Brezelioù Napoleon

(Adkaset eus Brezelioù Napoleone)

Brezelioù amzervezh Napoleon, pe Brezelioù Napoleon dre verrdro, zo un heuliad brezelioù a c'hoarvezas en Europa p'edo Napoleone Buonaparte e penn Bro-C'hall . Darn anezho ne oant nemet un astenn d'ar brezelioù deuet war-lerc'h Dispac'h gall 1789, ha padout a rejont a-hed an Impalaeriezh c'hall kentañ. Dizemglev zo diwar-benn an deroù anezho. Darn a lavar e voent krog pa voe kemeret ar galloud gant ar jeneral Buonaparte, en miz Du 1799. Darn all a gav dezhe e kendalc'has brezelioù an Dispac'h gall betek en 1802, hag a gav dezho e krogas Brezelioù Napoleon pa voe diskleriet ar brezel entre Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet en 1803, goude ar peoc'h berr a voe war-lerc'h feur-emglev Amiens (1802).

Brezelioù Napoleon
series of wars
Rann eusBrezelioù ar C'henunaniezhioù Kemmañ
Anvet diwarNapoleon Iañ Kemmañ
Lec'hEuropa Kemmañ
Raklec'hiet gantBrezelioù an Dispac'h Gall Kemmañ
Deiziad kregiñ18 Mae 1803 Kemmañ
Deiziad echuiñ20 Du 1815 Kemmañ
Emgann Austerlitz.
Europa e 1812
Emgann Waterloo, e 1815. Emgann diwezhañ Napoleon ha faezhadenn Bro-C'hall.

En desped d'an trec'h en diwezh war Napoleon, e voe trec'het pemp gwech ar c'henunaniezhioù savet a-enep dezhañ. Trec'h e voe Bro-C'hall:

Gant an trec'hioù-se e oa deuet an armeoù gall da grediñ ne oa arme all ebet evite, ha dreist-holl pa dostaas da gêr Moskou. Goude an emdennadeg eus Rusia, hag en desped d'an trec'hioù bihan, e voe faezhet Bro-C'hall gant ar c'hwec'hvet kenunaniezh en emgann Leipzig e 1813, hag ar seizhvet en Waterloo e 1815.

En holl d'an holl e voe lazhet entre 3,5 ha 6.5 milion a dud.

Ar brezelioù

kemmañ

Brezel ar C'hentañ Kenunaniezh, e 1809

kemmañ

Kentañ Kenunaniezh a vez laret eus an unaniezh a voe savet, entre 1792 ha 1797, gant ar broioù europat a-enep Republik Bro-C'hall, nevez disroueet.

Savet e voe goude deroù ar brezel : diskleriadur brezel da Aostria d'an 20 a viz Ebrel 1792, aloubadeg ar Brusianed goude da-heul manifesto Braunschweig (25 a viz Gouhere 1792). Goude embannet gant ar Gonvansion he c'hoant da gas an Dispac'h d'ar broioù all, goude aloubet Belgia hag an Izelvroioù gant an armeoù gall, ha da -heul dibennidigezh ar roue gall Loeiz XVI en miz Genver 1793, ez eas war-raok soudarded an Dispac'h trema ar stêr Schelde, ken e voe savet an unaniezh a-enep da Vro-C'hall etre ar broioù-mañ :

Faezhet e voe ar Genunaniezh gant ar C'hallaoued en abeg d'an engalvadeg ha dre ma voe soudardet an holl geodedourien hag adaozet an arme evit ober ur benveg brezel efedus. En 1795 e voe staget an Izelvroioù aostrian (Belgia a vremañ) ouzh Bro-C'hall, ha Renania, ha krouet ar Republik Batav (19 a viz Genver 1795)

Brezel an Eil Kenunaniezh

kemmañ

Brezel an Trede Kenunaniezh, e 1805

kemmañ

Brezel ar Pedervet Kenunaniezh, e 1806-1807

kemmañ

Brezel ar Pempet Kenunaniezh, e 1809

kemmañ
 
Emgann Tudela, gant January Suchodolskia

D'an 2 a viz mae 1808 en em savas ar bobl e Spagn a-enep arme c'hall ar roue gall Joseph Bonaparte. Echuiñ a reas ar brezel en 1814 pa voe adlakaet en e lec'h ar roue spagnol Fernando VII, ha pa voe aloubet kreisteiz Bro-C'hall.

Trec'het e voe an arme c'hall en emgann Baylen. Neuze e teuas Napoleon da ren ar brezel. trec'h e voe war un arme saoz ha spagnol, ma rankas ar Saozon sachañ o skasoù eus ar vro.
Hogen neuze e krogas arme an Aostrianed da c'hoari er reter, ma rankas an impalaer gall kuitaat Spagn. Ne deuas ken en-dro. Siwazh dezhaén ne laoskas ket e wellañ ofisourien e Spagn, evel Davout e oant chomet e reter an impalaeriezh, ha da fall ez eas an traoù evit ar C'hallaoued pa voe anvet Arthur Wellesley, a vo dug Wellington, e penn an arme saoz e Spagn.

Ar Pempet Kenunaniezh

kemmañ
 
Soudarded c'hall (voltigeurs ) en emgann Wagram e beg Gouhere 1809

.