Bryneich
Bryneich, pe Berneich, pe Bernikia (diwar an anv latin Bernicia) a oa ur rouantelezh vrezhon en arvor biz Bro-Saoz, en-dro da gêr Catraeth, he c'hêrbenn. En em astenn a rae an douareier e reter ar Peninoù etre moger Hadrian ha kêr Ebrauc, a zo York bremañ.
Bryneich Rouantelezh Bryneich | ||||
| ||||
' An Hen Ogledd pe Hanternoz kozh Enez Vreizh. Kartenn eus ar vro a-raok aloubadeg an Angled ha Saozon. | ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Disparti ar Romaned | 410 | |||
- aloubet gant Bernikia | 604 |
Bryneich zo meneget e barzhonegoù kembraek kozh, e skridoù Nennius , evel Bryneich pe Brynaich. N'ouzer ket mat ha stumm kembraekaet Bernikia e oa, pe un anv kembraek a zo deuet da vout Bernikia war-lerc'h distruj ar rouantelezh vrezhon. Dont a rafe an anv eus ur ger kozh predenek, Berniccā, a anavezer ennañ ar wrizienn bre(n) (a gaver er Menez Bre, e Brelevenez/Berlevenez), hag a dalvezfe ‘bro veneziek’.
Savet e voe ar rouantelezh goude ma kuitaas ar Romaned douaroù kreisteiz bro ar Votadini, marteze diwar rannidigezh ur rouantelezh vrasoc'h, renet gant Coel Hen (war-dro 420) met ne badas ket gwall bell.
Da vare he c'hrouidigezh, dindan roue Garbanion ap Coel e oa Angled o chom er rouantelezh, foederati karget gant ar Romaned da zifenn ar vro ouzh ar vorlaeron.
Kemerout a rejont ar galloud e-pad un enkadenn ziabarzh e 547 daoust ma talc'has ar Vrezhoned penn outo e kornioù zo betek ar VIIvet kantved, er bloavezh 604. Bernikia a voe graet eus ar rouantelezh gant an Angled neuze.
Listenn rouaned Bryneich
kemmañ- Garbanion ap Coel : 420
- Dyfnwal Moelmud : 445
- Cyngar ap Dyfnwal : 490 (gallout a rafe bezañ renet war-lerc'h Bran Hen kentoc'h eget en e raok)
- Bran Hen : 500 (gallout a rafe bezañ renet a-raok Cyngar ap Dyfnwal kentoc'h eget war e lerc'h)
- Morgan Bulc : 547
- Coledauc : 580
- Morcant : war-dro 600
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia