Hent-houarn Pempoull Gwengamp

Ul linenn hent-houarn zo etre Pempoull ha Gwengamp, an niverenn 485000 en anvadurRéseau Ferré de France"" (RFF).

Linenn hent-houarn
Gwengamp – Pempoull
Karrdren A2E e porzh-houarn Pempoull
Riez Breizh
Kêrioù Gwengamp, Pontrev, Pempoull
Istor
Digoradur 1894
Treuz orin 1 metr
Kemm treuz 1953
Korvoerien
Spisverkoù teknikel
Niv. ofisiel 485000
Hirder 36,85 km
Treuz Boutin (1,435 m)
Tredan Ket
Forzhioù 1
Kemennerezh' Dre bellgomz
Tremenerezh
Perc'henn SNCF
Korvoerien Transdev Rail
Tremenerezh
  • TER Bretagne
  • Fred
  • La Vapeur du Trieux
Tres al linenn

Al linenn-mañ zo bet savet gant un treuz 1 metr. Digoret e oa bet al linenn d'ar 14 a viz Eost 1894. E 1924 e voe kemmet an treuz d'an hini boutin (1,435 m).

Porzhioù-houarn Gwengamp, Ploueg ha Pempoull a ginnige liammoù evit implijout trenioù ar gompagnunezh Chemins de fer des Côtes-du-Nord : eus Ploueg e c'halled mont da Landreger, hag eus Pempoull e c'halled montwar-eeun da Lannuon pe da Sant-Brieg.

Emdroadur an treuzdougerezh

kemmañ

Betek ar bloavezhioù 1970 e oa liammet an tremenerezh ouzh legumajerien an Union des coopératives de Paimpol et Tréguier (UCPT).

Ur Stlejerez dre aezhenn 141 TC Ouest a stlejas un tren evit ar wech diwezhañ e miz eost 1971[1].

D'an 10 a viz Mezheven 2013 eo bet digoret ez-ofisiel kreizenn liestreuzdougen Pempoull gant ar maer Jean-Yves de Chaisemartin, ar guzulierez-rannvro Josiane Corbic ha rener departamantel an SNCF Jean-Philippe Dupond. Ar rener-mañ en deus disklêriet e vefe ezhomm eus 30 M€ evit adnevezaat al linenn Pempoull-Gwengamp. Betek al labourioù-se e vefe izelaet tizh an trenioù war al linenn adalek miz Gwengolo 2013 evit surentez an treuzdougerezh warni.

Abaoe an 12 a viz Gwengolo 2016 eo harpet ar servijoù d'ar veajerien evit kregiñ gant al labourioù neveziñ al linenn[2]. Al labourioù a badas 8 miz evit digeriñ al linenn hent-houarn en-dro d'an 28 a viz Ebrel 2017. Da 27,6 milion a euroioù e savas ar c'houst.

  • Porzh-houarn Gwengamp (kumun Gwengamp)
  • Ti-gar Gourland (kumun Gwengamp)
  • Ti-gar Tregonev-Skiñvieg
  • Ti-gar Brelidi-Ploueg
  • Ti-gar Pontrev arsav (kumun Pontrev)
  • Porzh-houarn Pontrev (kumun Pontrev)
  • Ti-gar Frinaoudour (kumun Plourivoù)
  • Ti-gar Traou-Nez (kumun Plourivoù)
  • Ti-gar Lanserv (kumun Plourivoù)
  • Porzh-houarn Pempoull (kumun Pempoull)

Aveadur

kemmañ

Gant nevezadur al linenn e 2016 ha 2017 eo bet kemmet an dafar a-hed al linenn. Treuzennoù beton zo bet lakaet hag ur balastr nevez zo bet lakaet. Hiroc'h ha solutoc'h eo ar roudennoù nevez[3].

Tremenerezh

kemmañ

E 2010 e veze 5 beaj a bep tu bep sizhun, o padout etre 42 ha 48 munutenn. Da Wener e veze 8 beaj evit mont eus Gwengamp da Bempoull.

Taolenn evezhiañ ar servijoù :

kemmañ
Pempoull-Gwengamp (deiziad) Tren 1 Tren 2 Tren 3 Tren 4 Tren 5
Dimeurzh 14 Kerzu 2010 06e50 - 07e39
Klotadenn evit Pariz : 07e48
08e49 - 09e34
Klotadenn evit Pariz : 09e46
Klotadenn evit Brest : gortoz 0e50)
11e50 - 12e35
Klotadenn evit Pariz : 12e46
Klotadenn evit : gortoz 1e59
16e45 - 17e28
Klotadenn gant tren Sant-Brieg : 17e34
Klotadenn evit Brest : gortoz 1e26
18e25 - 19e07
Klotadenn evit Brest : gortoz 1e19
Gwengamp-Pempoull (deiziad) Tren 1 Tren 2 Tren 3 Tren 4 Tren 5
Dimeurzh 14 Kerzu 2010 06e41 - 07e31
Tren o tont eus Brest : 05e46
10e26 - 11e11
Tren o tont eus Pariz : 10e21 (eus Brest : 09e44)
14e45 - 15e29
Tren o tont eus Pariz : 14e31 (eus Brest : 12e43)
17e35 - 18e17
Tren o tont eus Pariz : 17e28 (eus Brest : 16e40)
19e12 - 19e55
Tren o tont eus Roazhon : 18e52 (eus Brest : 18e41)

Sifroù arall

kemmañ
  • 73 000 beaj dre borzh-houarn Pempoull e 2012 (4% muioc'h eget e 2011 ha +8% keñveriet gant 2008)[4].
  • 57 000 beaj etre Pempoull ha Gwengamp e 2012.
  • 42% eus ar beajoù war al linenn a vez graet evit mont pe dont gant an TGV e dre Wengamp.

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  Porched hentoù-houarn Breizh
Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an hentoù-houarn Breizh.
  Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.