Mícheál Ó Coileáin


Mícheál Seán Ó Coileáin (saozneg: Michael John ("Mick") Collins) a oa bet ganet d'ar 16 a viz Here 1890 ha marvet d'an 22 a viz Eost 1922. Lesanvet e oa The Big Fellow ("ar paotr bras" met komprenet e vez ivez er ger "fellow" un den ezel eus ur vegenn bennak). Emsaver, penn-stourmer iwerzhonat, rener ar servijoù-kuzh evit an IRA, ministr arc'hantaouiñ evit Republik Iwerzhon, ha penn-komandant arme vroadel Iwerzhon. Lazhet e voe d'an 22 a viz Eost 1922 e-pad Brezel diabarzh Iwerzhon. Lavaret eo bet fraezh gant holl strolladoù politikel ar vro en doa labouret forzhig Collins evit krouidigezh ar stad iwerzhonat hag an dizalc'houriezh. Outañ e vez sellet evel unan eus tadoù pennañ savidigezh Iwerzhon hiriv an deiz hag evel unan eus tudennoù pouezusañ en istor ar vro.

Mícheál Ó Coileáin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Republik Iwerzhonat Kemmañ
LealdedStad Dieub Iwerzhon Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMícheál Seán Ó Coileáin, Michael John Collins Kemmañ
Anv-bihanMichael, John, Micheál Kemmañ
Anv-familhCollins Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Her 1890 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCloich na Coillte Kemmañ
Deiziad ar marv22 Eos 1922 Kemmañ
Lec'h ar marvBandon Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvKilled in action Kemmañ
Lec'h douaridigezhGlasnevin Cemetery Kemmañ
Kompagnun(ez)Kitty Kiernan Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Place of detentionHM Prison Birmingham Kemmañ
Micherpolitiker, ofiser, den Stad Kemmañ
Bet war ar studi eKing’s College Londrez, The Dickson Poon School of Law Kemmañ
Lec'h labourDulenn Kemmañ
Strollad politikelSinn Féin Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1918 United Kingdom general election Kemmañ
Grad milourelpennkomandant Kemmañ
BrezelEmsavadeg Pask, brezel dizalc'hidigezh Iwerzhon, Brezel diabarzh Iwerzhon Kemmañ
Ezel eusIrish Republican Brotherhood Kemmañ
Mícheál Ó Coileáin e 1921

Yaouankiz

kemmañ

Ganet e oa bet Michael John Collins e Woodfield, e-kichen Clonakilty, e Kontelezh Cork e 1890. Kontet e vez gant un toullad istorourien e oa bet ganet Collins d'ar 16 a viz Here, hogen war e vez eo skrivet e oa kentoc'h d'an 12. Dont a rae deus ur familh a noblañsed kozh e Bro-Iwerzhon. E-pad ar Grennamzer e oa an tiegezh "Muintir Uí Choileáin" aotronez Uí Chonaill e-kichen Limerick. Hogen evel kalzig a noblañsed all, e oant bet diberc'hennet hag e oant deuet da vezañ labourerien-douar evel ar re all. Koulskoude e dibenn an xixvet kantved e teuas a-benn ar familh Coileáin/Collins da vevañ en un doare aesoc'h eget darn vrasañ ar beizanted all, gant o ziegezh a 118 devezh-arat. Trede mab an tiegezh e oa Michael Collins hag an diwezhañ hini diwar an eizh bugel. Ezel e oa bet e dad,er gevredigezh vroadelour : Fenians, hemañ a varvas pa ne oa Michael nemet c'hwec'h vloaz.

Ur bugel speredek ha prim-kenañ oa deus Michael. E-kreiz ar mennozhioù broadelour e oa bet desavet : gant e dad ha gant e vestr-skol, Denis Lyons, ezel eus an Irish Republican Brotherhood. Alies ez ae ivez da welet ur gov eus ar vro, James Santry, hag a gonte dezhañ istorioù ha mojennoù kozh Bro-Iwerzhon a lezas ur roud don en e spered, gouez dezhañ e-unan. An endro sevenadurel-se a laoskas e spered ar paotr yaouank roudoù diziverkus. Goude marv e dad, e lakaas e vamm e anv e kentelioù evit prientiñ arnodennoù da vezañ degemeret e servijoù ar post saoz. Dont a reas a-benn da dapout an arnodenn-se hag evel kalzig a dud eus tolead Clonakilty, e yeas da vevañ da Londrez e-ser e c'hoar. Ne oa nemet pemzek vloaz d'ar c'houlz-se. Dek vloaz a dremenas e kêr-benn an impalaeriezh saoz. Da gentañ e labouras e servijoù arc'hantouriezh ar Post, met cheñch patron a reas meur a wech da c'houde. D'ar mare ma oa implijiad e Post Londrez, e teskas e-leizh a draoù ha gant-se ar skiant-prenet ha rastelet a servijas dezhañ diwezhatoc'h pa voe atebek evit an arc'hantaouiñ e gouarnamant Iwerzhon. Buan-kenañ ez eas e darempred gant kevredigezhioù Iwerzhoniz, evel ar Gaelic Athletic Association, e lec'h ma teuas da vezañ un atlet ampart ha gourener deus ar c'hentañ, ma n'eo ket ar gwellañ hini eus ar c'helc'hiad. Bep noz eta ez ae d'ar Gaelic League, lec'h ma teske a-zevri iwerzhoneg, ma bake kentelioù diwar-benn lennegezh hag istor e vro. E 1909, paeronet gant Sam Maguire, ur republikan protestant eus Dunmanway, e teuas da vezañ ezel eus an I.R.B. Touiñ a reas e stourmje divrall a-enep gwaskerezh ar Saozon en Iwerzhon (diwezhatoc'h e voe unan eus e izili pouezusañ). Met e 1914 e tarzhas ar c'hentañ brezel bed. Divizout a reas an I.R.B. ober e vad eus diaezamantoù Bro-Saoz evit dieubiñ Iwerzhon diouzh ar Saozon. Michael Collins, a oa o labourat evit un embregerezh amerikan, a roas e zilez e 1916 pa glevas e veze prientet taolioù en Iwerzhon hag e Bro-Saoz.

