Gouel Maria ar Gouloù
Gouel Maria ar Gouloù, Gouel ar Mabig Jezuz, Gouel Maria C'hwevrer,ar chandelour a reer eus ur gouel katolik en enor da Jezuz Krist ha d'ar Werc'hez Vari hag a vez lidet d'an 2 a viz C'hwevrer.
Testamant Nevez
kemmañE-touez ar Yuzevien, hervez al Lezenn, ar gwragez a lake ur c'hrouadur er bed a chome ur pennad hep mont eus o zi, ha d'an 40vet devezh e tleent mont d'an templ ha lakaat etre daouarn ar beleg div durzhunell pe un oan, da ginnig e prof d'an Aotrou Doue[1].
Aozet eo ar gouel kristen da enoriñ an deiz ma'z eas an Tiegezh santel da Jeruzalem da ginnig ar Mabig Jezuz d'an templ, hervez ma'z eo meneget en Aviel sant Lukaz (Luk 2,2). Ar C'hozhiad Simeon a anavez Jezuz evel ar Mesiaz, ar gouloù e-kreiz noz-du restad Israel bet chomet feal da bromesaoù an Testamant Kozh. Diwar neuze e c'helle mervel hervezañ.
Bremañ o Mestr e c'hellit lezel ho servijer,
Hervez ho c'hoant da vervel e peoc'h,
rak gwelet o deus va daoulagad ho Silvidigezh,
an Hini a zeu da salviñ e Bobl.
Gouloù da sklêrijennañ ar broadoù,ee
eeha Klod evit e Bobl Israel
Lidoù
kemmañKantik Simeon a vez kanet e-pad pedenn diwezhañ an noz a-raok mont da gousket er c'homplidoù a zo diazezet war ginnig ar Mabig Jezuz en Templ.
Prederiet e vez war ar c'hinnig-mañ gant ar Misterioù Joaius.