Joseph Duchauchix
Joseph Duchauchix, ganet d’ar 24 a viz Here 1882 e Lanreunan ha marvet d’ar 24 a viz Meurzh 1957 e Saint-Pierre-de-Curtille (Savoie), a oa ur skrivagner brezhonek ha gallek hag ul lean beneadat. Unan eus diazerien Strollad Broadelour Breiz e voe. Savet en doa barzhonegoù ha pennadoù brezhonek pe gallek sinet Ar Meneziad pe Ronan a Germene pe Ronan Kermene[1] . Degemeret e voe e Goursez Breizh e 1913 gant an anv-barzh Ar Meneziad.
Buhez
kemmañPeogwir e oa bet ganet ha desavet e Lanreunan, e-kreiz ar Mene, e talc’has da lakaat anv e bastell-vro e pep hini eus e anvioù-pluenn a implije evit e oberennoù brezhonek en ur skrivañ gant ur brezhoneg flour desket ha mestroniet mat gantañ. Ken abred ha 1904 e skrivas ul lizher d’ar gazetenn L’Éclaireur dinannais[2] evit embann e kave mat dispartiañ Breizh diouzh Bro-C'hall evit sevel ur vro dizalc’h. Nebeut amzer goude e voe dilennet e kuzul-kêr Lanreunan hag ez eas da eilmaer.
Just goude bezañ anvet da sekretour Unvaniez Arvor, nevez krouet e miz Here 1911, e lakaas e anv e Strollad Broadelour Breiz, hag e voe rediet da zilezel ar garg. Miz goude ez eas war ar renk evit mont da senedour Aodoù an Norzh evel broadelour breizhat. Kemer a reas perzh en emvod diazez ar strolladig gant c’hwec’h den all, Kamilh ar Merser a Erm, Émile Masson ha Louis Napoléon Le Roux, en o zouez, hag anvet e voe da sekretour ivez, o vezañ ma voe lakaet e di da chomlec’h ar strollad. Skrivañ a reas pennadoù evit Breiz Dishual, kelaouenn ar strollad, hag ne badas ket an aozadur nevez pelloc’h eget disklêriadur ar Brezel-bed kentañ.
E derou ar brezel e voe kaset d’an talbenn hag e voe gloazet e vrec’h dehou dezhañ e-kerz Emgann ar stêr Marne. E 1921 e tivizas mont da vamac’h beneadat, ha, goude ar studioù relijiel e voe urzhiet da vezañ beleg e 1926. En abatioù Kerbenead, Bolbec ha Hautecombe ez eas da ren e vuhez manac’h, met, e voe anvet da berson ar barrez Saint-Martin-de-Bavel (Ain) e-pad an Eil brezel-bed.
Ma troc’has gant ar stourm politikel breizhat, evel ma tere ouzh un den a relijion, ne baouezas ket biken kaout liammoù a-bell gant an oberennoù katolik breizhat (Feiz ha Breiz’’, Bleun-Brug), Goursez Breizh ha kelaouennoù brezhonek hag e kavas tro da gemer perzh e adsavadur Abati Sant-Gwenole Landevenneg, e 1947. Ouzhpenn-se ec’h embannas studiadennoù denoniel e gallek (‘’Annales de Bretagne’’, 1935) hag e kenlabouras gant un istorour lec’hel evit sevel un pikol levr war ar gêr ma oa lec’hiet e abati, hini Bolbec.
Barzh ha skrivagner brezhonek
kemmañGounit a reas e 1910 ar priz barzhoniezh aozet gant Le Nouvelliste de Bretagne hag e lakaas embann daou deskad barzhonegoù gallek, La fête des fleurs de bruyère (1911) ha Le combat des Trente (1912). Degemeret evel barzh e voe, lesanvet Ar Meneziad’’, e-touez Goursez Breizh dalc’het en Henbont, e 1913. E 1918 e teuas da vezañ gouest da lakaat embann barzhonegoù brezhonek hag e vez gwelet evel unan eus ar re varrekañ. Unan anezho, « Pa vin maro » (« marv » hervez reizhskrivadur 1941), savet e 1913, a dapas un tamm brud, pa voe embannet e Barzhaz Al Liamm e 1953, ha diwar-se adtapet ha lakaet un ton dezhañ gant Glenmor ha kanet alies gantañ.
Skrivañ a reas Lukian Raoul : « Evitañ da vezañ Breizh-Uhelad e teskas hor yezh kement ha bezañ barrek da skrivañ pennadoù pouezus ha barzhonegoù awenet-brav ».