Emsavadeg Pask

kemmañ

Disklêriadur Republik Bro-Iwerzhon e pad Emsavadeg Pask e 1916.

Kregiñ a reas Mikael O Coileáin da dapout brud e-kerz Emsavadeg Pask, 1916. Un aozer hag ur merour deus ar c'hentañ oa anezhañ, hag ur strategour lemm ha speredek-kenañ, doujet-kenañ gant izili all an IRB, ken ma oa bet fiziet ennañ kiriegezh, kuzulier war an arc'hantouriezh gant ar c'hont Plunkett. Diwezhatoc'h e teuas da vout eil-a-gamp Joseph Plunkett, unan eus pennoù aozañ an emsavadeg.

Da vare Lun Fask, pa grogas an emgann e kêr Dulenn, en em gannas Ó Coileáin skoaz-ouzh-skoaz gant Padraig Pearse ha reoù all en ti-post. Evel ma oa bet empennet gant kalzig a dud e teuas da vout an emsavadeg « un dizeur milourel »(??). Tridal a reas kalzig a dud o vezañ ma oa bet eus « UN emsavadeg » abalamour ma nije gellet chom er stad « raktres », er c'hartoñsoù, hag an holl da vont d'ar gêr, hep reveulzi ebet, evel ma c'hoarvez alies diouzh boaz... E-mesk o c'hredennoù, e soñjent dezho e yafe en-dro meizad "aberzh ar gwad" (merzherien an Easter Rising o dije awenet aberzhioù all evit Iwerzhon da heul). Koulskoude Ó Coileáin a oa savet a-enep d'ar mennozh-se. Fuloret bras ma oa gant pezh a intente dirazañ, e-giz "ur c'hozh dibunadeg furlukined" , c'hoariellerien dizampart hag un diouer en aozadur. Hervezañ, da skouer, e oa diskiant bezañ dibabet savadurioù an ti-post evit ober an taol meur, rak ar savadurioù-se ne c'halled ket difenn e mod ebet a-enep an arme saoz. Ne vije ket posubl tec'hout kuit alese, ur wech kollet an emgann, hag ul lec'h enk e oa na c'halled ket kennebeut kas pourvezioù-brezel ennañ, e-doug an emgannoù. Evitañ ivez ne vije ket bet posubl gounid ar brezel a-enep da Vro-Saoz gant taktikoù an emgann klasel, met kentoc'h gant ur brezel a vije bet diazezet war ar brezel straed, gant bagadoù soudarded barrek da dagañ prim ha dic'hortoz (ur mod ar guerilla straed) ha gouest da skarzhañ ar buanañ ar gwellañ, war un dachenn anavezet mat-tre ganto. Kaout ar muiañ posupl a golloù eus tu an enebourien a oa ret hag an nebeutañ a c'halled deus tu an dagerien. Houmañ a oa strategiezh ar "flying columns" a voe implijet ha kaset da benn en un doare efedus tre e-pad ar brezel dizalc'houriezh.

Goude c'hwitadenn an emsavadeg e oa bet harzet Collins ha kaset, evel forzhig emsavidi all, da doull-bac'h Frongoch e Bro-Gembre. Ur wech dieubet, e oa deuet Collins da vout unan eus ar pennoù arouezusañ eus rummad an emsaverien nevez er strollad Sinn Féin. Tamallet e oa bet ouzh ar strolladig politikel-se gant ar Saozon ha kazetennoù Iwerzhon bezañ kiriek eus Emsavadeg Pask (ar pezh na oa ket gwir tre-ha-tre, peogwir ne save ket a-du ar Sinn Féin da-vat gant an emsavadeg-se). Neoazh e oa en em silet buan a-walc'h un toullad a emsavidi er strollad-se evit kemer ar penn anezhañ hag ober o mad eus ar brud en doa tapet e gaou. E miz Here 1917 e oa deuet Ó Coileáin a-benn, bennozh d'e varregezhioù, da vezañ ezel eus ar Sinn Féin ha rener an Irish Volunteers (Éamon de Valera a oa prezidant an daou strollad).

