an 19 a viz Gouere 1900. Ar memes bloaz e oa bet roet dezhañ ar rez a ofiser en urzh broadel al Lejion a enor.

En ur ober pemp bloaz e oa bet peurechuet 42 gilometrad linennoù 2 ha 3 metro Pariz. Bet degemeret savadur al linenn 4 e 1903 e veze ret tremen dindan ar Saena evit kas he zresad da benn : un dae eus ar re ziaesañ daoust bezañ bet sevenet gant berzh dindan an Tavoez e Londrez. Kroget e oa bet gant al labourioù e 1904 ha laket al linenn nevez e servij d'an 9 a viz Genver 1910.

D'an 28 a viz Ebrel 1909 ez eureudas Fulgence Bienvenüe gant Jeanne Loret. Er memes bloavezh e oa bet deroet priz meur Berger Akademiezh ar skiantoù dezhañ. Adalek 1911 e oa bet anvet Bienvenüe da rener Servij an Hentoù, ar Goulaouiñ hag an Naetaat foran, kement-se ouzhpenn e gargoù all hag e-pad dek vloaz.

Evitañ da vezañ war an oad (62 vloaz e oa pa darzhas ar Brezel-bed kentañ) e oa bet selaouet ouzh e c'hoant da vezañ mobilizet d'an 3 a viz Eost 1914, evel koronal an Ijinerezh evit kemer perzh e kempenn difenn kreñv Pariz. Ur wech pellaet ar gourdrouz a vrezel en doa prefed ar Saena kevraouet dalc'h chanteroù ar metro, dindan renerezh Bienvenüe bepred. Disoudardet e oa bet d'ar 26 a viz Eost 1914. Adalek 1917 e oa bet fiziet e Bienvenüe renerezh servij Porzh emren Pariz ivez. Krouet e oa bet porzh Gennevilliers, terket kanol Sant-Denez ha ledanaet kanol an Ourcq da heul.

E 1924, Kêr-Bariz he doa deroet he Medalenn Veur aour dezhañ. Dekred ar 26 a viz Genver 1929 a roas dezhañ ar rez a Groaz vras en urzh broadel al Lejion a enor, bet enoret ha gopret eta en abeg d'ar servijoù rentet kent. O toujañ ouzh ar boaz en doa dibabet ur paeron : ar marichal Foch hag a yeas da Anaon un nebeud sizhunvezhioù diwezhatoc'h.

Chomet e oa Fulgence Bienvenüe Ijinour Kuzulier ar Gêr betek e leve, d'ar 6 a viz Kerzu 1932, d'e bevar-ugent vloaz. Er bloavezh war-lerc'h en doa kuzul Pariz divizet reiñ e anv d'an arsav metro ha da blasenn ar Maine.

Un deiz goude Louis Blériot, Fulgence Bienvenüe a oa aet da Anaon er gêrbenn d'an 3 a viz Eost 1936. Douaret e oa bet d'ar 7 a viz Eost er vered Père-Lachaise (rann 82) ankouaet gant an holl. E 1987 e oa bet embannet un timbr e koun dezhañ.

Kenderc'hel a ra metro Pariz da vont en-dro : 16 linenn, 301 arsav, kement-mañ war-hed 215 km...