Repuidi-brezel e Breizh (1937-1945)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur bern repuidi-brezel a zeuas da Vreizh adalek 1937, da gentañ abalamour da Brezel Spagn hag abalamour d'an Eil Brezel-bed (1939-1940) war-lerc'h. Ur yoc'h annezidi eus aodoù Breizh a rankas kuitaat o c'humun ivez, da skouer re bro An Oriant dre ma veze bombezadegoù alies gant ar Re Gevredet. E 1944-1945 e rankas ivez ar re a oa o chom e godelloù an Oriant ha Sant-Nazer mont kuit, en abeg d'an diouer a voued ha d'an emgannoù dreist-holl.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
== Repuidi deut eus Spagn ==
- 1937: degemeret e vez tud o tont eus Spagn, Euskariz en o mesk, e Breizh, abalamour da Brezel Spagn; 2500 anezhe a zo kaset da Borzh-Lae[1].
- Mae - Eost 1937: tro 2 300 repuad a zegouezh e Penn-ar-Bed[2].
- 9 a viz Mae 1937: 446 bugel degemeret e Ploeneg.
- Ar "Skoazell Ruz", gant e gadoriad Louis Guilloux, a glask gwellaat an traoù evit ar re a zo deut da Sant-Brieg.
- 2-3 a viz C'hwevrer 1939: 180 mui 280 repuad o tont eus Spagn a zilestr e Groe a-raok bout kaset de Borzh-Loeiz[3].
- 1añ a viz Meurzh 1939: krouet eo Servij Departamantel ar Repuidi er Mor-Bihan.
- Hañv 1939: yuzevion, darn anezhe a orin eus Polonia, a zeu d'ober o annez en departamant, en Oriant, en Arvor hag e Kiberen da skouer.
- 3 a viz Gwenholon 1939: Bro-C'hall a ziskler ar brezel ouzh Alamagn.
- Gwenholon 1939: Servij Departamantel ar Repuidi a grog gant e labour da vat.
- 1añ a viz Gwenholon 1939 - 10 a viz Mae 1940: 20 000 repuad a zegouezh er Mor-Bihan.
- Here 1939: tro 600 a dud a zo degemeret e Pondi.
- 10 a viz Mae 1940 - 17 a viz Even 1940: 133 500 repuad ouzhpenn a zegouezh er Mor-Bihan. Dont a reont eus Norzh ha Reter Bro-C'hall hag eus an Izelvroioù, eus Belgia (meur a familh yuzev e-mesk ar re-mañ) hag eus Luksembourg.
- 24 a viz Mae 1940: urzh a-berzh ar jeneral Le Bleu e Gwened d'ar repuidi mont da ti-kêr o c'humun-annez evit bout marilhet.
- Hañv 1940: 750 0000 repuad e Breizh.
- Dibenn miz Gwenholon 1940: ne van nemet 7 200 repuad eus 1939-1940 er Mor-Bihan.
- 1942: hervez ar velestradurezh e chom 3 580 repuad eus an diavaez e departamant ar Mor-Bihan[6]
Repuidi eus ar c'hêrioù bombezet
kemmañ- Annezidi broioù Brest hag An Oriant a rank klask repu e lec'hioù all, pell eus Breizh a-wezhoù, abalamour d'ar bombezadegoù stank er porzhioù-brezel gant ar Royal Air Force hag an United States Army Air Forces. D'an 3 a viz C'hwevrer 1943 e tiviz prefed ar Mor-Bihan e ranko an annezidi neus ket afer anezhe evit ar mont-en-dro armerzhel kuitaat kumunioù An Arvor, An Oriant, Gavr, Keriadoù, Lannarstêr, Lokmikaelig, Plañvour, Porzh-Loeiz ha Rianteg[6] .
Notennoù ha dave
kemmañ- ↑ Archives départementales du Morbihan, Le Morbihan en guerre 1939-1945, 2009, pajenn 18
- ↑ Espagnols en Bretagne
- ↑ Histoire de l'île de Groix
- ↑ Archives départementales du Morbihan, Le Morbihan en guerre 1939-1945, 2009, pajennoù 17-18
- ↑ Association Mémoire-Yzkor-Morbihan
- ↑ 6,0 ha6,1 Lanester, histoire d'une Libération, 1995, pajenn 14