Hit parade
Hit parade (['hɪt pɘ'reɪd]) zo ur ger saoznek[1] savet er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1930 evit ober anv eus ur rollad tonioù pe kanaouennoù, renket en urzh hervez ar re a vez prenet pe selaouet ar muiañ d'ur c'houlz resis bennak. Degemeret eo bet ar ger en un toullad yezhoù all (alamaneg, galleg, tchekeg hag all) er bloavezhioù 1960, hag adalek ar galleg er brezhoneg ivez.
Istor
kemmañBrudet eo bet an droienn da gentañ gant abadennoù skingomz ha skinwel evel Your Hit Parade a badas eus 1935 da 1955 er Stadoù-Unanet, pe c'hoazh Billboard, ar gelaouenn etrebroadel gouestlet d'ar sonerezh, a savas e miz Genver 1936 he music hit parade kentañ.
Berzh a reas an droienn hag adkemeret e voe e meur a yezh dre ar bed. Diouzh ar c'hiz e oa an droienn e galleg er bloavezhioù 1960 ha 1970. Bremañ pa vez lavaret (record) chart kentoc'h e saozneg e vez graet ivez gant troiennoù saoznek all a bep seurt e galleg, evel Top (Top 10, 40, 50...), un doienn hag a voe degemeret e meur a yezh all, en o zouez an Top 50 e galleg.
Arabat eo kemmeskañ an anv hit parade, diazezet war ar gwerzhioù, gant ar renkamantoù a bep seurt a vez graet gant ar chadennoù skingomz, pe gant kelaouennoù pe lec'hiennoù a bep seurt, diazezet war o selaouerien pe o lennerien, ha n'eo ket war ar gwerzhioù ken.
E galleg ez eo bet brudet an anv gant Radio Luxembourg gant hec'h abadenn skingomz Hit-Parade RTL a voe skignet adalek 1962 betek 1989.
Anvet e voe Minimax adalek miz Du 1966 betek miz Mae 1968 kent distreiñ da Hit Parade ; un ehan a voe etre 1970 ha 1972 ; e miz Gouhere 1972 e voe skignet a-nevez, betek 1981. Adskignet e voe betek 1989 dre ar skingomz.
Er skinwel e voe an Hit parade ivez adalek an 10 a viz Gwengolo 1975 betek miz Mezheven 1983.
Renkamantoù er bed
kemmañ
|
|
Levrlennadur
kemmañ- Battistini, Pete : American Top 40 with Casey Kasem: The 1970s, AuthorHouse, 2005 (ISBN 1-4184-1070-5)
- Durkee, Rob : American Top 40: The Countdown of the Century, New York: Schriner Books, 1999 (ISBN 978-0-02-864895-8)