Pennar Davies
Ur brogarour kembreat hag ur skrivagner kembraek a feiz kristen e oa William Thomas Pennar Davies, anavezet evel Pennar Davies (12 a viz Du 1911 - 29 a viz Kerzu 1996).
E vugaleaj
kemmañN'eo ket bet ganet en un tiegezh kembreat rik. E vamm a oa genidik eus harzoù Bro-Gembre, Gwent, ur seurt Breizh-Uhel saoznekaet abaoe meur a gantved, hag a vage un dispriz ruz ouzh ar c'hembraeg hag ar gembraegerion, hag hi o tont eus ar werin a-hend-all. Dimezet e oa gant ur mengleuzier eus glaouva Morgannwg, ur c'hembraeger anezhañ, nemet ur mengleuzier a oa diaes dezhañ skoulmañ ganti. Er bloavezhioù 1931–1940 e rae an enkadenn he reuz er vro, ha war ar marc'had e c'hoarvezas gantañ gwallzarvoudoù micher a c'hloazas anezhañ grevus. Setu, en dienez edo an tiegezh, ha na oa ket perzhiek zoken en amzer-hont e buhez sevenadurel kembraek renkad ar vicherourion er rannbarzh-hont. Dre chañs e c'hellas ar mab Pennar, boulc'hañ studioù, a-drugarez da harp ur c'houvriadez, ur vourc'hizez saoznek deol, a skoazelle krennarded danvez enno, gant ar spi en em lakafent e servij ur ranniliz kristen bennak (evel ma oa itronezed e Breizh a baee studioù yaouankizoù en ur c'hloerdi bennak). Evel-se e teuas Pennar Davies a-benn da zont tre en ur skolaj protestant e Londrez, hag eno e c'hounezas ur yalc'had evit kenderc'hel gant e studi er Stadoù-Unanet e-lec'h e vanas betek derc'hent an eil brezel bed. Ur marevezh dudius a dremenas ar skrivagner er ranndir-se ha skoulmañ a reas eno mignonezhoù a badas betek fin e vuhez. Ergerzhout a reas ar c'hevandir-se zoken e karr-tann, un ergerzhadenn a lezas dezhañ eñvorennoù dreist ankounac'h. Kollet en doa neuze ar feiz mui pe vui, ha ma n'en dije ket graet e soñj distreiñ d'e vro, da Gembre, e vije deuet da vezañ ur C'hembread saoznekaet ouzhpenn, evel nouspet kant miliad all er riez-hont ; ha moarvat ne vije ket deuet da vezañ ar skrivagner kembraek e teuas da vezañ a-c'houdevezh. Kavout a reas e hent enta o tistreiñ da Gembre e deroù ar brezel. A-benn ar fin ez adkavas un tamm feiz kristen hag emstrivañ a reas evit bezañ rener un doare kloerdi kristen protestant e mervent ar vro, e Aberhonddu. A-ziaraok en doa peurechuet e studioù e "Skolaj Mansfield" e Londrez ; e Redec'hen e chome kêrbenn an deskadurezh hag ar stummadurezh protestant er stad vreizhveurat abaoe deroù an disivoud ; er skolaj-se e oa unan eus ar vlenierion, un Nathanael Micklem, a oa douget da studi feizoniezh Sant Yann, ha da hini prederouriezh sant Tomaz Akwino ha keneil ar feizoniour suisat Karl Barth, un "uhelilizour" digemplegour, ur blenier all e oa Cecil John Cadoux. Hogen isrener an ensavadur en doa mennozioù krennenebet ouzh re Nathanael Micklem. Diaes e vo da Bennar Davies magañ ur preder unvan diwar-benn ar feiz en abeg da grennenebiezh an daou rener eus ar skolaj, hogen brasoc'h e voe warnañ levezon C.J. Cadoux eget hini egile ; peurgent e taolas evezh ouzh e oberenn "The historic Mission of Jesus" ma kaver an delanvad anezhi en oberenn gembraek Pennar Davies "Y Brenin Alltud" a zeuas er-maez e 1974. E-pad ar brezel enta e peurechuas Pennar Davies ar studioù a zlee aotren dezhañ dont tre e frammoù ar Brotestantiezh e Kembre. En em arbennikaat a reas e-pad ar studioù-se war boent istor an ilizoù protestant (eñ a implije ar ger en unander) ha savet en doa ur studiadenn : "The elisabethan drama in its relationship to christian doctrine and christian controversy", a denne d'an istor-se.
