Maesaer
Ur maesaer[1] zo un den hag a vez o vaesa bagadoù loened, o tiwall saout pe deñved peurvuiañ, war ar maez, a-wechoù er menezioù.
Goro hag ober keuz a ra a-wechoù ivez.
Istor
kemmañMaesa loened, pe diwall loened, zo unan eus koshañ micherioù an dud war an Douar. Krog e oa 5000 bloaz zo en Azia Vihanañ(Daveoù a vank). An deñved a roe laezh, kig, ha gloan d'ober dilhad, ma c'halled bevañ mann nemet gante. Tamm-ha-tamm e voe astennet ar sevel deñved er broioù tro-dro, en Europa hag Azia.
Breizh
kemmañE Breizh gwechall, ha betek deroù ar bloavezhioù 1960, e veze lakaet bugale da vaesa ar saout er parkeier. Paotred-saout, bugulion a veze graet anezho, berjelenned eus ar merc'hed. Evel-se eo e krogent gant ar vicher a vevelien en atantoù, ma veze ezhomm tud da labourat. Kemm a voe gant ar « paotr-saout elektrik », pa ne veze ket ezhomm anezho ken, tra ma weled traktorioù o tont da gemer lec'h ar c'hezeg.
Meneg zo er c'hanaouennoù kozh eus maesarien ha berjelenned, eus c'hoarioù ha karantezioù bugale.(Daveoù a vank) Ha mojennoù zo diwar-benn ar bugul-noz.(Daveoù a vank)
Broioù all
kemmañDisheñvel eo an doareoù-ober er broioù evel Aostralia, Zeland-Nevez, Arc'hantina, Texas, ma vez savet loened e tachennoù bras-ec'hon ha plaen, diouzh ar re a vez gant maesaerien a c'hiz kozh, en Afghanistan pe Siria, pe re ar menezioù.
Relijion
kemmañ"Maesaer" pe "pastor" a vez implijet d'ober anv eus Doue er skridoù yuzev ha kristen (Ar Bibl, Salm 23), ha d'ober anv eus Jezuz en AvielPe hini ?, a lavar ar Pastor mat anezhañ e-unan.
Ur bobl maesaerien e oa bet tud Israel, ha kalz anezho a vage deñved, evel Abraham ha Jakob, an daouzek meuriad, Moizez, ar Roue David, ar profed Amos, a veve war-dro Tekoa.
En Testamant Nevez ez eas aelez da gemenn ganedigezh Jezuz d'ar bastored, ma voe savet meur a gantik diwar-benn an darvoud.
Pastored a vez graet alies eus ar veleien gristen, ha bazh ar mesaer a vez gant an eskibien gatolik, anglikan, hag Iliz Sveden. Mag ma deñved a lavar Jezuz da Bêr.(Daveoù a vank)
Skeudennoù
kemmañ-
Maesaerien yaouank gant o bagad
Robert Eberle, c. 1850. -
Maesaer Kerlaz
Évariste-Vital Luminais, 1852. -
Maesaerez yaouank
William Bouguereau, 1868. -
Maesaer gant e dropellad en erc'h
Ernst Meissner, 1902.
Notennoù
kemmañ- ↑ Mesaer, e geriadur Hemon-Huon; maesaer ha mêsaer e Geriadur an Here.