Kantved Aour Spagn
Ar Siglo de Oro, pe Kantved Aour Spagn (e brezhoneg) zo un droienn spagnolek ijinet en XVIIIvet kantved gant al lenneg spagnol Luis José Velázquez, markiz Valdeflores (1722-1772), a reas ganti e 1754 en e oberenn Orígenes de la poesía castellana, nemet d'ober anv eus ar XVIvet kantved e oa.
Hogen war e lerc'h e voe adkemeret hag astennet d'ober anv eus ar marevezh klasel p'edo sevenadur Spagn en e varr, an arzoù hag al lennegezh dreist-holl, da vare an Azginivelezh er XVIvet kantved hag ar Varokelezh er XVIIvet kantved, d'ar c'houlz ma renas Tiegezh Habsburg er vro.
Hiziv pa gomzer eus Siglo de Oro e komzer eus ar mare adal embannadur Gramática castellana Antonio de Nebrija, e 1492, hag a glot gant fin ar Reconquista ha beaj kentañ Kristof Kolomb, betek marv ar skrivagner Pedro Calderon de la Barca e 1681, daoust ma vez lakaet da echuiñ abretoc'h alies ivez, gant Feur-emglev ar Pireneoù, etre Bro-C'hall ha Spagn, e 1659.
Tisaverezh
kemmañTisavouriezh an Azginivelezh a vleunias e Firenze, Roma ha kêrioù all eus Italia da gentañ, diwar an doug d'an tisaverezh klasel. Ac'haleno e tizhas broioù all, ha Spagn en o zouesk.
Div oberenn veur a zo brudet dreist ar re all e Spagn: Palez Karl V en Granada, ha manati an Escorial, savet gant Felipe II, met kalz a re all zo. Hag ar XVIIvet kantved zo bet marevezh ar varokelezh n'eo ket en Europa hepken. En Amerika e tiorroas doareoù barok dibar, ha dreist-holl e Mec'hiko, Perou ha Kuba.
Kizellerezh
kemmañE deroù ar XVIvet kantved e voe gwelet Italianed o tont da da labourat da Spagn: Domenico Fancelli, Pietro Torrigiano ha Jacopo Florentino, lesanvet el Indaco.
- E Kastilha e voe gwelet ar remziad kentaén a gizellerien o tont gant Vasco de la Zarza (trascoro de la catedral de Ávila), Felipe Vigarny (retablo mayor de la catedral de Toledo), Bartolomé Ordóñez (sillería del coro de la catedral de Barcelona) ha Diego de Siloé (bez don Alonso de Fonseca y Acevedo en Kouent Úrsulas Salamanca;
- E Kurunenn Aragon e ranker ober anv eus labour Damián Forment (stern-aoter meur Iliz-veur ar Pilar, e 1509, ha hini Manati Poblet, e 1527), Gil Morlanes an Henañ (dor-dal iliz Santa Engracia e Zaragoza). Gabriel Yoly, a gizellas er c'hoad, hep lieslivañ, stern-aoter iliz-veur Teruel en 1536.
-
Damián Forment
Retable. Iliz ar Pilar, e Zaragoza. -
Sebastián de Almonacid
Bez Doncel de Sigüenza -
Gregorio Fernández
Badeziant Jezuz, (1624-28) -
Juan Martínez Montañés
Cristo de los cálices (1603-1604) -
Pedro Roldán
Beziañ Jezuz (1670-1673). -
Francisco Rincón
Sevel ar Groaz
Liverezh ha kizellerezh
kemmañLivourien e-leizh a vrudas an arz spagnol. Diego Velázquez, unan eus meurañ livourien Europa, a oa livour e lez ar roue Felipe IV, ha tost ouzh e bennvinistr Dug Olivares, en deus savet ur bern poltredoù brudet en istor an arz. El Greco en deus levezonet bras an arz spagnol pa zegasas arz an Azginivelezh gantañ eus Italia da Spagn. Ret eo menegiñ ivez Bartolomé Esteban Murillo, ha Francisco de Zurbarán.
E-touez ar gizellerien eo brudet Gregorio Fernández, Juan de Juni...
