Roll gouarnourien roman Enez Vreizh

Wikimedia roll

Setu aze ur roll diglok eus Gouarnourien roman enez Vreizh. Enez Vreizh, anvet ivez Preden pe Britannia e latin zo bet ur broviñs koñsulel eus an impalaeriezh roman goude aloubadeg an Impalaer Glaoda Iañ e 43. Evel proviñs koñsulel e ranke ar c'houarnerien anezhi bezañ anvet da goñsul gant Roma kent dezho gellout gouarn. Un darn vat eus ar goñsuled a oa "consul ordinares", kavet e vezont e Roll koñsuled an Impalaeriezh roman uhelañ. Ar c'houarnourien ziwezhañ a c'halle bezañ eus renk ar varc'heien, ur renk izeloc'h.

N'eo ket bet renablet an holl c'houarnourien gant an istorourien roman. Kalz anezho n'int ket anavezet nemeur, paneve dre roudoù epigrafek pe dre mammennoù all evel lizheroù Vindolanda. War-lerc'h distro Gnaeus Julius Agricola da Roma n'hall an deiziadoù respet nemet bezañ goulakaet. Lod zo c'hoazh dianav penn-da-benn ha, d'ar mare ma voe rannvet Preden e proviñsoù disheñvel eo toull-didoull ar marilhoù.

Gouarnourien KlaodaAozañ

Gouarnourien FlaviusAozañ

Gouarnourien TrajanAozañ

Gouarnourien HadrianAozañ

Gouarnourien AntonAozañ

Gouarnourien SeverusAozañ

Mammennoù zo a ra anv eus ur gouarnour all, un eil Ulpius Marcellus. Soñjet e veze e oa ur mab d'ar c'hentañ Ulpius Marcellus, bet o servijout e-tro 211. Kement-se zo diazezet war un enskrivadur falldeiziataet ha soñjet e vez bremañ ne oa bet nemet un Ulpius Marcellus.

Meret e voe ar broviñs betek ur poent gant Caracalla ha Publius Septimius Geta, daou vab an impalaer Septimius Severus e-pad aloubadeg o zad ha just goude an taolioù-brezel-se a c'hoarvezas etre 208 ha 211.

Rannadur etre Britannia Superior hag InferiorAozañ

Degemer a ra ar roll-mañ e c'hoarvezas ar rannadur melestradurel da vat e-tro 213 pe bloaz pe zaou a-raok.

Britannia Superior (Preden Uhelañ)Aozañ

Britannia Inferior (Preden Izelañ)Aozañ

Diosezoù Enez VreizhAozañ

Pa voe adenframmet Preden en impalaeriezh roman e voe rannet an enez adarre gant Diokletian, e peder froviñs disheñvel ar wech-mañ Maxima Caesariensis er gevred gant Londrez da gêr-benn, Flavia Caesariensis er reter gant Lincoln da gêr-benn], Britannia Secunda en norzh gant York da gêr-benn, ha Britannia Prima er c'hornôg (gant Kembre a-hiziv e-barzh) gant Cirencester da gêr-benn. Bez' ez eus bet ur pempvet proviñs anvet Valentia n'eo ket padet pell, moarvat en norzh pellañ. Pep proviñs a oa en he fenn ur gouarnour eus renk ar varc'heien (ur praeses) evezhiet gant ur vicarius (vikel). Diwezhatoc'h, er IVe kantved, e rankas gouarnour Maxima Caesariensis bezañ gant renk ur c'hoñsul. An anvioù a-is eo an nebeud re zo testeniekaet eus ar mare-hont a c'holo ur prantad 100 vloaz pe dost betek war-dro 408 pa voe argaset ar melestradur sivil roman eus an enez gant ar Vrezhoned.

Vikeled (Vicarii)Aozañ

GouarnourienAozañ

Renerien all Enez VreizhAozañ

Skraperien ha renerien impalaeriezh ar C'hornôg diazezet war Enez VreizhAozañ

  • E-tro 278 en em savas ur gouarnour dianav a voe trec'het fonnus.
  • Carausius, impalaer skraper diazezet e Preden 286 - 293
  • Allectus, warlec'hiad Carausius 293 - 296
  • Magnentius impalaer emsavet mestr war an darn vrasañ eus kornôg Europa 350353
  • Ur Carausius all, anvet Carausius II gant an istorourien a c'hall bezañ klasket skrapat ar galloud etre 354 ha 358
  • Magnus Maximus, sellet nemet skraper adalek Mezheven 383; anavezet da impalaer ar C'hornôg gant Teodosius I e Beroae (bro Trakia), adalek 31 Eost 384. Bet trec'het gant Teodosius ha dibennet e Aquilea, an 28 Eost 388. (cf Zosso ha Zingg, p. 173-175)
  • Marcus, anvet da impalaer gant Lu Preden, 406
  • Gratian, Impalaer diazezet en Enez Vreizh, 407
  • Kustantin III, ur soudard eus Preden deuet da vezañ impalaer ar C'hornôg.

Renerien eus ar vroAozañ

Renerien vilourelAozañ

DaveennoùAozañ

  • (en) Frere, S, Britannia, Routledge, London, 1987
  • (en) Salway, P, Roman Britain, OUP, Oxford, 1986

Levrioù talvoudusAozañ

  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Errance. Paris. 1994