Minieg-Begerel
kumun Il-ha-Gwilen
Minieg-Begerel | ||
---|---|---|
Ar vourc'h. | ||
Anv gallaouek | Minyac | |
Anv gallek (ofisiel) | Miniac-sous-Bécherel | |
Bro istorel | Bro Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Roazhon | |
Kanton | Menezalban | |
Kod kumun | 35180 | |
Kod post | 35190 | |
Maer Amzer gefridi | Daniel Monnier 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Roazhon Meurgêr | |
Bro velestradurel | Bro Roazhon | |
Lec'hienn web | www.mairie-miniac-sous-becherel.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 795 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 59 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 150 m bihanañ 79 m — brasañ 183 m | |
Gorread | 13,55 km² | |
kemmañ ![]() |
Minieg-Begerel (Miniac-sous-Bécherel e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Begerel e departamant Il-ha-Gwilen.
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar c'hure, Le Forestier e anv, ar c'hure, Simon, ha tri beleg, Genetay, Maudet ha Frin[2].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 43 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,86% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911; pevar anezhe a varvas d'an 22 aviz Eost 1914 en Emgann Rossignol e Belgia[3].
Eil Brezel-bedAozañ
- Mervel a reas pemp den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
TrevadennoùAozañ
- Brezel Indez-Sina: mervel a reas ur serjant e miz Gouhere 1951 e Doang Xan e Tonkin e Viet-Nam[4].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz katolik Sant Pêr.
- Daou vein-hir, anvet « Roc'h an Diaoul », zo bet rummet Monumant istorel e 1960.
- Ar maner « Le Verger » a zo bet savet er XVIIvet kantved.
- Monumant ar re varv.
DouaroniezhAozañ
Emdroadur ar boblañsAozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1792 | 1836 | Jean Collet | ||
1837 | 1843 | Gabriel Boullier | ||
1844 | 1852 | Mathieu André | ||
1853 | 1872 | Joseph Guillot | ||
1873 | 1891 | François Grosset | ||
1892 | 1919 | Joseph Pestel | ||
1919 | 1941 | Constant Gendrot | Labourer douar Kuzulier departamant | |
… | … | … | … | |
2001 | 2014 | Claude Pestel | Dentour | |
2014 | → bremañ | Daniel Monnier[5] | Retredad | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
TudAozañ
GevelliñAozañ
Liammoù diavaezAozañ
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.17
- ↑ 3,0 ha3,1 [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ [2] Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ « Daniel Monnier est le nouveau maire de la commune », Ouest-France, 5 Ebrel 2014.