Karl V an Impalaeriezh Santel
|
Karl V, pe Charlez Pemp (e brezhoneg; e galleg: Charles Quint), anavezet ivez evel Karl Aostria pe Karl Habsburg, hag evel Carlos Primero e spagnoleg, a oa ganet d'ar 25 a viz C'hwevrer 1500 e Gent, en Izelvroioù, ha marvet d'an 21 a viz Gwengolo 1558 e manati Yuste e Spagn, a voe roue Spagn hag Amerika spagnol, roue Sikilia , hag ar c'hentañ roue a unvanas rouantelezhioù Kastilha, Aragon ha Navarra, hag ivez dug Brabant evel Charlez II Brabant (1515-1558), Impalaer santel (1519-1555) evel Karl V. Breur e oa da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel a renas evel impalaer war e lerc'h.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh santel roman german |
Anv e yezh-vamm an den | Charles de Habsbourg |
Anv-bihan | Karl, Carlos, Carles, Carlos, Charles |
Deiziad ganedigezh | 24 C'hwe 1500 |
Lec'h ganedigezh | Gent |
Deiziad ar marv | 21 Gwe 1558 |
Lec'h ar marv | Yuste |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | malaria |
Lec'h douaridigezh | Royal Crypt of the Royal Monastery of San Lorenzo de El Escorial |
Tad | Fulup Iañ Kastilha |
Mamm | Janed Kastilha |
Pried | Izabel Portugal |
Kompagnun(ez) | Johanna Maria van der Gheynst, Barbara Blomberg |
Familh | Spanish House of Habsburg, Tiegezh Habsburg |
Paeron pe maeron | Margaret of York, Marc'harid Aostria |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg, galleg, alamaneg, italianeg, latin |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | monark |
Karg | monarch of the Crown of Aragon, Roue Kastilha ha León, Impalaer roman germanek, Lord of the Netherlands, king of Sardinia |
Deroù ar prantad labour | 1515 |
Dibenn ar prantad labour | 1558 |
Relijion | Iliz katolik roman |
Perzhiad e | Dieta Worms |
Darvoud-alc'hwez | coronation of the Holy Roman Emperor |
Deskrivet dre | Portrait of Charles V with a Dog, Portrait of the Emperor Charles V, Portrait of Charles V., Emperor Charles V, Holy Roman Emperor and King of Spain (1500-1558) |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Goude marv e dad Fulup Iañ Kastilha e renas Karl war an Izelvroioù Bourgognat hag a oa unnek dugelezh ha kontelezh enno.
E 1516 e teuas da vout Roue Spagn (Roue Kastilha, Léon hag Aragón evit bout resis) dindan an anv a g-Carlo IV (1516-1558). E 1519 e heritas Arc'hdugelezh Aostria ha evel Roue Roman-ha-German e voe dilennet, ha kurunet e voe en Iliz-veur Aaachen gant arc'heskob Kologn Hermann V Wied. E 1530 e voe kurunet Impaeler Roman-ha-German ( gant ar Pab Klemañs VII. Eñ a voe an eil ha diwezhañ Habsburg kurunet gant ar pab.
Karl a zalc'has (evel an impalaer Masimilian en e raok) gant ar mennozh ag un unpenniezh europat, gant aotroniezh war ar rouaned. Gwelet a rae outañ e-gunan evel unvaner Europa a-enep tostadur an impalaeriezh otoman renet gant Suleiman I ha difenour an iliz katolik. Meur a vrezel a reas a-enep ar roue gall Frañsez Iañ (Brezelioù Italia), daoust ma ne zeuas ket a-benn gwanaat Frañs hag a oa kevreet gant an otomaned.
Pa oa an impalaer o prezeliñ en Italia e strewas an disivoud protestant en Alamagn. E tu ar gatoliked e oa kentoc'h, mes ret e oa dezhañ asantiñ al luskad nevez a-benn dercʼhel ar peoc'h, en ur sinañ Feur-emglev Passau (1552).
E 1556 e treuzkasas e c'halloud etre e vab henañ Fulup II, a heritas douaroù Spagn ha Bourgogn, hag e vreur yaouankoc'h Ferdinant Iañ, roue Aotria a-c'houde 1521, hag a gemeras titl an Impalaer. Aze e rannas tiegezh Habsburg etre an hini spagnolat (Casa de Austria) hag an hini aostrian (Haus Habsburg-Österreich). Mont a reas d'an Anaon e 1558 en e balez e-tal manati Yuste e Spagn.
Buhez
kemmañMab e oa da Fulup, dug Bourgogn, ha da Janed Kastilha.
Yaouankiz
kemmañBetek 1517 e voe savet en Izelvroioù Bourgogn, ha skoliet gant Guillaume de Croÿ, aotrou Chièvres, ha goude gant Adrian VI, hag e voereb an arc'hdugez Marc'harid Aostria .
E 1506,pa varvas e dad Fulup Iañ Kastilha, e voe legadet dezhañ Izelvroioù Bourgogn, ha Franche-Comté.
En 1516, pa varvas e dad-kozh a-berzh e vamm Fernando II Aragon, e teuas da vout roue Kastilha, war un dro gant e vamm Juana de Castilla (lesanvet Janed ar Follez), hag e teuas dezhañ ivez rouantelezh Aragon, Navarra Uhel, Proviñs Granada, Naplez, Sikilia, Sardinia, Inizi Balearez, Malta, hag an holl zouaroù a oa da Spagn en Amerika.
En 1519, pa varvas e dad-kozh Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel, e tegouezhas dezhañ douaroù Habsbourged Aostria ha dilennet e voe da Impalaer Santel Roman German, goude keveziñ gant Frañsez Iañ (Bro-C'hall).
Carlos Iañ ar Spagnoù
kemmañKarl, pe Carlos e Spagn, a voe lakaet kurunenn Kastilha war e benn e Cortes Valladolid en 1518. Hogen divizoù a voe lakaet:
- Deskiñ kastilhaneg: desket e oa bet e galleg;
- Difennet outañ reiñ kargoù d'an estrenien ;
- Difennet kas e-maez ar vro metaloù prizius deuet eus an Amerikaoù;
- Kemer preder gant doujañs ouzh e vamm, Janed Kastilha, a oa bac'het e Tordesillas.
Gant kurunidigezh Carlos e krogas renerezh an Tiegezh Habsburg e Spagn : padout a ray betek 1700 pa zegouezhas an Tiegezh Bourbon er vro. En 1518 e voe roet dezhañ kurunenn Aragon e Zaragoza. Eñ eo ar roue kentañ a unvanas an div gurunenn.
Bec'h en doa Carlos avat en e rouantelezh nevez en deroù. Entre 1520 ha 1521 e voe un emsavadeg en Kastilha ma nac'he an dud gwelout ur rejant flamank Adrien d'Utrecht o tont gant e lez Flamanked. Trec'het e voe an emsavadeg, kaset gant Juan de Padilla en emgann Villalar. Carlos avat a blegas da gas ar Flamanked kuit, betek Adrien d'Utrecht a lakaas envel da bab diwezhatoc'h, ha reiñ a reas gouarnamant Kastilha da dud eus ar vro.
- Gwelout : Brezel Kumuniezhioù Kastilha
Entre 1519 ha 1523 e rankas Carlos talañ ouzh un emsavadeg e Bro Valencia, ar Germanías, diwar anv ar bagadoù soudarded lec'hel, a oa bet aotreet sevel gant Fernando II Aragon evit sourm ouzh ar Varbaresked.
Amerika
kemmañKarl V an Impalaeriezh Santel
kemmañ
Tiegezh
kemmañDimezioù ha bugale
kemmañD'an 11 a viz Meurzh 1526 e timezas Carlos Iañ er Reales Alcázares de Sevilla d' geniterv Isabel de Portugal, merc'h-vihan d'ar Rouaned Katolik ha c'hoar da João III, roue Portugal, a oa dimezet bloaz a-raok, en 1525, da c'hoar Carlos Iañ, Catalina de Austria. Diganti he doe ar vugale-mañ:
- Felipe II (1527 – 1598), roue Spagn war-lerc'h e dad.
- Maria Aostria ( 1528 – 1603), a zimezas en 1548 d'he c'henderv kompez, a voe imalaer evel Masimilian II, ha pemzek bugel o doe.
- Fernando (1530).
- Janed Aostria (1535 – 1573), dimezet en 1552 da João Portugal (1537-1554), Priñs Portugal.
- Juan (1537 – 1538);
- Juan ( 1539), ma varvas Isabel goude genel.
Besterd
kemmañDanvez
kemmañ- (es) Ar pennad es:Carlos I de España er wikipedia spagnek.