An Dáil kentañ

kemmañ

E-giz holl izili uhel ar Sinn Féin e oa bet dibabet Collins evit kemer perzh en dilennadegoù hollek e 1918, evit tapout ur sez e parlamant saoz Londrez. Hag hemañ da vezañ dilennet, evel an darn vrasañ eus an danvez-kannaded ar strollad, evel kannad evit rannvro Su-Cork. Koulskoude en doa disklêriet strollad ar Sinn Féin ne yafent ket da sezañ e Westminster, hag e chomfent en Iwerzhon evit seveniñ o labour dileuriad e Dulenn, ha krouiñ ur gwir Parlamant Iwerzhonat eno. Bodet e voe ar parlamant-se, anvet Dáil Éireann (a dalv "Bodad Iwerzhon"), er Mansion House e Dulenn e miz Genver 1919. Harzet e oa bet de Valera ha peurrest ar bodad gant ar Saozon da-geñver an deiz-se. Deuet e oa a-benn Collins da c'houzout ar pezh en em gavfe a-drugarez d'e rouedad spierien ha neuze en doa kemennet ar c'heloù da izili all ar bodad. Hogen graet en doa van de Valera da chom hep gouzout ar pezh en em gavfe, rak hervezañ e vije bet tu sevel ur sapre taol propaganda, a-drugarez d'an harzadennoù-se. Un dornadig tud e oa a-walc'h evit kas da benn al labour-se er mediaoù. En abeg ma oa prizoniet de Valera e oa bet dilennet Cathal Brugha da Príomh Aire (gerioù iwerzhonek troet ger-ouzh-ger gant "kentañ ministr", met alies a-walc'h e veze troet "Prezidant an Dáil Éireann"). Kemeret e voe e lec'h gant de Valera pa dec'has kuit hemañ eus toull-bac'h Lincoln gant sikour Collins, e miz Ebrel 1919.

Amzer a ouestlas Collins evit bezañ sekretour er gevredigezh skoazell, a rae war-dro familhoù ar brizonidi iwerzhonat. Kregiñ a reas da lakaat e plas « ur servij ispisial » a gelaouennoù evit aozañ taolioù ha bezañ titouret eus an argadoù saoz. Anaout a rae Michael Collins tud e-mesk an holl renkadoù sokial. Da skouer e anaveze tud e koskor an Ti-Post, blenierien taksi pe fiakr, gwerzherien kazetennoù, servijourien en ostalerioù, hag anaout a rae zoken tud e-mesk an archerien hag an diwallerien toull-bac'h. Un den eus ar bobl e oa Mick eta, unan hag a ouie komz ouzh ar bobl hag azeulet e veze ganto, hag e choment feal dezhañ. Hag e trugarekae an dud-se evit ar fiziañs maget ennañ o vezañ feal dezho d'e dro. Bewech ma veze goulennet un draig digantañ, e rae e seizh gwellañ evit ma vefe diskoulmet ar gudenn. Ur seurt Moizez e oa evit Iwerzhon, pe ur sant Padrig, gant galloudoù kevrinus, o fennañ levenez hag aour war pennoù ar reuzeudien. Met arabat krediñ e rae kement-se evitañ da enoriñ un dle bennaket, kentoc'h abalamour ma oa eus Collin un arallgarour (den a gar e nesañ) eus ar c'hentañ troc'h. Prantadoù eus e amzer brizius a gase o vont da reiñ sigaretennoù pe boued dre guzh d'ar brizonidi, gant ur gerig kalonekaus ha frealzus, skrivet war ar pakad. "N'heller ket empennañ holl daolioù intrudu mat an den-se," a veze lâret gant an dud en-dro dezhañ.

Sammañ a rae Collins kalz a giriegezhioù e 1919 : E-pad an hañv e oa bet dilennet da brezidant an IRB, e miz Gwengolo da rener servijoù-kuzh an Irish Republican Army hag ar Volunteers bet staget ouzh an IRA. Kregiñ a reas ar brezel dizalc'houriezh, d'an ampoent ma oa bet digoret an Dáil kentañ ha goude ma oa bet lazhet daou archer saoz gant an IRA end-eeun, e Sloheadbeg, e kontelezh Tipperary (lazhet e oant bet diwar urzhioù pennoù an arme).

Ministr an arc'hantaouiñ

kemmañ

E 1919, daoust ma seblante foulet gant al labour dija, e resevas Collins un titl hag un garg nevez: anvet oa bet gant de Valera da Vinistr an arc'hantaouiñ, ha se d'ur mare ken spontus ha ken feulz hag hini brezel an dizalc'houriezh, da lâret eo ur brezel diabarzh, ma c'helle pep ministr bezañ harzet pe lazhet gant ar Saozon (an arme, ar Black and Tans pe an Auxiliaries,...). Abalamour da se ar pep brasañ eus ar vinistred ne oa anezho nemet war ar paper. Ne oa ket 'met un den pe zaou o labourat kuzhet en ur burev teñval-sac'h, e tiez prevez.

Hogen ul labour ramzel a reas Collins evit ar republik. Kavout a reas arc'hant evit republik Bro-Iwerzhon hag e krouas un amprest etrevroadel diazezet war ur sistem a gredoù pe a yalc'hadoù. Dont a reas a-benn ar ministerdi da ginnig ur bern endalc'hennoù dindan stumm un "amprest broadel" da arc'hantañ Republik nevez Iwerzhon[1]. Hervez Batt O'Connor, amprest an Dáil a dizhas dastum war-dro 400 000 lur saoz, 25 000 lur saoz en aour en o mesk. An amprest, disklêriet er-maez al lezenn gant ar Saozon evel-just, a oa fiziet e kontoù-bank hiniennel ar verourien. Kuzhet e voe an aour dindan plañcheris ti O'Connor betek 1922[2]. Ar Republik rusian, o stourm a-zevri en he brezel diabarzh dezhi hec'h-unan d'ar mare-se, a roas urzh da Ludwig Martens a oa e penn burev ar Sovieted e New York da bourchas un "amprest broadel" digant Republik Iwerzhon dre hanterouriezh Harry Boland. Eskemmet e voe arc'hant ouzh bravigoù impalerien Rusia hag ur gurunenn (ankoueet e vije bet an teñzor-se gant tout an dud, betek ma voe bet adkavet e Dulenn er bloavezhioù 1930)[3].