Livourien veur an Azginivelezh
kemmañ- Pedro Berruguete (c.1450-1504)
- Luis de Morales (1509-1586)
- Alonso Sánchez Coello (1531-1588)
- Juan de Juanes (1523-1579)
- Juan Fernández Navarette (1526-1579)
Livourien veur ar Varokelezh
kemmañ- Juan Carreño de Miranda (1614-1685)
- Claudio Coello (1642-1693)
- Juan Bautista Maíno (1569-1649)
- Juan Bautista Martínez del Mazo (1612-1667)
- Francisco Herrera el Mozo (1622-1685)
- Antonio de Pereda (1611-1678)
- Francisco Ribalta (1565-1628)
- José de Ribera (1591-1652)
- Alonso Cano (1601-1667)
- Juan de Valdés Leal (1622-1690)
Sonerezh
kemmañSonerien veur zo bet ivez, evel Tomás Luis de Victoria, Francisco Guerrero, Luis de Milán hag Alonso Lobo.
Lennegezh
kemmañBleuniañ a reas al lennegezh spagnolek, gant anvioù daou zen illur : Miguel de Cervantes ha Lope de Vega, ha ne dleont ket kuzhat anvioù an dud niverus bihanoc'h o brud en diavaez d'ar bed spagnolek.
Romantoù
kemmañE-touez skedusañ oberennoù lennegezh ar bed emañ romant Miguel de Cervantes, Don Quijote de la Mancha.
E-kichen da se e tiorroas an novela picaresca, ma konter troioù lamponed, evel e Lazarillo de Tormes (1554, oberour dianav), e Guzmán de Alfarache (1599-1604), gant Mateo Alemán, pe en Estebanillo González, pe c'hoazh e La vida del Buscón, gant Quevedo (1626).
C'hoariva
kemmañKen pouezus all ha fonnusoc'h zoken eo oberenn Lope de Vega, en dije savet mil pezh-c'hoari e-kerzh e vuhez, pa ne chom nemet pevar c'hant anezho hiriv.
Barzhoniezh
kemmañUr c'hiz italian a renas e Spagn evel e meur a vro all er XVIvet kantved en arzoù a voe bras hec'h efedoù er varzhoniezh. Garcilaso de la Vega, Juan Boscán ha Diego Hurtado de Mendoza a stagas d'ober gant ar werzenn unneksilabennek ha da heuliañ daoreoù ar Petrarchismo, pe petrarkegezh. Boscán a savas manifesto ar skol nevez en e Epístola a la duquesa de Soma hag a droas El cortesano di Baldassarre Castiglione e kastilhaneg. Enep dezho e savas broadelourien evel Cristóbal de Castillejo pe Fray Ambrosio Montesino, a rae gant an eizhsilabenneg.
E dibenn ar XVIvet kantved e tiorroas ar varzhoniezh relijiel ha kevrinek, gant Juan de la Cruz, San Juan Bautista de la Concepción, San Juan de Ávila, Santa Teresa de Jesús, pe penediñ gant fray Luis de León, fray Luis de Granada, astennet ur pennad gant Quietismo Miguel de Molinos.
Er XVIIvet kantved e voe gwelet daou zoare enebet, hini conceptismo Francisco de Quevedo ha culteranismo Luis de Góngora o keveziñ. Hervez ar veizadouriezh e oa ret klask lavarout ar muiañ gant an nebeutañ a c'herioù. Gant ar gongorismo e veze astennet ar stumm en-dro d'ur ster bihanik ha luziet e oa an ereadurezh ken e oa diaes da lenn ha kevrinek ar c'hompren. Skouer Luis de Góngora a veze heuliet gant Kont Villamediana, Gabriel Bocángel, al leanez Juana Inés de la Cruz pe Juan de Jáuregui, pa oa skeudennet ar c'h-conceptismo gant Kont Salinas, Lope de Vega pe Bernardino de Rebolledo, pep hini en e zoare.
Levezon en estrenvro
kemmañBras e voe levezon lennegezh Spagn e deroù ar XVIIvet kantved war al lennegezh c'hallek, ar romant hag ar c'hoariva dreist-holl.
Jean Rotrou (1609-1650) ha Paul Scarron (1610 - 1660) a voe brudet o oberennoù a zreveze an oberourien spagnol ha gante e voe levezonet Pierre Corneille (Le Cid) ha Molière, hag ivez Thomas Corneille, Alain René Lesage (Gil Blas) , John Vanbrugh etc. Troet e voe ar c'hoariva spagnolek en izelvroeg, gant Theodore Rodenburg, e Bro-Saoz gant John Webster, Fletcher, Dryden, etc.