• Marteze emaoc'h o klask ar pennad Tangi, diwar-benn an anv-badez?

Tangi a oa ur manac'h a veve e Bro-Leon er VIvet kantved. Savet en dije abati Lokmazhe e-kichen Konk-Leon. Lidet e vez e ouel d’ar 27 a viz Du (pe d’an 18 a viz Du).

Ar vojenn

kemmañ

Kontet eo bet buhez Tangi gant Albert Le Grand.
Ur wech e oa un aotrou o chom e kastell Tremazan, e-kichen Porsal, e Goueled Leon. Marvet e oa e wreg digantañ, o lezel daou vugel, ur mab anvet Gurgi pe Gourgi, hag ur verc’h anvet Eodez. Addimeziñ a reas an tad met kas he doa al lezvamm ouzh bugale he gwaz. Pa oa krennard e oa bet kaset Gurgi da lez roue ar Franked da vezañ savet eno. Pa zistroas da di e dad hag e lezvamm e klevas gant hounnezh e veze renet ur vuhez diroll gant e c'hoar. Gant ar gounnar e redas Gurgi war-lerc’h Eodez hag e troc’has he fenn outi. Pa gomprenas ar pezh en doa graet ha pa welas e c'hoar o tont en-dro d’ar gêr gant he fenn dindan he c’hazel, e c’houlennas pardon digant e dad. Eodez a bardonas dezhañ ha mervel a reas-hi e miz Du 545.

Gurgi a fellas dezhañ ober pinijenn. Mont a reas da gavout Paol Aorelian, a oa eskob Bro-Leon, da gofesaat ha goulenn ober pinijenn. Kaset e voe da yuniñ e-pad 40 devezh en ur c’hoad e-kichen Landerne. Distreiñ a reas da gavout an eskob Paol ha neuze e voe anvet Tangi gant hemañ, da lavaret eo ki tan. En em dennañ a reas Tangi en ur manati war Enez Vaz. Un nebeud bloavezhioù goude e voe savet gantañ, ha gant daouzek manac’h all, ur manati er Releg, er menezioù.

Pa glevas e oa e dad war e dalaroù ez eas Tangi da gastell Tremazan. Eno e voe roet douaroù dezhañ gant e dad e-kichen Beg Penn ar Bed, dezhañ da sevel ur manati. Gant asant Paol e voe savet eno neuze ur manati, a voe anvet diwezhatoc’h Abati Lokmazhe Penn ar Bed.

Emgav diwezhañ Paol ha Tangi a c’hoarvezas en ur c’hoad e-kichen an Dreneg ha kemennet e voe dezho e oant o vont da vervel. Pa varvas Paol en e vanati en Enez Vaz e tremenas Tangi e manati ar Releg, e miz Meurzh 594. Kaset e voe e gorf da Lokmazhe hag eno e voe beziet.

Liammoù diavaez

kemmañ