Pa reer ur bilañs, e stader ar c'hementad labour kaset da benn gant Michael Collins hag e veizer eo bet ramzel efedoù e labour evit ar vro. Ur skouadron ispisial a grouas : ur bagad drouklazherien anvet The Twelve Apostles (An Daouzek Abostol), evit lazhañ gwazourien hag ar pennoù saoz. Ret e voe dezhañ ober war-dro kempenn an amprestoù broadel, ober war-dro gouarnamant de Valera pa veze hemañ o veajiñ er Stadoù-Unanet pe en estrenvro ha merañ an eskemmoù armoù. Deuet eo Colliñ da vezañ den-meur, en holl speredoù.

Collins ha Richard Mulcahy a oa AN daou oberour pennañ evit aozañ ha frammañ an Irish Republican Army, hag eo int-i a roe urzhioù evit gourc'hemenn, taolioù ar strolladoù guerrilla. Alies e vez sellet ouzh Collins evel aozer meur ar "flying columns" (strolladoù hag a dage ar Saozon dre souez hag a oa barrek da dec'hout kuit dillo, en un endro anveet resis : gant ur c'henefeder : an nebeutañ a golloù evit ar muiañ a zismantroù posubl deus tu an enebourien. Koulskoude e vije dizonest sammañ an holl kiriegezhioù (tud lazhet) war e chouk evit pezh a denn d'ar gwalldaolioù, ur c'hoskor a oa evelkent. Un atebegezh hag ur pouez bras-kenañ e c'hoarie en aozadur-se, met an eilaozer Dick McKee, a voe lazhet diwezhatoc'h gant ar Saozon e-pad Bloody Sunday 1920. Ouzhpenn-se, ul lodenn vat eus taolioù an IRA a veze aozet gant pennoù ar rannvroel, gant strategiezhioù prientet ha prederiet gant Collins pe Mulcahy.

E 1920, pa oa a-boan 30 vloaz Collins e oa prest ar Saozon da reiñ ur prime a 10 000£ ( pezh oa kalzig d'ar mare-hont) d'an neb a bakfe hag a zegasfe Michael Collins dezho pe a chikourfe d'e dapout pe d'e lazhañ. Ken bras e oa e vrud ma oa bet lesanvet "The Big Fella"/"The Big Fellow". Hogen memes gant ur sammad ken uhel lakaet war e benn, e kendalc'he da vont ha da zont e Dulenn hag er vro a-bezh, hep na vije gellet lakaat an dorn warnañ. Ha zoken ma vije bet lakaet seziz warnañ gant ar Saozon en dije atav kavet un doare bennak, d'en em zifretañ ha d'en em denañ. Tu vefe da skrivañ ur pezh-mell-pikol levr tra ken gant ar faltazioù ha brudoù a gonted war e chouk. Da skouer, un devezh ma oa hemañ o tebriñ gant ur mignon e kreiz-kêr: da vare kreiz ar pred, ec'h erruas daou ofiser Black and Tans e-barzh an ostaleri. Ha Collins ne gavas ket gwell eget mont da zebriñ ouzh taol ganto. Hag evel-just diwar-benn petra e komzjont, diwar-benn... Michael Collins. Ha kregiñ a reas da c'houlenn diganto petra a ouezent diwar-benn ar paotr, m'o doa kavet un dra bennak evit e bakout, hag all, hag all… Collins a yeas kuit diouzh o zaol, o leuskel ar Saozon plijet kenañ gantañ, ha pa oa war-nes mont diouzh taol, e lavaras dezho "Me an hini eo Michael Collins". An daou ofiser alvaonet, a-boan m'o doa bet amzer d'en em rentañ kont en doa dija kemeret o armoù diganto e-doug ar pred ma klevjont Collins, o c'hoarzhin leizh e gof, e-barzh ar straed… Se n'eo nemet ur skouer eus an istorioù niverus a veze kontet (gwirion pe vojennel) diwar-benn Collins. Gant an darvoudig-se e voe maget brud al lampon ha skeudenn an haroz, dibosubl lakaat e grabanoù warnañ : Michael Collins, "The Big Fella" atav o kavout an doare da c'hoarzhin pe d'ober goap ouzh an dañjer. A-benn ar fin eo dreist-holl ar Saozon hag ar mediaoù iwerzhonat hag o deus graet bruderezh da Vichael Collins, rak hennezh ne gontas morse e droioù-kaer d'ar re all gwech ebet ! Mut 'vel ur vrenigenn ! Ne felle ket dezhañ bezañ brudet.

E-touez pennoù ar stourm broadel e oa leizh a dud, a zeuas da vezañ kevezerien etrezo, ma n'eo ket enebourien touet : Cathal Brugha, ministr an arme difenn hag a oa deuet da vezañ damguzhet, e-skeud egile, ma n'eo ket bet distroadet gant Collins (sañset e oa da Gollins bezañ ministr an arc'hantaouiñ hepken, ha koulskoude e oa hemañ kalz barrekoc'h war ar brezeliañ hag ar strategiezh eget Brugha). Eamon de Valera, prezidant an Dáil Éireann a glaskas pellaat Michael Collins diouzh ar vro, o kas anezhañ da foetañ bro er Stadoù-Unanet, da skoulmañ liammoù gant rouedad an iwerzhoned en diaspora. Nac'hañ a reas Collins bepred avat.

