Arabeleg
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur yezh zaparoek eo an arabeleg. Komzet eo gant 50 a dud, war ur boblañ veuriadel a 500, e div geriadenn war ribl ar stêr Arabela e Perou. An dud gozh hepken e implij tra ma ra izili arall ar strollad gant ar c'hetchwaeg.
Arabeleg (Tapweyokwaka) | |
---|---|
En arvar bras | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Perou |
Rannved : | Amerika |
Komzet gant : | 50 |
Renkadur : | |
Familh-yezh : | Yezhoù zaparoek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
{{{livfamilh|Diouer}}}}}; font-size:120%; color:{{{livlizherennou}}};"|Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù : | SOV |
Frammadur silabek : | (C)(G)V(G) |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | ARL |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Doare skrivañ ha fonologiezh
kemmañUr yezh dre gomz eo an arabeleg. Un doare-skrivañ a oa bet ijinet evitañ avat gant ar yezhourien. An hevelep reolennoù hag ar spagnoleg a heul gant un nebeud disheñvelderioù :
- Distagañ a ra an arabeleg ar vokalennoù berr diouzh a vokalennoù hir a vez diskouezet dre lizherennoù doubl : shaaqui : n'eus ket
- c ha qu' a vez distaget g en trede silabenn ar ger pe en eil hini pa vez ur vokalenn hir er silabenn gentañ : jaaquejoriquiaa :o kanañ edon.
- e a zo digoroc'h eget e spagnoleg ha derc'hel a ra ul lec'hiadur-etre etre e hag i : muenu : kolier
- j a ve distaget c'h evel e spagnoleg met c'hwekoc'h e vez ha distaget dre-fri : jaanu : nijal
- ar vokalennoù a vez distaget dre fri kent n ha m
- r a vez distaget n wechoù'zo.
Pouez-mouezh
kemmañWar ar silabenn gentañ emañ ar pouez-mouezh ar peurliesañ met pas atav. Ar silabenn heñvel an eil ouzh eben a vez kenveuzet alies : jonenejonu > joonejonu : c'hwitellat
Vogalennoù
kemmañA-raok | Tost a-raok | Kreiz | A-dreñv | |
---|---|---|---|---|
Serr | i | u | ||
Peuzserr | ɪ | |||
Damserr | o | |||
Digor | a |
Kensonennoù
kemmañDiweuz | Dent | Logigoù | Drek-logigoù | Gouel | Tarzh | |
---|---|---|---|---|---|---|
Dre serriñ | [p] | [t] | [k] | |||
Dre daravat | [s] | [ʃ] | ɦ | |||
Dre fri | [m] | [n] | ||||
Dre dostaat | [w] | [j] | ||||
Dre froumal | [r] |
Yezhadur
kemmañAn anv
kemmañReizh yezhadurel ebet a zo gant an arabeleg. Evit un nebeud gerioù, o livañ tud dreist holl, e resisaer ar reizh dre stagañ lostgerioù
Cua niya-nu : Va mab
Cua niya-tu : Va merc'h
Raganvioù
kemmañRaganvioù-gour
kemmañSeizh raganv-gour en deus an arabeleg ha disheñvelañ a ra etre un ni endalc'hus hag un ni ezdalc'hus. Daou stumm o-deus ar raganvioù zaparoek : oberiant ha gouzañvus. Implijet e vez ar stumm gouzañvus da ziskouez an dro-damall ha rener ur verb-stad.
Oberiant | Gouzañvus | |
---|---|---|
Kentañ gour unander | janiya <br\> -nijia | cua <br\> cu- / cuo- /qui |
Eil gour unander | quiajaniya<br\> quiaa<br\> | quia <br\>quio-<br\>-quia <br\>cero |
Trede gour unander | nojuajua<br\>-Vri | na<br\>ne <br\>no<br\>-quinio |
Kentañ gour liester endalc'hus | pajaniya<br\>paa | pa <br\>pue- <br\>-pue |
Kentañ gour liester ezdalc'hus | canaa | canaa |
Eil gour liester | niajaniya<br\>niaa | nia<br\>nio |
Trede gour liester | nojori | na<br\>no- |
Skouer
kemmañDeroù Diskleriadur hollvedel gwirioù mab-den
Pámeere ííñújiri meíjcyame tsá múhójísí pañé ícubáhrádú meíjcyáítyuróne. Pámeere tsahdúré imí meíjcyame mewájyújcatsíñe mépíáábójcatsíiyá tsaatéké éhdííválletúmé éhne múu mépañétúéné nahbémuma meíjcyadu.
Daveoù
kemmañ- Dicconario Arabella—Castellano, Rolland G. Rich, Instituto Lingüistico de Verano, Perú – 1999
- Rich, Furne. 1963. "Arabela Phonemes and High-Level Phonology," SPIL I, 193-206
Liammoù diavaez
kemmañGwelet ivez
kemmañ
Ikito-Kawarano : Ikiteg • Aouchirieg† • Kahouaraneg†
Direnk : Omouraneg† • Konambeg† • Gayeg†
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |