Bastard
(Adkaset eus Bastardez)
Ur bastard (bastarded, besterd el liester), pe ul laeradenn ivez, zo un den ganet e-maez ar briedelezh. En istor ar sevenadur kristen, met a-raok ivez, e veze dismegañset ar vesterd, ha n'o doa ket kement a wirioù hag o breudeur ganet er briedelezh.
Bastarded e-touez ar briñsed
kemmañE lezioù zo, er Grennamzer evel en Azginivelezh, e veze savet bugale ar rouaned hag ar briñsed mesk-ha-mesk, daoust d'an Iliz, a gondaone an avoultriezh.
Kement-se zo gwir evit lez Frañsez II, dug Breizh, e Naoned, evel hini priñsed Italia, evel Medici Firenze, pe hini ar roue gall Loeiz XIV.
Pibien zo ivez hag o deus besterd.
Tud
kemmañBastarded brudet zo bet, evel
- Karl Martel.
- «Gwilherm ar Bastard», ul lesanv all da Gwilherm II Normandi, anavezetoc'h evel Gwilherm an Alouber.
- Janed Bro-Saoz (war-dro 1195 - 1237), merc'h bastard d'ar roue Yann Dizouar, dimezet da Llywelyn Fawr.
- François d'Avaugour, mab bastard da Frañsez II, dug Breizh, lezvreur da Anna Breizh .
- Giacomo Boncompagni (1548-1612), mab bastard d'ar pab Gregor XIII.
Anv-tiegezh
kemmañUn anv-tiegezh eo ivez. Anaout a reer:
Sterioù all
kemmañ- Eus ul loen ha n'eo ket glan a ouenn e lavarer ivez ez eo bastard.
- Lizher bastard a reer eus ul lizher dizanv.
Lennegezh
kemmañNiverus eo ar vesterd el lennegezh.
- Bilzig zo lakaet da vastard, ha lavaret e vez eo bet beuzet e dad e stank ar vilin-avel.
- Le Bâtard de Mauléon, romant istorel gant Alexandre Dumas
- "Bastard", un danevell gant Erskine Caldwell
Gerioù deveret
kemmañ- Bastardiñ
- Bastardiezh: stad ar bastard