Petit Soldat (Maupassant)
Petit Soldat (Soudard bihan ) zo un danevell c'hallek gant ar skrivagner gall Guy de Maupassant, en 1885, embannet en dastumad Monsieur Parent.
Istor
kemmañPetit Soldat a oa bet embannet e Le Figaro an 13 a viz Ebrel 1885. Goude-se e voe adembannet en dastumad Monsieur Parent, ha lakaet da seitekvet ha diwezhañ danevell.
An danevell
kemmañBep Sul, daou soudard, Jean Kerderen ha Luc Le Ganidec, genidik a Vreizh, a guita o c'hazarn e Pariz da vont da bourmen etrezek kêriadenn Bezons.
Maupassant ha Breizh
kemmañMeneget eo anvioù kêr Gwened hag ar Morbihan, Mor Bihan Gwened. Krouet en deus an oberour ivez anvioù brezhonek, pe liv ar brezhoneg warne : anvioù an daou soudard, hag anvioù-lec'hioù , Kermarivan, Plounivon, Locneuven.
Div gontadenn all eus an dastumad a c'hoarvez e Breizh: À Vendre, ha Le Baptême.
Embannadurioù
kemmañ- Le Figaro, 1885
- Monsieur Parent, dastumad embannet en 1885 gant Paul Ollendorff.
Liamm diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