Paths of Glory (film)

Paths of Glory (Hentoù ar C'hloar e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Stanley Kubrick e 1957.

Paths of Glory
Sinema
Rann eusNational Film Registry Kemmañ
TitlPaths of Glory Kemmañ
Diazezet warPaths of Glory Kemmañ
Tachennfilm brezel, trial film, film diazezet war un oberenn lennegel, anti-war film Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelsaozneg Kemmañ
SevenerStanley Kubrick Kemmañ
SenarioourJim Thompson, Calder Willingham, Stanley Kubrick, Humphrey Cobb Kemmañ
Produer dileurietKirk Douglas, James B. Harris, Stanley Kubrick Kemmañ
Rener ar skeudennaouiñGeorg Krause Kemmañ
Frammer filmoùEva Kroll Kemmañ
SonaozerGerald Fried Kemmañ
ProduerJames B. Harris Kemmañ
Embregerezh produiñBryna Productions, Harris-Kubrick Pictures Corporation Kemmañ
DasparzherUnited Artists Kemmañ
Mare an oberenn1916, Brezel-bed kentañ Kemmañ
Lec'h an istorFrañs Kemmañ
Original film format35 mm film Kemmañ
Livgwenn-ha-du Kemmañ
Notenn ar varnouriezh9/10, 90/100, 96% Kemmañ
Diaz embannvideo diwar c’houlenn Kemmañ
Renkadur ar CNCholl bublik Kemmañ
Renkadur FSKFSK 12 Kemmañ
Renkadur an ICAAgeneral audiences Kemmañ
NMHH film ratingNMHH III. Kemmañ


Ar jeneral Broulard (Adolphe Menjou) (a-gleiz)
hag ar c'horonal Dax (Kirk Douglas) (a-zehou).

Pevarvet film hir Kubrick eo Paths of Glory, kaset da benn gantañ war-lerc'h Fear and Desire (1953), Killer's Kiss (1955) ha The Killing (1956) : un oberenn flemmus ha kriz ouzh spered ki an arme ha diseblanted yen an uhelofiserien anezhi ouzh planedenn ar soudarded dindane. Ur wech ouzhpenn en devoe tro Kubrick da ezteuler e gredennoù a enepbrezelour bet diskouezet kent da-geñver Fear and Desire hag o kemenn Dr. Strangelove (1964) ha Full Metal Jacket (1987) da zont. Diazezet eo diwar zarvoudoù gwirion c'hoarvezet e Bro-C'hall e-pad ar Brezel-bed kentañ pa oa bet fuzuilhet war-dro c'hwec'h kant soudard gall « da reiñ ar skouer vat », bet tamallet anezhe da vezañ kuitaet o fost, nac'het sentiñ pe klasket en em vuturniañ.

Gant Joseph Losey e 1964 (King & Country), Francesco Rosi e 1970 (Uomini contro) ha Jean-Pierre Jeunet e 2003 (Un long dimanche de fiançailles) peurgetket e voe adkemeret an hevelep dodenn.

An oberenn orin

kemmañ

Ur romant eo Paths of Glory da gentañ-penn, bet savet gant ar skrivagner stadunanat Humphrey Cobb hag embannet e 1935. Kemeret en devoa perzh Cobb er Brezel Bras gant an arme ganadian hag awenet e voe gant istor ar pevar c'horporal gall — Louis Girard, Lucien Lechat (genidik eus Ferred), Louis Lefoulon ha Théophile Maupas — a oa bet kaset d'ar marv d'ar 17 a viz Meurzh 1915 e Souain (Marne) war zigarez m'o devoa nac'het mont er-maez eus o fozioù-difenn. Titl ar romant a zeu eus ar varzhoneg Elegy Written in a Country Churchyard gant ar barzh saoz Thomas Gray :
[…]
The boast of heraldry, the pomp of pow'r,
And all 'that beauty, all that wealth e'er gave,
Awaits alike th'inevitable hour.
The paths of glory lead but to the grave.

[…]
E 1935 eo ivez e voe azasaet ar romant gant Sidney Howard d'ober ur pezh-c'hoari, e Broadway, ha ne reas ket muioc'h a verzh eget an oberenn orin. Tra m'edo Stanley Kubrick ha James B. Harris war glask danvez ur film, soñj en devoe Kubrick bezañ lennet levr Cobb pa oa yaouankoc'h. Goude bezañ kevredet Kirk Douglas ouzh ar raktres, setu ma voe prenet (dek mil dollar) gwirioù ar film gante digant intañvez Cobb.

An doare ma voe degemeret ar film

kemmañ

Skignet e voe ar film e München (Alamagn ar C'hornôg) d'an 18 a viz Gwengolo 1957 evit ar wech kentañ. Evel e-keñver hogos an holl oberennoù gant Kubrick e savas tabutoù ouzh Paths of Glory en Europa a-bezh, e-lec'h na oa ket pareet holl c'houlioù an Eil Brezel-bed c'hoazh. N'hellas an arvesterien alaman (ad)sellet ouzh ar film nemet daou vloavezh goude bezañ bet skignet, nec'het ma oa o gouarnamant ma vije feuket pennoù-bras Bro-C'hall. Er vro-mañ, paket e lagenn Brezel Aljeria, ne voe ket re ziaes d'ar c'hevredigezhioù soudarded kozh ober ar pezh a oa ret evit ma vije daleet dont er-maez ar film gant United Artists (hep na vije berzet koulkoude !) : plegañ a reas ar broduourien stadunanat ha ret e voe gortoz triwec'h bloavezh ouzhpenn. Eeunoc'h e voe planedenn ar film e Spagn dre ma voe berzet gant gouarnamant Franco ha kement-mañ betek unnek bloavezh war-lerc'h marv an diktatour spagnol. Daoust d’an tabutoù bezañ bet ouzhpenn kreñv pa oa bet kinniget Paths of Glory e Brusel e voe tapet Priz meur Union de la critique de cinéma (UCC) belgiat gantañ e 1959.

Fichenn deknikel

kemmañ

An danvez

kemmañ
 
Ar jeneral Mireau (George Macready).

E 1916 ez eo kemmet an emgannoù, sac'het ma chom ar soudarded en o fozioù-difenn. Broudañ a ra ar jeneral Broulard, e penn e rannarme, ar jeneral brigadenn Mireau da gemer ur c'hreñv a savlec'h dalc'het gant an Alamaned, en ur reiñ dezhañ da gompren e rafe vad da red e vicher. N'en do soudard ouzhpenn ebet ha berr-kenañ e vo bombezadeg kent linennoù-difenn an enebourien. Fiziet eo an arsailh er c'horonal Dax ha n'eo ket evit mirout ouzh 701 Rejimant Troadegiezh[1] a vezañ pilet dindan dennoù stank an Alamaned. O spurmantiñ an dachenn-emgann war-bouez e c'hevellunedenn e stad ar jeneral Mireau ez eus soudarded hag a zo chomet er fozioù, diaes dezhe mont kalz pelloc'h eget an aspled anezhe. Aet en egar e c'houlenn, dre bellgomz, ma vo bombezet al linennoù gall evit ober d'an droadeien mont war-raok[2] ; en aner, dre m'eo nac'het groñs hen ober gant an ofiser kanolierezh hep gourc'hemenn dre skrid.

Koll e vrud ne fell ket da vMireau hag ober a ra e veno kas ar rejimant dirak al lez-vrezel : hetiñ a ra ma vo fuzuilhet ur c'hant soudard bennak. Talañ a ra Dax ouzh un diviz hag a gav hegus. D'ar jeneral Broulard ez eo ar ger diwezhañ a-benn ar fin : tri den hepken, dibabet e-barzh pep strollad eus ar rejimant, a vo barnet.