Goude ur prantad amzer kalet kenañ evit ar Saozon, e-lec'h m'o doa kollet o veli war Bro-Iwerzhon, ha diwar-se ar berniad reuzeudien marvet deus an daou du, e kendalc'he kousto pe gousto an Iwerzhoniz gant ar stourm. Hag a-greiz-holl, d'ur mare dic'hortoz penn-da-benn, ur wech erruet ar stourm en e blegenn startañ evit an emsaverien (marteze ne vefe ket bet tu dezho kenderc'hel kalz pelloc'h), e c'houlennas ar Saozoun kaout un arsav-brezel. Michael Collins hag holl oberourien ar frankiz iwerzhonat a oa deuet a-benn da vezañ trec'h war pennañ impalouriezh ar bed a-bezh. Ha Collins hag a oa neuze oberour meur an trec'h-se.

Aozet e oa bet un emvod etre ar gouarnamant saoz ha pennoù ar gouarnamant, ha na anzave ket c'hoazh, Iwerzhon. Ne oa stad ebet, war-bouez an URSS hag en doa ezhomm arc'hant, hag a anzavas republik Bro-Iwerzhon. De Valera evit bezañ war ar memes renk hag ar roue George V en em lakaas e-unan da renk prezidant ar republik. Envel a reas ur strollad kannaded. En e benn: Arthur Griffith, gant Michael Collins e-touez ar gannaded. Asantiñ a reas Collins mont met krediñ a rae gantañ e vefe de Valera e-barzh ar strollad, mont a reas memestra da Londrez.

Ar feur-skrid saoz-iwerzhonat

kemmañ

An dileuriadur iwerzhonat - Arthur Griffith (en e benn), Robert Barton, Michael Collins ha gant Robert Erskine Childers evel sekretour an dileuriadur - a erruas en 22 plas, Hans e Knightsbridge d'an 11 a viz Here 1921. Ha chom a rejont el lec'h-se betek fin ar c'henvreutaerezh, da lâret eo, e miz Kerzu. En dibenn e tisoc'hjont war ur feur-skrid sinet d'ar 6 a viz Kerzu 1921, gant ar feur-skrid-se e voe gwarantet krouidigezh ar stad iwerzhonat anvet "Irish Free State" (troet ger ha ger diouzh al lavar iwerzhoneg "Saorstát Éireann"). Diaes da lonkañ e voe ar feur-skrid-se d'an Iwerzhoniz, ha diaes e voe da lakaat da dremen en Iwerzhon. Pa voe sinet an diell ec'h huchas ar c'hentañ ministr saoz, Lloyd George, evit klemm rak lakaat a raje en arvar e zazont politkel dezhañ. Collins a respontas dezhañ: "Ha me, en ur sinañ ar feur daonet se, a vo un den tonket da vervel " (pezh a c'hoarvezas dezhañ eizh miz diwezhatoc'h...).

Gant an emglev se e voe tu d'an dud en Norzhiwerzhon (protestanted evit ar peb vrasañ dioñte) kuitaat ar republik nevez (pezh a rejont diouzhtu). Ma tlee da gement-se c'hoarvezout e vije bet ret eta krouiñ ur bodad karget da dermeniñ harzoù nevez Bro-Iwerzhon. Fellout a rae da Michael Collins strishaat ar muiañ posupl bevennoù an tachennoù disrannet (da lâret eo an harzoù gant Norzhiwerzhon) evit gwanaat o levezon ar muiañ posupl war an dachenn ekonomikel. Rak bihan-kenañ e oa an tachennoù el lec'h ma oa forzhig a dud eus ar strolladoù "unionist". Da c'houde e vije bet aesoc'h adunaniñ ar vro evit gwir. Rak d'ar mare-hont e oa darn deus ar brotestanted ha na oant ket a-enep ar fed bezañ ebarzhet e-barzh ar republik.

Ar stad iwerzhonat nevez en oa ur statud a « zominion » (Abdominem ?) gant un ardivink parlamantel daouduek, ar galloud seveniñ gant ar roue met lakaet e pleustr gant ur gouarnamant iwerzhonat dilennet gant an Dáil Éireann (troet "Chamber of Deputies"). Ar gwir en doa ar stad iwerzhonat da gaout ur sistem lez-varnioù, dizalc'h diouzh ar galloud saoz.

Ar republikaned kalet o doa intentet se evel ur gwallhentadur, gant ar republik erlec'hiet gant un dominion ezel eus an impalaeriezh saoz, hag an "Oath of Allegiance"/"Touadenn a lealded" d'ar roue. Hogen ne oa ket un douadenn graet ouzh ar roue met ouzh ar stad iwerzhonat, gant un douadenn dieeun d'ar roue, met se a oa arouezel penn-da-benn.

Adalek mare an emglev en em zisrannas ar Sinn Féin, hag an Dáil a voe tabut ennañ a badas e-keit dek devezh a-raok asantiñ ha sinañ ar feur-skrid gant ur votadeg: 64 evit / 57 a-enep. Tudennoù evel de Valera a nac'has dilezel ar stourm a-enep d'ar Saozon, rak hervezañ, m'o doa pleget dirak an iwerzhoniz eo abalamour ma ne oant ket gouest da genderc'hel gant ar stourm. Kontañ a reas De Valera d'ar bodad e-pad an tabutoù: "The country is there for the taking: take it!" (Ar vro a zo amañ evit ma vefe tapet: neuze tapit-hi). Hogen Collins hag a oa deus tu ar re a oa evit ma vije paouezet gant ar brezel hag evit adsevel ar vro a-nevez, a respontas trumm dezhañ: "The nation is there for the making: make it!" (Ar vroad a zo amañ evit ma vefe savet: savit-hi!". Aze e c'heller meizañ sklaer ne oa ket eus Michael Collins un nerzh diskar pe brezeliañ hepken , met deus tu an nerzh sevel raktresoù nevez ivez. Marteze eo abalamour ma n'o doa ket e gevezerien un natur a saverien broadoù, e choment da guzhat e metoù ar brezel, al lec'h ma en em santen en o vleud, pergen. Seul vui ma klaske enebourien an emglev pismigañ war krafoù ar feur-skrid ec'h eilgerias Collins dezho : "Is the country never to get a chance?" (Daoust hag en ur mare bennak e c'hello hor bro kaout he chañs eta?). E pad an tabutoù e voe taget Collins gant Cathal Brugha a lâre ne oa ket reizh e vefe lesanvet gant ar c'hazetennoù: "The man who won the war" (An den hag a c'hounezas ar brezel) peogwir ne oa ket eñ da vezañ e karg eus an arme ha ne oa ket an den en doa ar muiañ a skiant-prenet war ar brezel. Met ar wirionez oa roet gant e lesanv: a-drugarez da Gollins eo e oa bet trec'h an IRA. Huñvreal a rae Collins en un Iwerzhon hag a zilezfe he stultennoù evit lakaat he rambreoù da vevañ er wirvoud.

Deus tu enep AR-feur-skrid e yeas De Valera hag e savas groñs a-enep da nep kiladenn dirak ar saozon. Enebourien de Valera a damallas outañ, ober rebechoù met de Valera a ouie mat ne oa ket posupl krouiñ ur republik gant divizoù etre-gouarnamantoù ken berr(??). Tud 'zo a lâre en doa kaset Collins d'ober al labour diaes hag eo bet lakaet da fuzibl gantañ evit sinañ ar feur emglev, hag e vije neuze peget outañ ar skeudenn fall, ha kement-se e lec'h de Valera, evit ma vije posupl dezhañ gounit muioc'h a vrud en Iwerzhon.

Gouarnamant da c'hortoz

kemmañ

Gant bonreizh an Dáil lakaet e pleustr e 1919 e oa atav an Dáil Éireann bezant. Reiñ a reas e zilez De Valera evit e garg prezidant met klask a reas ec'h adtapout goude dre zilennadegoù en ur ziazazañ e brogramm gant ar pal skarzhañ ar feur-skrid. Hogen Arthur Griffith a voe trec'h war de Valera hag e pakas an atebegezh (Griffith a gemeras an titl "President of Dáil Éireann" kentoc'h eget hini c'hwezet de Valera "President of the Republic"). Daoust d'an emglev n'en doa ar gouarnamant-mañ statud ofisiel ebet dezhañ ha ne oa ket anveet el lezennoù bonreizhel saoz. Setu penaos e c'hellas un eil gouarnamant enep feur-emglev bezañ savet.

Aozet e oa bet ar gouarnamant da c'hortoz dindan aotrouniezh Collins hag a zeuas da vezañ "President of the Provisional Government" (da lâret eo kentañ ministr). Chom a reas e karg evit an arc'hantaouiñ er velestradurezh republikan. Neoac'h an doare ma'z ae en-dro an traoù er velestradurezh-mañ oa luziet kenañ. Ofisiel : ar c'hentañ ministr a vanne dindan beli ar gurunenn saoz. Hag evit bezañ staliet da vat e oa ret dezhañ mont e darempred gant al Lord Lieutenant of Ireland, ar beskont Fitzalan (e penn ar velestradurezh saoz en Iwerzhon). Evit heuliañ politikerezh ar republikaned e kejas Collins gant Fitzalan evit goulenn ma vije rentet kastell Dulenn (bet daskoret dezho e stumm ur seurt lid), kreiz ar galloud saoz en Iwerzhon. Degouezhout a reas Collins gant seizh munutenn dale d'al lidoù, ha Fizalan a rebechas an dale-se outañ. Collins a respontas dezhañ: "You had to wait seven minutes but we had to wait seven hundred years!" (Ranket ho peus gortoz seizh munut met ni hon eus ranket gortoz seizh kantved!).

Sinadur an emglev a zisrannas mik an dud en Iwerzhon. Da gentañ penn e oa chalet Éamon de Valera, prezidant ar republik iwerzhonat gant ar fed ma vije sinet an emglev gant Collins hep ma vije goulennet o asant digant e vinistrerezh(??). Ouzhpenn-se, e oa en arvar danvez ar feur-skrid hag e oa bet distreset ha disleberet a galz. De Valera hag un toullad tudennoù all eus ar gouarnamant a enebe ouzh ar fed ma chome Iwerzhon un dominion hepken, hag ar fed ma oa ret touiñ bezañ leal e doare pe zoare d'an impalouriezh saoz. Hag un elfenn kaset war an daol alies e tabutoù ar bodad broadel a oa kudenn bezañs ar Royal Navy saoz e-barzh porchoù war aochoù Su-Iwerzhon (roll ar porzhioù oa bet rakwelet gant ar Saozon). Kement-se a strobe chañsoù Iwerzhon d'en em ziorren war-zu ar broioù estren, ur darbar lakaet e pleustr gant ar Saozon. Zoken ma oa bet votet ganto an emglev (64 mouezh a-enep da 57) e oa savet ul lodenn vat eus iwerzhoniz, dreist-holl re an IRA, a-enep d'ar feur-skrid (treitour hervezo). An holl dalc'hioù-se a zisoc'has war AR brezel sivil.

Istor disrannañ Iwerzhon an norzh diouzh ar peurrest eus Iwerzhon ne oa ket bet arguzennet diwar he fenn kement-se. Da gentañ peogwir en doa raktreset Collins, (en un doare kuzh ha didrouz) aozañ ur guerrilla a-enep da Norzhiwerzhon. E-kerz mizioù diwezhañ 1922, e voe roet urzh gantañ kas bagadoù aroutet an IRA war an harzoù, hag e voe degaset armoù hag arc'hant da vagadoù all, staliet dija en tu-hont d'ar vevenn. Etre miz Mae ha miz Even 1922 e voe aozet ha frammet pizh gant Collins ha Liam Lynch, pennañ strollad an IRA, stumet oant bet gant ur strategiezh argadiñ,( strollet eus an nerzhioù enep-emglev ha pro-emglev war an Uladh??). An armoù saoz, marc'hataet gant ar gouarnamant da c'hortoz, a oa bet eskemmet gant reoù an IRA, evit bezañ kaset d'an Norzh. An argadenn-se a oa bet (ez-ofisiel) nullet gant gwask ar gouarnamant saoz d'an 3 a viz Even. Goude-se ne voe aotreet bagad stourm ebet, pro-emglev pe enep-emglev, da aloubiñ tiriad an Uladh. Koulskoude e kendalc'has memestra argadennoù bihan a-berzh an IRA tro-dro d'an harzoù. Hogen ehanet e voe gant an darvoudoù-mañ gant loc'h ar brezel sivil en Iwerzhon ar Su (da lâret eo ar peurrest eus Iwerzhon). Daoust da se e c'heller soñjal ha rambreal, ma vije chomet Michael Collins bev, en dije klasket kousto pe gousto, daoust da genasant e urzhaz, aozañ ur stumm brezel gurilla pe sevel ur gwir argadenn war Iwerzhon an Norzh. Hag abalamour da se e oa heuliet Collins gant kalzig a soudarded ezel eus bagadoù IRA an Uladh, ha 524 dioñto a zeuas war-zu ar Su a-benn e skoazellañ ha mont e-barzh ar Free State Army evit kemer perzh er brezel sivil.

E-doug ar mizvezhioù goude penn kentañ ar brezel, e miz Even 1922 e kias Collins evit klask adunvaniñ ar strolladoù broadelour, kuit dezho d'en em lazhañ etre breudeur. De Valera, hag a chomas a-enep an emglev, a roas e zilez hag a guitas ar parlamant gant an dileuridi all akord gantañ. Collins a brientas ur seurt emglev etre ar stolladoù pro hag enep feur-skrid, evit en em gavout gant ur genunaniezh evit an dilennadegoù.

Collins a ginnigas lakaat e pleustr ur vonreizh nevez evit ar republik, ur vonreizh ha na vefe meneg ebet enni eus roue Bro-Saoz, hogen hep nac'hañ ar feur-skrid, ur c'hinnig treuzemglev a-benn ar fin. Un dra degemerus evit tout an dud. Evit a denn d'an arme e krouas un "army re-unification committee" (kengor an arme adunanet), gant kannaded ha dileuridi eus an daou du. Klask a reas ivez mont e darempred gant ofiserien an IRA, izili an IRB (prezidant anezho e oa bepred), evit klask lakat anezho da asantiñ d'ar feur-skrid. Met en desped da se e nac'has ar Saozon kinnig ar vonreizh republikan, hag en ur lakaat bec'h war an Iwerzhoniz ha lakaat e plas un embargo ekonomikel, en abeg da se e oa bet sinet ar feur-skrid hep redienn, hag hervezo ne oa ket reizh cheñch un dra a oa bet asantet, skrivet ha sinet, ha ne oa ket tu da cheñch an dra-se. Goude an taol-se, en desped da galz a strivoù, ne c'hellas ket Collins adober ar memes labour unaniñ. Un nebeud gwalldaolioù a-berz an daou strollad enep, an eil ouzh egile a gasas d'ar vrezel sivil.

Brezel diabarzh

kemmañ

Ar "Four courts" e Dulenn

E miz Ebrel 1922 e klaskas un strollad 200 soudard er bagadoù enep-emglev ac'hubiñ lez-varn ar "Four Courts" e Dulenn, evit daeañ ar gouarnamant da c'hortoz. Collins, hag en doa c'hoant, kousto pe gousto, tremen hebiou d'ar brezel diabarzh, na dagas ket ar "Four courts" a-raok miz Even 1922. En ober a reas abalamour d'ar wask lakaet gant ar Saozon war gouarnamant iwerzhon. D'an 22 a viz Even 1922 eo bet lazhet Sir Henry Wilson, ur jeneral saoz war e leve, gant daou ezel eus an IRA, e Belgravia Londrez. D'ar memes koulz e lâras Winston Churchill da Gollins ma ne gasfe soudard ebet evit kemer ar "Four Courts", e vije d'an arme saoz d'en ober.