Ur protestant
kemmañPezh a gadarnaas anezhañ en e brotestantiezh e voe e zimeziñ gant ur Yuzevez alaman kanttroet d'ar gristeniezh protestant deol, a anavezas e-pad e studioù e Redec'hen, a heulias anezhañ e Kembre, a zeskas kembraeg hag a savas er yezh-se ar vugale he devoe digant he gwaz..
A-ziagent e oa bet ur "person" plaen en ur barrez saoznek eus Caerdydd. Goude tremen meur a vloaz eno, en doa asantet da gemer ur garg a gelenner istor an Iliz, dreist-holl, an hini brotestant, e Bangor, e-pad 4 bloaz eus 1946 da 1950. Pouezus e voe ar bloavezhioù-se dre ma teuas tre en emsav Kembre d'ar mare-se, oc'h emouezañ ouzh skog ar feiz kristen en istor ar vro, er grez arnevez peurgent (pezh a greñvae e zoug d'ar brotestantiezh) hag o tont da vezañ mignon Gwynfor Evans a zlee kemer penn ar Strollad Broadel. D'ar mare-se eo e reas Pennar Davies e yezh eus ar c'hembraeg (en deroù en doa dremmet ouzh ur redad a skolveuriad saoznek), un emouezadur a reas dezhañ asantiñ da ren "kloerdi" bras Aberhonddu. E devoud e c'helled krediñ, d'ar mare ma sammas ar garg-se,ne oa c'hoarvezet kemm ebet en Iliz hag en he buhez. Hogen e-kerzh ar bloavezhioù 70 e voe tizhet an "Ilizoù" protestant istorel e Kembre gant enkadenn ar feiz. Soñjet en doa Pennar Davies e c'hellfe kavout an tu da herzel ouzh an enkadenn-se dre ar vodernouriezh, o tilezel ar bongoalioù a oa bet e diazez ar feiz abaoe an deroù, hag o virout koulskoude ar gredenn e doueelezh ar C'hrist, harpet hepken war e neuzid hag e skouerelezh evit an denion. Ar re-mañ a save an Iliz o kemer anezhañ da batrom, o klask kas da wir ar stumm kevredigezh erbedet gantañ en e brezegerezh hag e obererezh. Ne roed mui kement pouez da aberzh ar Groaz. Dont a rae pep kristen gwirion da seveniñ, evit e lod, an dasprenadur, o sevel rouantelezh Doue war an douar, o tilezel, eveltañ, kement feulster a oa. Disoñjal a reer ez eo peoc'helouriezh Plaid Cymru awenet gant ar sellboent-se, hag ez eo a orin relijiel. A-benn ar fin e tlee bezañ tizhet rouantelezh Doue war an douar, dre youl-vat ar gristenion. War ar c'hevandir en doa Teillard de Chardin difennet un dezenn damheñvel. Erouezoud ar C'hrist a oa devoudet, koulz lavaret, gant dinodadur ur gevredigezh kristen krouet gant ar gristenion. Skouer ar C'hrist e-unan a oa ar pep pouezusañ en e istor ; ar peurrest, burzhudoù, n'o doa talvoudegezh ebet, e c'hanedigezh diwar ur Werc'hez h.a. a vire outañ a vezañ un den evel ar re all, h.a. Sur eo ez eo bet intret stourm Pennar Davies evit Kembre hag e zishualded gant e vodernouriezh. Skoazellañ a reas a-dost Gwynfor Evans, rener Plaid Cymru, en e emgann. Hogen gwiriañ a c'hellas a-barzh pell, er bloavezhioù 80, peurgent, ne c'helle ar feiz kristen nag ar gristenion c'hoari roll ebet, peogwir ne oa ket mui anezho. Kuitaat a rankas Aberhonddu peogwir ne oa mui a zanvez gweinideion. Er skol-veur hec'h-unan, evel helenneg e kavas repu e diwezh e vuhez, a voe trist a-walc'h peogwir e voe tizhet gant kleñved Alzheimer en e vloavezhioù diwezhañ.