Morgan (disheñvelout)
Morgan zo un anv-badez kembraek, brezhonek ha kerneveurek implijet ivez e saozneg, roet d'ar baotred koulz ha d'ar merc'hed.
Er grennamzer e voe roet evel anv-badez e Bro-Gembre dreist-holl, ha goude e chomas ral betek an XXvet kantved. Er vro-hont e oa deuet, d'ar c'houlz-se, da vezañ un anv-tiegezh hag a gaver bremañ el lec'hanvadurezh ivez. Morggan zo ur stumm all.
Stummoù gwregel : Morgana ( e latin hag italianeg), Morgane (e gallek).
Orin ha skignadur
kemmañXIXvet kantved
kemmañMeneget eo an anv e Geriadur ar Gonideg, en embannadur 1850. Hervez an oberour e teu eus mor ha gan (troet gant "race"). Lakaet eo da gevatal gant Pélage. Un anv-paotr eo eta war a seblant, met n'anavezer ket skouerioù resis anezhañ evel anv-badez e Breizh en amzer-se.
An anv Mari-Morgan a gaver dindan pluenn Fañch an Uhel en he notennoù-beaj. Adkavet e vo goude e skridoù zo gant Paul Sébillot, ha Per-Jakez Heliaz. Mari Vorgan zo ur romant gant Roparz Hemon ivez.
Morgen zo un anv roet d'ur vorganez, hervez John Rhys, en e Studies in the Arthurian Legend, e 1891 (Clarendon Press, Oxford, p. 348).
XXvet kantved
kemmañAdalek ar bloavezhioù 1970 eo deuet en-dro da vezañ diouzh ar c'hiz, dre levezon mojenn ar Roue Arzhur hag ar sevenadur amerikan. E Frañs e teu war-wel an anv-badez gwregel Morgane, hag er broioù saoznek ha gallek zoken e teu Morgan da vezañ diouzh ar c'hiz en-dro.
Seblantout a ra an anv-badez gallek Morgane dont eus an doug d'ur meni sevenadur kelt ha krennamzerel, hag eus kelc'hiad romantoù ar Roue Arzhur gant Chrétien de Troyes, savet diwar anv ar Fata Morgana meneget en oberennoù Jafrez Menoe, hag a oa savet diwar mojennoù kembraek an amzer-hont. Un anv-plac'h eo neuze.
Deveradur
kemmañDiwar ar ger morgan eo bet savet ar ger morganez, a dalv kement ha morwreg.
Tud
kemmañ- Morcant Bulc, roue brezhon en Hanternoz Kozh
- Pelagius (c. 350 - c. 420), Morgan eus e anv gwir, manac'h askezek brezhon, doueoniour heretik
- Ar roue Morgan Mwynfawr, roue brezhon.
- Morgan Tud, en danevell Geraint ac Enid
- Morgan Llwyd (1619 –1659), barzh kembraek
- Morgan, anv brezhonek Morgana, pe Fata Morgana, achantourez, e doareoù brezhonek "mojennoù an Daol Grenn"
- Morgan, Morgane, pe Morgana, anv-badez
- Kermorgant, anv-lec'h hag anv-tiegezh; marteze diwar morgant, deuet eus ar ger gallek morgue(Daveoù a vank).
- Morgan Amalfitano, melldroader gall
- Morgan Roudaut, luc'hskeudennour gall, breizhat a orin
- Morgan Parra (1988-), rugbier
- Morgan, anv-micher ar c'haner Marco Castoldi.
- Morgan Brittany, anv micher Suzanne Cupito (1951, Los Angeles) , aktourez
- Morgan Freeman (ganet en 1937), aktour.
Anv-tiegezh
kemmañUn anv-tiegezh eo bremañ dreist-holl, brudet er vro:
- Henry Morgan (1637 - 1688), morlaer .
- William Morgan, troour ar Bibl e kembraeg.
- Rhodri Morgan, bet kentañ ministr Kembre
- Prys Morgan (g. e 1937), istorour, e vreur
- Eluned Morgan (g. e 1967), kentañ ministrez
- Auguste De Morgan (1806 - 1871), jedoniour saoz,
- Evelyn De Morgan (1855-1919), livourez rakrafaelour,
- Charles Langbridge Morgan (1894-1958), skrivagner saoz, a orin kembreat.
- Michèle Morgan, anv-micher Simone Roussel (ganet e 1920), aktourez c'hall.
- Junius Spencer Morgan (1813-1890), banker stadunanat, a brestas 250 milion a lurioù gall da Vro-C'hall e-pad Brezel 1870
- John Pierpont Morgan (1837-1913), mab dezhañ
- Thomas Hunt Morgan (1866-1945), medisin, bet roet Priz Nobel ar Medisinerezh dezhañ.
Lec'hanvadurezh
kemmañAn anv Morgan eo a gaver :
- e Morgannwg, anv ur rouantelezh hag ur gontelezh kozh;
- e Treforgan (Morganstown e saozneg), karter e Kerdiz, aet d'ober kumun Radur a Threforgan.
- Morgan (Georgia)
- Morgan (Minnesota)
- Morgan (Teksas)
- Morgan (Utah)
- Morgan (Vermont)
- Morgan (Wisconsin)
Hag ivez
Traoù all
kemmañ- Lezennoù De Morgan, e jedoniezh
- Ur ouenn kezeg zo anvet Morgan
- Morgan Stanley, ur bank stadunanat
- Morgan, ur merk dilhad prest da wiskañ
- Morgan Jones, un dudenn eus bed ar c'homics ha stirad skinwel The Walking Dead.