A-benn bremañ e ouzer e oa bet urzhiet drouklazh Wilson gant Collins, abalamour d'ar giriegezh en doa bet ar jeneral Wilson evit heskinañ ar gatoliked en Iwerzhon an Norzh. Joe Dolan — ezel eus skouadron Collins, ar strolladoù drouklazhañ e-pad ar brezel dizalc'houriezh hag ezel ar Free State Army e 1922 — a ziskulhias an dra-se er bloavezhioù 1950. Collins a c'houlennas ivez digantañ mont da zieubiñ an daou baotr eus an IRA a-raok na vijent lazhet gant ar Saozon. Met Collins a oa rediet atav da gas da benn un oberenn vilourel war-zu ar "Four Courts", ha dreist-holl pa oa bet skrapet ar jeneral J.J. O'Connell eus arme ar Free State. Goude un arnod (??) a genvreutaerezh diwezhañ-holl e lakaas Collins ar pezhioù kanol roet gant ar Saozon da vombezenniñ ar "Four Courts" betek ma'n em rentjent.

An darvoud-se a zegasas ar brezel sivil da vat, ur brezel kroget e pep korn ar vro, zoken deus ar gêrbenn. Gant Collins en he fenn, arme ar Free State a gameras buan-tre kontroll Dulenn. E miz Gouere 1922 ec'h ac'hube ar bagadoù enep-feur-skrid rannvroioù eus Su Mumhan ha kalz tiriadoù all eus ar vro. De Valera hag an dileuridi enep feur-emglev a yeas deus tu emsaverien an IRA. E-kreiz 1922 e tilezas Collins e garg er parlamant evit dont da vezañ "Commander-in-Chief of the National Army"/"Pennrener an arme vroadel", un arme adstummet tro-dro d'ar re a oa chomet feal hag a heulie mennozh ar feur-skrid. Ar Free State Army, hag a oa bet armet gant ar Saozon a oa bet rediet d'en em reiñ da vat er brezel sivil. Collins, gant Richard Mulcahy hag Eoin O'Duffy e voe prientet un aridennad argadennoù dre vor evit adkemer an tiriadoù paket gant ar republikaned e Mumhan hag e kornôg ar vro, etre miz Gouere ha miz Eost 1922. Goude-se e tivizas Collins mont war-zu Cork, memes ma oa bet dialiet groñs outañ en ober, ha daoust d'ar fed ma oa hanter-glañv. Collins a respontas:"They wouldn't shoot me in my own county."/"Ne lazhint ket ac'hanon em bro".

Marv Collins

kemmañ

E-kreiz an hent war-zu kontelezh Cork, d'an 22 a viz Eost 1922, e kêrig Béal na Blá ("genoù ar bleunioù"), e voe lazhet an aroz meur Michael Collins e-kreiz un emgannazd boledoù hag a badas 40 munutenn, etre 7e30 hag 8e10 diouzh ar mintin. An den lazhet nemetañ e voe en toull-trap. Urzhiet en doa d'e vagad soudarded herzel da dennañ hag en em difenn diouzh an argad, e-lec'h dibab mont en ul lec'h diogell evel ma lâre e gamalad Emmet Dalton. Ar pezh a vije bet aes dezhañ ober. Collins a oa 31 bloaz pa varvas. Den ne c'hell lavaret en un doare asur piv e oa An hini (fallakr) a dennas da-vat war Collins, hag e ouezer nebeutoc'h c'hoazh war zivout ar strolladig, a dagas anezhañ. Hirie an deiz ez eus atav kement a dud c'hoazh evit plediñ gant an tabut-mañ. E levrioù 'zo e kavar ar mennozh e vije bet lazhet gant ur marksour anvet Denis ("Sonny") O'Neill, hag a varvas e 1950. Met an armoù implijet oa ar memes re ha reoù ar Black an Tans (boledoù "dumdum" pe "flat nosed"). O'Neill a lavaras un nebeud amzer goude ec'h implije ar boledoù-se. E-pad ar c'horfskejadenn e lavaras ar medisin e oa bet un tenn war-eeun ha tamm ebet unan dre zazlamm. Heuget, ha feuket e vije bet tud "the Big Fella" da vezañ bet trec'het ha degaset e voe e gorf, gant e soudarded da Gork, ha treuzkaset diwezhatoc'h da Zulenn. War-wel d'an avel e oa bet miret korf Collins er Rotunda, el lec'h-mañ e oa tremenet betek dek mil a iwerzhoniz deuet da reiñ enor dezhañ hag ur bennozh diwezhañ d'AN den hag a voe graet diwezhatoc'h haroz meur an enezenn anezhañ.

Levrlennadur

kemmañ
  • O'Connor Frank, The Big Fellow, 1937 ISBN 0-312-18050-0
  • Beaslai Piaras, Life of Collins,
  • O'Connor Batt, With Michael Collins
  • Talbot Hayden, Michael Collins' Own Story
  • Taylor Rex, Michael Collins
  • Tim Pat Coogan, Michael Collins: The man whom made Ireland
  • Michael Collins, Path to freedom
  • Ulick O'Connor, Michael Collins and the Troubles: The Struggle for Irish Freedom 1912-1922

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. "National_Loan." diellaouet d'ar 15 a viz Mae 2013. Dastumet d'ar 26 a viz C'hwevrer 2013. Pajenn ar "Collins 22 Society" diwar-benn "The National Loan 1920"
  2. O'Connor, Batt. With Michael Collins in the Fight For Irish Independence, eil embannadur, Millstreet: Aubane Historical Society, p. 87.
  3. "Russian jewels hidden in Dublin chimney breast in 1920", The Irish Times.