Konan II (dug Breizh)
Konan II (dug Breizh) | |
Dug Breizh | |
Ren | 1040—1066 |
---|---|
A-raok | Alan III rejañs gant Eozen Pentevr betek 1047 |
Goude | Hoel II gant Hawiz Breizh |
Kont Roazhon | |
Ren | 1040—1066 |
A-raok | Alan III |
Buhez | |
Ganet | 1033-1034 Roazhon, Breizh |
Marvet | 11 a viz Kerzu 1066 Château-Gontier, Kontelezh Anjev |
Bez | Abati Sant Melaine, Roazhon, Breizh |
Tiegezh | Roazhon |
Tad | Alan III, dug Breizh |
Mamm | Berta |
Relijion | Katolik |
Konan II, dug Breizh, a oa ganet e Roazhon er bloaz 1030, hag a voe dug eus 1040 betek e varv en 1066.
Darn eus roueed ha Duged Breizh o doa komprenet e vije aesoc'h da Vreizh mirout he frankiz ma vije kresket un tamm mat etrezek ar sav-heol. O fal oa eta gounit douar, da vihanañ betek ar stêr Vezven, da lavarout eo betek kêrioù Laval hag Añje. Konan II a voe unan eus ar re-se.
Ne oa nemet tri miz pa varvas Alan III e dad. E vamm, Berta, a renas da gentañ en e lec'h. Met Eozen Pentevr, e eontr, breur Alan, a gemeras ar bugel. Menoz Eozen oa, hep mar, bezañ dug e-unan. Eneberezh tud uhel all, dreist-holl Jafrez kont Roazhon, a viras outañ da gaout e c'hoant. Konan a voe kurunennet e 1048, pa ne oa nemet 8 vloaz. Ne renas e gwirionez nemet pa voe deuet d'an oad a 15 vloaz echu. Kerkent e rankas ober brezel da Eozen. Hemañ a voe trec'het e 1057. Neuze e voe ret ober brezel da Jafrez, mab Eozen. E 1062 hepken e voe graet ar peoc'h. Neuze e c'hoarvezas un dra iskis a-walc'h. Gwilherm, dug Normandi, a felle dezhañ bezañ ivez mestr Breizh. Konan, dug Breizh, a felle dezhañ bezañ ivez mestr Normandi. Pa voe gourc'hemennet da Gonan gant Gwilherm dont da douiñ sentidigezh outañ, Konan a roas urzh da Wilherm reiñ dezhañ Bro-Normandi, ha mont kuit da gemer Bro-Saoz ma karje: edo Gwilherm oc'h aozañ an dilestradeg e Bro-Saoz. Ha Konan da gerzhout diouzhtu betek Dol, a oa dalc'het gant Riwallon, mignon da Wilherm. Gwilherm a zeuas da sikour Riwallon. Konan a gilas. Gwilherm, o krediñ en doa bet aon razañ, a zistroas d'e vro. Ha Konan da zont adarre, da gemer Dol, ha da gas e arme dirak Kastell-Gontier.
Marv Konan
kemmañHervez ar brud, Gwilherm a gargas un trubard da lakaat kontamm e korn-chase, brid-marc'h ha manegoù Konan[1]. Mervel a reas an dug d'an 11 a viz Kerzu 1066.[2].
Diaes-tre eo krediñ an istorioù-se, ken niverus, a dud kontammet. N'eus forzh penaos, ne vo anavezet ar wirionez biken. Pezh a zo, Konan a oa yaouank-flamm pa varvas. Er bloaz-se, Gwilherm a zouaras e Bro-Saoz hag a drec'has ar Saozon en Hastings. An huñvre gaer, sevel ur Stad vreizhek bras ha galloudus, a voe diskaret, ha diwar neuze ne voe spi ebet evit Breizh nemet klask tennañ he mad diouzh an tabutoù etre Bro-Saoz ha Bro-C'hall.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ [Howarth, 1066: The Year of Conquest]
- ↑ Brittany Genealogy extracted Feb 1, 2008
Levrlennadur
kemmañ- Abbé Angot, Baronnie de Château-Gontier, 1915 [1]
- André Chédeville & Noël-Yves Tonnerre La Bretagne féodale XIe-XIIIe siècle. Ouest-France Université Rennes (1987) (ISBN 2727200122).
- Arthur de La Borderie Histoire de Bretagne: Tome troisième Le règne du duc Conan II pages 14-23. Réédition Joseph Floch Imprimeur Éditeur à Mayenne (1975).
En e raok: Alan III |
Dug Breizh 1040 – 1066 |
War e lerc'h: Hoel II |