Janed Kastilha
Juana de Castilla, pe Janed Kastilha, lesanvet Juana la Loca ("Janed ar Follez") (Toledo, 6 a viz Du 1479 – Tordesillas, 12 a viz Ebrel 1555), a oa merc'h pennhêrez ar Rouaned Katolik, Ferdinant II Aragon ha da Izabel Iañ Kastilha. Dimeziñ a reas da Fulup Habsburg, mab pennhêr an Impalaer santel Masimilian Iañ. Rouanez Kastilha (1504–1555) e voe goude marv he mamm e 1504, ha rouanez Aragon (1516–1555) goude marv he zad e 1516, ha ganti eta e voe unanet an div vro adalek ar 25 a viz Genver 1516. E gwirionez avat ne renas ket. Adalek 1506 n'he devoa tamm galloud ebet e gwirionez, hag adalek 1509 e voe kraouiet e Tordesillas, da gentañ war urzh he zad Fernando ar Roue Katolik, ha goude war urzh he mab, ar roue hag impalaer Karl V.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Spagn |
Anv e yezh-vamm an den | Juana I la Loca, Joana la Boja |
Anv-bihan | Juana |
Moranv | la Loca, la Boja |
Deiziad ganedigezh | 6 Du 1479 |
Lec'h ganedigezh | Toledo |
Deiziad ar marv | 12 Ebr 1555 |
Lec'h ar marv | Tordesillas |
Lec'h douaridigezh | Royal Chapel of Granada |
Tad | Fernando II Aragon |
Mamm | Izabel Iañ Kastilha |
Pried | Fulup Iañ Kastilha |
Kar | Herri VIII |
Familh | House of Trastámara |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg, galleg, latin |
Micher | monark |
Karg | Roue Kastilha ha León, king of Sardinia |
Statud sokial | royalty |
Relijion | Iliz katolik roman |
Liv ar blev | strawberry blond hair, auburn hair, dark blond hair |
Sport | equestrian sport, Falc'hunerezh |
Benveg sonerezh | clavichord, gitar, monochord |
- Juana de Castilla a vez lavaret ivez eus Janed ar Beltraneja (1462- 1530).
- Ur bajenn disheñvelout Janed Spagn zo ivez.
Titloù
kemmañDa gentañ ne oa nemet infantez Kastilha.
Goude dimeziñ e teuas da vezañ arc'hdugez Aostria, Dugez Bourgogn, Dugez Brabant ha Kontez Flandrez.
Goude e voe rouanez Kastilha, rouanez León, Galiza, Rouanez Granada, Rouanez Sevilla, Rouanez Murcia, Rouanez Jaén, Gibraltar, an Inizi Kanariez, Indez ar C'hornôg (1504 – 1555), Rouanez Navarra (1515 – 1555), rouanez Aragon, Rouanez Valencia Valencia, rouanez Mallorca, rouanez Naplez ha Sikilia (1516 – 1555), ha titloù all evel kontez Barcelona, Itron Bizkaia, degouezhet dezhi goude marv he zud.
Se zo kaoz e voe anvet da rouanez Spagn d'ar 25 a viz Genver 1516, hag he mab Carlos Iañ da roue war un dro : sede penaos e voe unvanet ar rouantelezh.
He buhez
kemmañGanet e oa d'ar 6 a viz Du 1479, e Toledo, kêr-benn Wizigoted Spagn, ha hi trede bugel Ferdinant II Aragon hag Izabel Iañ Kastilha, eus Tiegezh Trastámara. Meleganez e oa, ha glas he daoulagad, evel he mamm. Pa voe badezet e voe roet dezhi anv sant Yann, diwaller an tiegezh, evel d'he breur henañ, Juan. Hogen, dre ma varvas he breur henañ Juan hag he c'hoar Isabel eo en em gavas darev da ren.
Doña Juana, infantez Kastilha hag Aragon
kemmañAbaoe bihan e voe roet dezhi deskadurezh strizh un infantez, hêrez rouaned Aragon ha Kastilha, diazezet war sentiñ muioc'h eget war benaos ren. Deskiñ a reas latin, yezhoù romanek Spagn, ha galleg, hag ivez seniñ, dañsal, marc'hegañ. Kelennet e voe gant ar beleg dominikat Andrés de Miranda, gant Beatriz Galindo, lesanvetLa Latina, mignonez d'he mamm, ha gant he mamm end-eeun.
E 1497 e welas he breur Juan o vervel, ur breur all e 1498, he c'hoar Izabel Portugal e 1498 ivez, he niz Miguel Portugal e 1500: gant se eo dezhi ha d'he fried Fulup, e tegouezhas kurunenn Kastilha goude marv he mamm e 1504.
Arc'hdugez Aostria, dugez Bourgogn ha Brabant ha kontez Flandrez
kemmañHervez giz an amzer e lezioù Europa en amzer-hont e voe marc'hataet dimezioù o holl vugale gant Isabel ha Fernando en sell da zont a-benn eus o mennadoù. Fellout a rae dezho skoulmañ emglev gant Impalaeriezh Santel Masimilian Iañ, evit enebiñ ouzh galloud o amezeg gall hag an Tiegezh Valois. Ha setu int da ginnig o merc'h Juana da zimeziñ da Fulup Habsburg, mab Masimilian, hag a oa arc'hdug Aostria, dug Bourgogn, Brabant, Limburg ha Luksembourg, kont Flandrez, Habsburg, Hainaut, Holland, Zeeland, Tirol hag Artez, hag aotrou Antwerpen ha Mechelen, etre un toullad kêrioù all.
En eskemm e voe goulennet, gant tud Juana, dorn Marc'harid Aostria, merc'h Masimilian, evit o mab Juan.
Rouanez
kemmañE miz Du 1504 e varvas he mamm, Izabel ar Gatolikez. Kemeret e voe ar galloud gant he zad Ferdinant II, met kement-se ne oa ket diouzh he fried Fulup a felle dezhañ ren. Setu neuze Fulup ha Janed da ren e Kastilha, tra ma rene he zad Ferdinant II en Aragon.
E 1506 e varvas he fried Fulup. Bras e voe he glac'har, ha ne fellas ket dezhi leuskel kemer ar c'horf d'e veziañ.
E miz Genver 1516 e varvas he zad hag e teuas Janed da vout rouanez Aragon ivez, met fiziet e voe gouarnamant ar rouantelezh etre daouarn he mab Carlos.
Pa deuas ar priedoù eus an Izelvroioù e voe anat an darempredoù fall etre ar yerno, harpet war noblañsed Kastilha, hag ar suegro, e doare ma voe savet emglev Villafáfila e Mezheven 1506, ha ma 'n em dennas Fernando da Aragon hag e voe embannet Fulup da vout roue Kastilha gant Cortes Valladolid hag anvet Fulup Iañ.
Gwashaat a rae kleñved ar rouanez.
Bac'het e Tordesillas
kemmañAbaoe ma oa bet bac'het gant he zad e 1509, e chomas Juana en ur gambr e palez Tordesillas betek deiz he marv, d'an 12 a viz Ebrel 1555, goude 46 vloaz bac'hidigezh, gwisket en du atav, gant he merc'h diwezhañ, Catalina (a deuas e-maez alese en 1525 da zimeziñ da João III, roue Portugal), gwallgaset gant o mevelien a gorf evel a spered. Ar gwashañ mareoù e voe ar bloavezhioù dindan markizien Denia, Bernardo de Sandoval y Rojas hag e bried, a rae muioc'h a lid d'ho merc'hed eget d'ar rouanez Juana ha d'e verc'h Catalina, a oa c'hoar d'o impalaerien. Gant gred e sevenas ar markiz e gefridi, muioc'h eget ma oa ezhomm, hervez ul lizher kaset d'an impalaer, ma skrive ne rae doña Juana nemet klemm o lavarout e oa krouiet evel ur brizionadez, met sioul e c'halle bezañ ar roue rak derc'hel mat a rae ar stur.
Kement-se a ziskouez, evel a skrive Manuel Fernández Álvarez, eo un afer a stad e oa bac'hidigezh Juana, hag evel-se e voe gwelet gant ar Roue Katolik, he zad, evel gant he mab Carlos Iañ. Ma ne oa ket Juana o ren hag o c'houarn e oa peogwir e oa dic'houest a spered, a veze lavaret. Met ma krogje an dud da gontañ ne oa ket diskiant e krogje enebourien ar rouaned da lavarout e oa bet laeret ar gurunenn. Ha servij a reas anv Juana evel pennarguzenn da emsavadeg ar c'h-Comunidades.
Biskoazh ne voe laosket da vont e-maez Tordesillas, nemet da vont war bez he fried nepell, e-pad ur pennad, kenna voe kaset da gêr Granada en 1525, goude ma voe embannet e oa ar vosenn o ren e Tordesillas. He zad Fernando hag he mab war e lerc'h, o devoa aon e vije gwelet gant ar bobl hag e vije kreñvaet an enebiezh outo .
Marv Juana
kemmañEn he bloavezhioù diwezhañ e teuas kleñved ar c'horf ouzhpenn hini ar spered. Poan he deveze o kerzhout, ha seizet e chomas ken ar fin.
He bugale
kemmañGant he fried Fulup Iañ Kastilha he deus bet 6 bugel, ha Carlos, pe Karl V, eo ar brudetañ.
- Leonor (1498 – 1558), trede pried Manuel Iañ Portugal, addimezet da Frañsez Iañ (Bro-C'hall), eil pried dezhañ goude marv Klaoda Bro-C'hall ;
- Carlos (1500–1558), roue Spagn hag anvet Carlos Iañ Spagn (1516-1556), Impalaer Santel hag anvet Karl V (1519-1558) ;
- Isabel (1501 – 1526), rouanez Danmark hag Unvaniezh Kalmar, pried da Christian II.
- Fernando (1503 – 1564), pe Fernando Iañ pa voe anvet da Impalaer Santel war-lerc'h e vreur Karl V, tad lignez aostrian ha spagnol an Habsburged ;
- María (1505 – 1558), rouanez Hungaria ha Bohemia, pried da Loeiz II Hungaria, ha pa varvas he fried e voe gouarnerez an Izelvroioù ;
- Catalina (1507 – 1578), rouanez Portugal, dimezet da João III, mamm-gozh Sebastião Iañ.
Liverezh
kemmañ- Doña Juana "la Loca" (1877), gant Francisco Pradilla y Ortiz. Mirdi ar Prado (Madrid).
C'hoarigan
kemmañ- Juana, sonerezh gant Enric Palomar (2005)
Liammoù diavaez
kemmañFilm
kemmañ- Ur film Juana la loca, e 2001.