Heuget gant kement a zireizhded e c'houlenn Dax, alvokad diouzh e vicher a-raok ar brezel, an aotre da zifenn an tri soudard a vo lakaet da damallidi. Mard eo tennet d'ar sord anv ar soudard Arnaud, dibabet eo hini Férol dre ma tremen da zen noazus ouzh ar Gevredigezh. Gwashoc'h c'hoazh : dilennet eo bet Paris gant al letanant Roget, aon gant an ofiser e vefe diskuliet al laoskoni en devoa diskouezet dirak ar c'horporal da-geñver arvoudoù kent. En desped d'an arguzennoù poellek ha d'an displegadennoù kinniget gantañ n'eo ket ar c'horonal evit mirout ouzh an drevezadenn a brosez a vont betek penn : en abeg d'o « laoskoni ouzh an enebourien » ez eo kondaonet Arnaud, Férol ha Paris da vezañ fuzuilhet a-wel d'ar rejimant a-bezh a-benn antronoz. Hag int o-zri toullbac'het e-barzh ul loch da dremen o nozvezh diwezhañ. O klask terriñ e enkrez da Arnaud e sav ur sachig etre hemañ ha Paris : gwallgouezhañ a ra ar soudard ha gloazet fall eo. Kollet e anaoudegezh gantañ e chomo er stad-se betek e lazhidigezh.

Goude bezañ dastumet testeni an daou ofiser kanolierezh a oa bet gourc'hemennet dezhe gant ar jeneral Mireau tennañ war e soudarded dezhañ ez a ar c'horonal Dax da gaout ar jeneral Broulard. Kompren a ra hemañ n'hell ket mirout ouzh un enklask war emzalc'h Mireau ha kinnig e garg da zDax, kendrec'het mard eo ez eo debret ar c'horonal gant ar youl-sevel. Ne vo ket lezet o buhez d'an tri c'hondaonad : fuzuilhet int 'ta ha ret eo eren Arnaud ouzh e gravazh, hag eñ semplet, evit ma vo graet e stal d'ar soudard en e sav[3] ! Ouzhpenn heuget e nac'h Dax e enraog, gwell gantañ mont da gaout e soudarded a zo war-nes mont d'an talbenn en dro...

Roll ar gomedianed pennañ

kemmañ
 
Ar soudard Férol (Timothy Carey), ambrouget gant an tad aluzener (Emile Meyer), kent bezañ fuzuilhet.

War roll aktourien ur film brezel n'eo ket gwall souezhus kavout un aktourez hepken, Christiane Susanne Harlan hec'h anv. E dibenn ar film e talc'h perzh ur brizoniadez alaman goulennet ganti kanañ Der treue Husar[7] en alamaneg dirak ar soudarded c'hall a-raok dezhe distreiñ d'an emgann. Eurediñ a reas da gKubrick e 1958.

Adc'hoarierien alaman ha stadunanat a voe gopret, ar pezh a c'hell displegañ petra zo kaoz n'eo ket gwall reoliek jestroù 'zo gant soudarded sellet evel... gall.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Ne voe ket eus ar rejimant-se el lu gall e gwirionez. Ar 421vet Rejimant Troadegiezh a voe an hini diwezhañ, krouet e miz Eost 1915.
  2. C'hoarvezout a reas an darvoud-se evit gwir e miz C'hwevrer 1915 pa c'houlennas ar jeneral Reveilhac gant e ganolierien tennañ war fozioù-difenn gall !
  3. Un darvoud gwir, gouzañvet gant an isletanant Jean-Julien Chapelant d'an 11 a viz Here 1914 e Beuvraignes (Somme).
  4. Ar jeneral Géraud Reveilhac e gwirionez.
  5. Dic'hopret e voe a-raok na voe peurechu ar film.
  6. Ar c'horonal Pierre Marie Amédée Bérube e gwirionez.
  7. An houzard feal, ur ganaouenn bobl alamanek, bet lakaet e galleg gant Francis Lemarque evel Marjolaine.