Lazhadegoù an arme alaman
Kaoz zo amañ eus lazhadegoù trevourien, emsavet a-enep Alamagn pe get, armoù ganto pe get, pe eus soudarded prizoniat dizarmet, ha n'eus ket kaoz eus emgannoù an arme alaman a-enep soudarded all. Er roll-mañ e kaver lazhadegoù adalek ar mare ma voe krouet an Impalaeriezh Iañ e 1871.
Impalaeriezh alaman 1871-1918
kemmañRepublik Weimar 1918-1933
kemmañTrede Reich 1933-1945
kemmañGwelet ivez Loskaberzh, Porajmos ha Lazhadegoù an arme alaman e Breizh e-pad an Eil brezel-bed.
Lakaet eo bet amañ al lazhadegoù graet ar Wehrmacht, armeoù an IIIde Reich, hag ivez ar re graet gant an SS hag a oa un aozadur damsoudardel.
- miz Mae 1940 : Lazhadeg Le Paradis e norzh Bro-C'hall
- miz Mae 1940 : Lazhadeg Wormhoudt e norzh Bro-C'hall
- 20 a viz Mae 1940 : Lazhadeg Abbeville, e Pikardi
- 29 a viz Gwengolo 1941 : lazhadeg Babi Yar. 33 771 Yuzev lazhet gant an Einsatzgruppen e distrig Kiev en Ukraina. Etre 100 000 150 000 tud lazhet en holl e Babi e-pad an ac'huberezh alaman.
- eus an 30 a viz Du betek an 8 a viz Kerzu 1941 : lazhadeg Rumbula. 25 000 Yuzev lazhet e koad Rumbula e-kichen Riga e Latvia.
- 10 a viz Mezheven 1942 : Lazhadeg Lidice, e Tchekia
- miz Gwengolo 1943 : Lazhadegoù Viannos e Kreta
- 19 a viz Gwengolo 1943 : Lazhadeg Boves en Italia. 23 trevour lazhet, 22 gloazet
- 13 a viz Kerzu 1943 : Lazhadeg Kalávryta e Bro-C'hres
- miz Even 1944 : Lazhadeg Oradour-sur-Glane e Bro-C'hall. 642 trevour lazhet.
- eus ar 4 d'ar 25 a viz Eost 1944 : Lazhadeg Ochota e Varsovia e Polonia. 10 000 Yuzev eus distrig Ochota lazhet gant ar Waffen-SS.
- 17 a viz Kerzu 1944 : Lazhadeg Malmedy, e Belgia. 84 prizoniad stadunanat lazhet gant un unvez SS
- 13 a viz Ebrel 1945 : Lazhadeg Gardelegen, e hanternoz Alamagn, ma voe devet ouzhpenn 1 000 prizoniad
- miz Mae 1945 : Lazhadeg Deutsch Schützen en Aostria
Republik Demokratel Alamagn 1949-1990
kemmañLazhadeg ebet gant an arme.
Lazhadeg ebet.
Republik Kevreadel Alamagn adunvanet (abaoe 1990)
kemmañLazhadeg ebet.