Zaparoeg
Ur yezh zaparoek eo ar zaparoeg (anvet ivez kayapwe). Komzet eo e Proviñs Pastaza etre ar stêrioù Curaray ha Bobonaza war an harzoù etre Perou hag Ecuador.
Zaparoeg (Kayapwe) | |
---|---|
Hogozik marv | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Perou Ecuador |
Rannved : | Amerika |
Komzet gant : | 10 (?) (war 170) |
Familh-yezh : | Yezhoù zaparoek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | ZRO |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Statud ar yezh
kemmañUnan eus pobloù brasañ eus reter Amazonia e oa ar zaparoiz e amzer donedigezh an Europiz ha krediñ a reer e veze komzet o yezh gant 100.000 a dud bennak d'un ampoent. Kregiñ a reas o niver da digreskiñ, avat, abalamour d'ar c'hleñvedoù kaset gant an drevadennerien eus Europa ha da vrezelioù gant meuriadoù all argaset diouzh o zirioù gant ar re Wenn.
E deroù an XXvet kantved e voe aloubet o zachennad gant dastumerien kaoutchoug ha rediet e voe kalz eus o c'humuniezhioù da zivroañ. Hogozik distrujet e voe o c'hevredigezh ha kalz boutinoc'h e teuas an euredoù etremeuriadel da vezañ. Abalamour da se e teuas yezh ar Gechuaed da vezañ o yezh pemdeziek muioc'h-mui.
Ne chomfe nemet 150 - 170 Zaparoad e departamant Loreto hag an holl anezho a gomz Kechuaeg a zo aet da yezh voutin an Indianed er rannvro. War-dro 30% anezho a ra gant an achwareg ivez. 60% ar boblañs a gomz spagnoleg a zo yezh an deskadurezh nemetañ en Ecuador. E Perou e rann ar perzh-se gant ar c'hechuaeg. Etre dek hag ugent den a vefe barrek da gomz zaparoeg c'hoazh ha kozh ez int - dezho etre 65 ha 95 bloaz. Digenvez e vez ar gomzerien hag hini anezho n'eo unyezhek. N'eo ket mui implijet ar yezh war ar pemdez.
Emañ Zaparoiz o klask savete ar pezh a chom eus ar yezh ha desket e vez gerioù zaparoek er skolioù. Gwirheñvel e c'hwito ar strivadenn-se abalamour d'an diouer a dud varrek da sevel ur geriadur hag ur yezhadur gwir. Ur gevredigezh, Arutam hec'h anv, he deus divizet krouiñ ur stumm skrivet eus ar yezh hag he c'helenn e skolioù teiryezhek.
Livadur
kemmañFrammadur silabennek
kemmañUr frammadur silabennek eeun a-walc'h en deus ar zaparoek. Disaotret e vez ar berniadoù a gensonennoù (estreget gant ʔ) hg ne c'hell echuiñ ar silabennoù nemet dre ur vogalenn pe [w], [j] pe [ʔ].
Vogalennoù
kemmañA-raok | Kreiz | A-dreñv | |
---|---|---|---|
Serr | i | ||
Damserr | e | o | |
Digor | a |
Ur yezh SOV (rener-renadenn-verb) eo ar zaparoeg.
Kensonennoù
kemmañDiweuz | Dent | Logigoù | Drek-logigoù | Gouel | Tarzh | |
---|---|---|---|---|---|---|
Dre serriñ | [p] | [t] | [ʧ] (dre fic'hal) | [k] | [ʔ] | |
Dre daravat | [s] | [ʃ] | [h] | |||
Dre fri | [m] | [n] | ||||
Dre dostaat | [w] | [j] | ||||
Dre froumal | [r] |
Morfologiezh
kemmañUr yezh daspegel eo ar zaparoeg, evel an holl izili anavezet eus ar familh zaparoek. Stummoù lies ar ger a furmer dre stagañ lostgerioù ouzh ar wrizienn hep he c'hemmañ.
Morfologiezh añvel
kemmañPeder reizh - denek, nann-denek, gwregel ha gourel - ha daou niver - unander ha liester - en deus ar zaparoeg. Diskouezet e vezont dre al lostgerioù staget ouzh ar wrizienn.
Denek | nann-denek | gwregel | gourel | |
---|---|---|---|---|
Unander | naw | ka | to | no |
Liester | pʌ <br\>roʔa | ʔa |
Implijout a reer ivez ul lostger ispisial - ča - evit an anvioù denek hep dave ouzh an niver
Skouerioù :
- mʌàriča tà kwi : ur bugel on
- pakʌʌnaroʔa : hor c'herent
- nìano : mab
- nìato : merc'h
Troioù
kemmañDiskouez a ra ar zaparoeg an darempredoù etre ar gerioù dre lostgerioù. Er c'hontrol eus ar pezh a c'hoarvez er yezhoù indezeuropeek ne gemmont ket ar wrizienn met outi e vezont staget.
- -hi : evit
- -anoàhi : daoust da
- -hina \ hiʔna : da, e
- -ma \ ʔma : da, e
- -hinahi \ hʌnahi : eus, a
- -mʌrʌ : da, betek
- -niha : dindan
Skouerioù
- itamʌrʌ : betek an ti
- ahapaka acahowara naw koramahahina : flemmet he deus ur wenanenn e zorn
Ragañvioù
kemmañRagañvioù-gour
kemmañSeizh raganv-gour eñ-deus ar zaparoeg ha disheñvelañ a ra etre un ni endalc'hus hag un ni ezdalc'hus. Daou stumm o deus ar raganvioù zaparoek : oberiant ha gouzañvus. Implijet e vez ar stumm gouzañvus da ziskouez an dro-damall ha rener ur verb-stad. Ar stumm oberiant a c'heller implijout evel ur raganv-perc'hennañ dre lakaat anezhañ a-raok ar ger a ren.
Oberiant | Gouzañvus | |
---|---|---|
Kentañ gour unander | ko <br\> k- | ko <br\> kwi |
Eil gour unander | ʧa<br\> k-<br\> ʧ-<br\>ki- | ʧa |
Trede gour unander | naw<br\>n- | naw<br\>n- <br\>no |
Kentañ gour liester endalc'hus | pa<br\>p- | pa |
Kentañ gour liester ezdalc'hus | kana | kana<br\>kaʔno |
Eil gour liester | kina | kina<br\>kiʔno |
Trede gour liester | na | na |
Skouerioù
- pa na atihà : ni a gomzo
- ʧa noka taʃi : gortoz anezhañ
- koiha : va c'halon
- ko ità : va zi
- ʧa niano : da vab
Ragañvioù-diskouez
kemmañUr raganv-diskouez hepken en deus ar zaparoeg : noka. E implijout evel ur raganv-perc'hennañ eus an trede gour a c'heller ivez. Dre lemel al lostger -ka e vez furmet an unander.
Skouerioù
- noka toiʧa : e frouezh
- noka ità : an ti-mañ
Morfologiezh verbel
kemmañDispleget e vez ar verboù zaparoek dre stagañ lostgerioù ouzh ar wrizienn.
- ka\ʧa\ko : amzer dibaouez
- ha\ho : amzer dazont
- rʌ : peurc'hraet
- riʧa : amdremened
- no : stumm-nac'h
- akwa\ikwa\ʌkwa\okwa stumm-difenn
- wara\wa : amzer dremenet
- kwa : stumm-tu
- ʔ\rʌ :stumm-gortoz
Niveroù
kemmañ- 1 nuquaqui
- 2 namisciniqui
- 3 haimuckumarachi
Daveennoù
kemmañ- Bosquejo Gramatical del Zaparo, M. Catherine Peeke, Cuadernos Etnolingüisticos, n°14, Instituto Lingüistico de Verano, Quito, 1991
- Peeke, Catherine. 1962. "Structural Summary of Zaparo," in SEIL I, 125-216.
Liammoù diavaez
kemmañ(en) Zaparo's lost secret
(es) Yezhadur berr ar zaparoeg
(es) Revitalizando el idioma zápara
(fr) SAUVONS... LA LANGUE ZAPARA !
(en) Ar zaparoeg war Global Linguistic database
Ikito-Kawarano : Ikiteg • Aouchirieg† • Kahouaraneg†
Direnk : Omouraneg† • Konambeg† • Gayeg†
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |