Arnold von Harff (1471 e kastell Harff, Bedburg - miz Genver 1505) a oa ur beajer alaman eus ar XVvet kantved a orin eus Köln, hag a veajas e meur a vro war zigarez pirc'hirinañ. Studiañ a reas o gizioù hag o yezhoù ha lakaat an holl ditouroù-se dre skrid. Dastum a reas roudoù eus meur a yezh e pad e veaj (1496-1499) : ar brezhoneg, ar sloveneg, an turkeg, an euskareg, an hebraeg, ar « sarasineg » (an arabeg), an albaneg, an hungareg, ar sirieg, an « etiopeg » (an amhareg), hag an armenieg.

Ur bajenn eus danevell beaj Arnold von Harff etre 1496 ha 1499, embannet e 1554 (Levraoueg Bodley, Oxford, Bro-Saoz. MS. Bodl. 972). Diskouez a ra ar ul lodenn eus e spisc'heriadur brezhoneg-galleg dindan ur skeudenn eus giz Naoned.

Arnold von Harff a notenne war ur c'haier frazennoù pemdez a zeske o veajiñ dre ar broioù ergerzhet gantañ. Gras d'ar marc'heger-se eo deuet betek ennomp ar bommoù kentañ anavezet ganeomp eus ar brezhoneg komzet hag ar re nemeto e krennvrezhoneg, pell a-raok al labourioù dastum kaset da benn abaoe an XIXvet kantved.

E veaj

kemmañ

E 1496, da 25 bloaz e krog gant e veaj a bado betek an 10 a viz Here 1499 (pe 1498 hervez an dornskridoù pe ar vurutellerien). Eus Köln e treuzas Su Bro-Alamagn, Aostria, hag Italia a-raok erruout e Roma. Mont a ra neuze da Venezia ma kemer ur vag da vont da Vro-Egipt ma tilestr en Aleksandria. Tremen a ra dre Gaero, er gouent Santez-Katell a-raok mont betek Mekka, Sri Lanka, proviñs Madras, inizi Komorez, Madagaskar, Zanzibar, hag ar C'hilimanjaro. Goude se e tiskenn an Nil da vont da Jeruzalem, Damask, Beirout, Alep, Kergustentin, Trakia, Bulgaria ha distreiñ a ra da Venezia. Ac'hann e veajas da Vilano, kreisteiz Bro-C'hall, Roncevaux, Pamplona, Burgos a-raok erruout e Sant-Jakez Compostella. Distreiñ a reas dre aodoù ar Meurvor atlantel : Bourdel, Naoned, Menez Mikael, Dreux, Pariz, Compiègne, Noyin, Valenciennes, Brusel, Aachen, ha Köln.

N'en deus ket graet ur pirc'hirinaj hepken : hini Roma, hini Jeruzalem, pe hini Sant-Jakez Compostella. Graet en deus an tri en ur wezh ! Tremenet eo ouzhpenn e broioù na oant ket lec'hioù pirc'hinaj kristen (Mekka, an Indez, ...)

Ar brezhoneg

kemmañ

Dont a reas da Vreizh, ha tremen a reas dre Naoned e 1499. Eizh vloaz a-raok, e 1491, e oa dispartiet roue Bro-C'hall, Charlez VIII, diouzh Marc'harid Aostria (1480-1530), c'hoar da Masimilian Iañ (1459-1519), roue Germania, hag impalaer da zont an Impalaeriezh c'herman, evit gallout eurediñ da zanvez-pried Masimilian, Anna Breizh. Bec'h a oa eta etre Alamagn ha Bro-C'hall, ha se zo kaoz marteze e teuas ar marc'heg betek Breizh dre ma brud dezhi en e vro moarvat d'ar mare-se.


E Naoned e tastumas ur spisc'heriadur brezhoneg/alamaneg izel. Deskiñ a ra dimp e veze komzet stank brezhoneg e Naoned e 1499. En tu all da se e weler e oa rannyezhoù e brezhoneg dija daoust ma oa un doare-skrivañ unvan d'ar mare-se ivez, ar pezh zo gwir evit an darn vrasañ eus ar yezhoù all ivez. Ne gaver ket kalz a gemmadurioù er gerioù dastumet. Ar ger-mell amstrizh "un" (um dirak p, b) ne oa ket c'hoazh emdroet en "un, ur, ul". Ar memestra a zlee bezañ gwir eus ar ger-mell strizh "an, am". Tost-kenañ eo ar brezhoneg dastumet diouzh an hini a vremañ ha diouzh rannyezh Gwenrann e lec'h ma veze komzet brezhoneg betek an XXvet kantved.

Spisc'heriadur alamaneg izel/brezhoneg

kemmañ

Setu amañ ar gerioù dastumet gant Arnold von Harff :

Alamaneg izel Krennvrezhoneg bro an Naoned[1] Brezhoneg a vremañ
Broit bara bara
Wijn gwin gwin
Wasser doir dour
Fleysch kick kig
Keess follideck fouloudeg, fourmaj
eyer ony ur vi (un u, e Bro-Dreger)
Essich gwinagere gwinegr
Eyn hoen oinge ur yar
eyn visch pisket pesked
Sals haelen holen
Guet mat mat
Buess drock drouk
Ich me me
Jae ja ya
Neyn narinck nann (ne rin ket, naren)
Eyn man noetz un den
Eyn frauwe honoreck ur wreg
Got doie doue
Der duuel deabole diaoul
Eyn wijrt am mestres ar vestrez
Eyn wirinne annetisses an ostizez
Essen dribit debriñ
Drincken hifit evañ
Slaeffen gorwet kousket (gourvezet : allongé)
eyn kertz golo goloenn
Heuwe fenun foenn
Stroe kolun kolo, kolon (vannetais)
Un nebeud sifroù
Alamaneg izel Krennvrezhoneg bro an Naoned[2] Brezhoneg a vremañ
Eyn vin un
Tzewy duwe daou
Drij try tri
Vier peier piar (brezhoneg Gwened)
Vonff pempe pemp
Sees gwech c’hwec’h
Seuen see seih (brezhoneg Gwened)
Acht eiff eih (brezhoneg Gwened)
Nuyn nae nav
Tzeyn deck dek
Hundert caut kant
Dusent mile mil
Un nebeud frazennoù implijet stank
Krennvrezhoneg Bro an Naoned Brezhoneg a vremañ
Madan meker Ro din-me kerc'h
Dematio Demat deoc'h
Nosmat Noz vat
Madin nent la renis ? E-men emañ an hent etrezek Roazhon ?
Pe gauo eo ? Pe anv eo ?
Me vel tin paia Me a fell din paiañ
Gwalget mar rochet ! Gwalc'hit ma roched !

Notennoù

kemmañ
  1. skrivet evel ma oa er skrid orin.
  2. Skrivet eo ar c'hrennvrezhoneg evel ma oa e skrid ar marc'heg.


Levrlennadur

kemmañ
  • Émile Ernault, Le Breton d'Arnold von Harff, H. Champion, 1911
  • Malcolm Henry Ikin Letts, Eberhard von Groote, The pilgrimage of Arnold von Harff, knight: from Cologne through Italy, Syria, Egypt, Arabia, Ethiopia, Nubia, Palestine, Turkey, France, and Spain, which he accomplished in the years 1496 to 1499, Hakluyt Society, 1946, 2 levrenn
  • "Le breton d'Arnold Von Harff", Celticum, Nnn 22, 1975
  • "Aux origines du breton: Le glossaire vannetais du Chevalier Arnold von Harff, voyageur allemand du XVème siècle", Ogam-Celticum, 1984, Nnn 26, Christian-Joseph Guyonvarc'h
    • Rentañ-kont taerik gant ar c'helenner Klaus Siewert. Tamall a ra outañ, e-touez traoù all, bezañ graet e vad nemet eus un dornskrid pa'z eus meur a hini anavezet (Zeitschrift für celtische Philologie 44 (1991), p.239-272).
  • "La vile chez Arnold Von Harff", gant Annie Faugère in La Ville: du réel à l'imaginaire : actes du colloque de Rouen, 8-10 novembre 1988, levrenn 162 eus Publications de l'Université de Rouen, ISBN 2877750205

Liammoù diavaez

kemmañ