Kig-ha-farz
Ar c'hig-ha-farz[1] zo ur meuz breizhat hag a vez debret e Bro-Leon dreist-holl, met a gaver muioc'h-mui e Breizh a-bezh.
Ennañ ez eus meur a seurt kig, kig-bevin ha kig-moc'h poazhet en dour gant legumaj (kaol, karotez, pour, irvin, ognon,...) ha gant fars-sac'h.
Ar fars-sac'h zo fars, pe toaz graet gant laezh, vioù ha bleud gwinizh (farz gwenn) pe bleud gwinizh-du (farz du), ha poazhet en ur sac'h-fars. Servijet e vez troc'het a jelkennoù, pe bruzunet, asambles gant ar c'hig hag al legumaj.
Gant ar c'hig-ha-farz e vezer boaz da ginnig « lipig », chaous graet gant chalotez troc'het a dammoù bihan ha poazhet e-barzh an amann.
Gwechall e oa ar meuz-se boued pennañ al labourerien-douar e Bro-Leon (hep kalz a gig alies). Meur a rekipe disheñvelik zo da ober kig-ha-farz, hervez an terouer.
Levrlennadur
kemmañ- Kig-ha-farz ha bouedoù all a-wechall e Bro-Leon, Dastumadeg Dastum Bro-Leon niv. 3, 2013.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 736b; Geriadur Al Liamm, 2014, p. 458a.; TermOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg); bet skrivet kig ha fars a-raok, pe e geriadurioù dibeurunvan : Geriadur ar brezhoneg a-vremañ gant Frañsez Favereau, 1992, pajenn 406. Fars eo a zo skrivet e Geriadur Vallée, Geriadur Hemon-Huon.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |