Palez Europa e Strasbourg

Kuzul Europa eo anv aozadur etrebroadel « Europa Veur », 47 Stad ezel ennañ e-skoaz 29 en Unaniezh Europa). E bal eo kas war-raok an demokratelezh, gwirioù mab-den, identelezh sevenadurel Europa ha klask diskoulmoù da gudennoù ar gevredigezh en Europa.
Savet eo bet d'ar 5 a viz Mae 1949 dre Feur-emglev Londrez. E kêr Strasbourg emañ e sez.

Arabat eo droukveskañ Kuzul Europa gant Kuzul Unaniezh Europa, anezhañ ar framm politikel m'emañ dileuriet gouarnamantoù pep Stad ezel eus an UE, ha gant Ar C'huzul Europat a vez roet da anv an emvodoù ma vez merket politikerezh hollek an Unaniezh.

Ensavadurioù kemmañ

Kendivizadoù kemmañ

Stadoù diazezer kemmañ

Stadoù ezel hiziv er-maez eus ar Stadoù diazezer kemmañ