Abdallah
anv paotr
Abdallah, Abdoullah pe c'hoazh Abdellah ( عبد الله en arabeg) zo un anv divoutin arabek savet gant ar gerioù ʿAbd (servijer) hag Allah ("An doue", an taol-mouezh war an eil silabenn). Un anv-bihan eo, deuet da vezañ un anv-tiegezh ivez.
Koshoc'h eo an anv eget an islam avat. Kar d'an anvioù biblek Abdiel hag Ovadia eo, ha heñvelster ganto. Daou rabin Abdoullah o anv a oa e Medina a-raok an islam : Abdoullah ibn Salam hag Abdoullah ibn Chouria. Bez' emañ ivez ar yuzev eus Yemen Abdoullah ibn Saba e-pad emled an islam.
Stank e vez kavet an anv-bihan Abdallah e-touez ar vuzulmaned hag ivez ar yuzevien Mizrac'h, dreist-holl e Siria hag en Irak.
Stummoù all
kemmañEr yezhoù all
kemmañTud brudet
kemmañAnvioù-bihan
kemmañ- Abdallah
- Abd Allah ibn az-Zubayr (623-692), niz Aicha
- Abdallah Ibn Yasin (war-dro 1050 - war-dro 1059), doueoniour
- Abdallah Iañ (1882-1951), roue Jordania
- Abdallah II (ganet e 1962), e vab-kuñv, roue Jordania
- Abdallah ben Abdelaziz Al Saoud (1924-2005), roue Arabia Saoudat
- Abdullah
- 'Abdullah ibn 'Abdil-Mouttalib, tad ar profed Mahomed
- Abdullah ibn Masud hag Abdullah ibn Omar, keneiled ar profed Mahomed
- Abdullah Ahmad Badawi (ganet e 1939), kentañ minitr Malaysia
- Abdullah Öcalan (ganet e 1949), bet e penn Strollad Labourerion Kurdistan
- Ali Abdullah Salih (1942-2017), prezidant Yemen
- Abdullah Shah, (ganet e 1959), roue Malaysia
- Abdullah Abdullah (ganet e 1960), den a Stad afghan
Anvioù-tiegezh
kemmañ- Abdallah
- Ahmed Abdallah (1919-1989), prezidant Komorez
- George Ibrahim Abdallah (ganet e 1951), stourmer komunour libanat
Tudennoù
kemmañ- Abdallah, mab an emir Mohammed Ben Kalish Ezab er bannoù-treset Troioù-kaer Tintin gant Hergé.