Embannadennoù
kemmañ- Levrioù
- La fête des fleurs de bruyère (1911)
- Le combat des Trente (1912)
- Enlinenn Poètes bretons contemporains : Camille Le Mercier d'Erm, étude biographique et critique… Roazhon, Édition de La Bretagne Artistique et Littéraire, 1914.
- Ar Meneziad, La voix des landiers = Mañneieu hur Bro, kentskrid gant Kamilh ar Merser a Erm, Roazhon, Plihon & Hommay, 1918, 99 p.
- L'ancienne paroisse de Merdrignac, Sant-Brieg, Imprimerie Saint-Guillaume, 1918.
- Le château de la Hardouinaie, Sant-Brieg, Imprimerie Saint-Guillaume, 1919.
- Asambles gant Pierre Dardel, Histoire de Bolbec des origines à la Révolution. 1, Ses prieurés, ses luttes religieuses, ses seigneurs, sa manufacture, Le commerce et l’industrie à Bolbec avant 1789. 2, Rouan, 1933, 263 p. 1939, 165 p.
- Folklore : le mariage dans la région de Merdrignac, Roazhon, Plihon, 1935, 88 p. kevrolennoù. Tennet eus Annales de Bretagne, Levrenn XLII, 1935.
- La Bretagne vue par… (Auguste Bergot, Jac Pohier, Paulette Delamaire, Jean Petibon, Anne Selle, Jules Braud, Edmond Coarer-Kalondan, C. Bauguion, Marie Droüart, Annie Portgamp, Pierre Omnès, Henensal, M. P. Le Guennec, Henry Bister, Paul Viny, André Guillemot, Georges Tattevin, Yann Oulc'hen, Joseph Coquelin, Job de Roincé, Jean Choleau, Roazhon, Imprimerie Commerciale du Nouvelliste, 1944.
- L'Église abbatiale d’Hautecombe. Les Pleureuses’’, Lyon, 1950, 38 p.
- Seurez Kerwenan = La bonne-sœur des Avettes, troidigezh gant Marsel Klerg, 1962, 29 p.
- Barzhonegoù ha pennadoù
- « Pa vin maro ». E-barzh '’Kroaz ar Vretoned, niv. 24, 1913. Barzhoneg brudet.
- « Perak ema er blei laer deved ? ». Dihunamb, niv. 99, 1913.
- « Anken ». E-barzh Kroaz ar Vretoned, niv. 142, 1913.
- « Danevell varzus Sant Brendan », asambles gant Yann-Vari Gwilhoù. E-barzh Gwalarn, niv. 18, 1929 ha niv. 22, 1930.
- « Poliserien ha bugale ». E-barzh Stivelloù Brec’hellean, niv. 15, 1949.
- « Kirri dre dan evit an holl ». E-barzh Stivelloù Brec’hellean, niv. 17, 1949.
- « Penaos e varvas an Ao. Schmitt evit savetei martoloded el lestr ». E-barzh Bleun-Brug’’, niv. 69, 1954.
- « Ar manac’h a valee dre e gousk ». E-barzh Bleun-Brug’’, niv. 86, 1955.
- « Ar Menez Gwenn trec’het ». E-barzh Al Liamm, niv. 122, Mae-Mezheven 1967, p. p. 238-246. Pennad dalif reizhet gant Al Liamm’'.
- « War skaoñ al lez-varn ». E-barzh Al Liamm, niv. 123, Gouere-Eost, 1967. Dalif.
Levrlennadurezh
kemmañ- Lucien Raoul Un siècle de journalisme breton, Ar Gelveneg, Le Signor, 1982. p. 636.
- Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien, Embannadurioù Al Liamm, 1992. (ISBN 2736800346)
- Philippe Le Stum, Le néo-druidisme en Bretagne..., Éditions Ouest-France, 1998, p. 190. (ISBN 2737322812)
- Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton, Yoran embanner, 2013. Pennad : Duchauchix, Joseph. (ISBN 9782916579597)
- Georges Cadiou, Emsav : Dictionnaire critique, historique et biographique, Coop Breizh, 2013. Pennad : Duchauchix, Joseph. (ISBN 9782843465741)
Pennadoù nes
kemmañEnrolladennoù
kemmañ- Glenmor, Quatre Chansons en Breton (O Langonned, Pa vin maro, Kan bale Nevenoe), pladenn 45 tro, Sked, 1967.
- Pa vin maro, e-touez eizh kanaouenn er bladenn Glenmor Vingt ans d'abord gant Clarisse Lavanant, anezho kanaouennoù bet enrollet gant Glenmor er bloavezhioù 1960 ha 1970, 2016.