Robert Badinter, ganet d’an 30 a viz Meurzh 1928, ha marvet d’an 9 a viz C’hwevrer 2024 e Pariz a oa ur politikour gall, alvokad, skrivagner, ha kelenner war ar gwir prevez. Ezel eus ar strollad sokialour, brudet bras eo evit al lezenn a-enep ar boan a varv en deus kaset a-benn e 1981, hag evit al lezenn digastizellañ an heñvelrevelezh[1].

Robert Badinter
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRobert Badinter Kemmañ
Anv-bihanRobert Kemmañ
Anv-familhBadinter Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Meu 1928 Kemmañ
Lec'h ganedigezh16th arrondissement of Paris Kemmañ
Deiziad ar marv9 C'hwe 2024 Kemmañ
Lec'h ar marv6th arrondissement of Paris Kemmañ
Lec'h douaridigezhCimetière parisien de Bagneux Kemmañ
TadSimon Badinter Kemmañ
PriedÉlisabeth Badinter, Anne Vernon Kemmañ
BugelJudith Badinter, Benjamin Badinter, Simon Badinter Kemmañ
Den heverkJean-Denis Bredin, Georges Kiejman Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Bet war ar studi eParis Law Faculty, Faculty of Arts of Paris, Lycée Janson de Sailly, school Vaugelas, Columbia University Kemmañ
Diplom skol-veurlicence ès lettres, law degree in French speaking countries, Master of Arts, Doctor of Juridical Science Kemmañ
Rener tezennJean-Paulin Niboyet Kemmañ
Lec'h annez16th arrondissement of Paris, Cognin Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Strollad politikelStrollad sokialour, Federation of the Democratic and Socialist Left Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1967 French legislative election Kemmañ
Oberenn heverkQ3203431 Kemmañ
Ezel eusHuman Rights League, American Academy of Arts and Sciences Kemmañ
AssessmentQ48746355 Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ

Yaouankiz

kemmañ

Ganet e 1928 e 16vet arondisamant Pariz en ur familh yuzev, eus un tad a orin eus ar Yiddishland hag ar Besarabia, bremañ Moldova hag Ukraina, anveet Samuel (Simon) Badinter, hag ur vamm anveet Shiffra (Charlotte) Rosenberg, a orin ivez eus ar Besarabia. Bet o deus ar vroadelezh Bro C’hall un nebeud amzer a-raok ganedigezh Robert.

D’an 9 a viz C’hwevrer 1943, koachet e Lyon, e voe tapet e dad gant ar Gestapo : pa’z ar yaouank Robert welas soudarded er straed, Klaus Barbie en o fenn, e tec’has kuit d’ar red. Tapet voe evelkent ha kaset da gamp-bac’h Drancy, ha goude da hini Sobibor e-lec’h ma varvas nemet un nebeud a amzer goude. Neuze Robert hag e familh a kuitas Lyon evit mont da guzhat e Cognin e Savoia. Jubenniñ a e Chambéry evit an Amerikaned pa’z erruas an Dieubidigezh.

Alvokad ha kelenner war ar Gwir prevez

kemmañ

Goude ar brezel e krogas Robert Badinter studioù Lizhiri ha Gwir ha diplomet e voe war al Lizhiri e 1947 ha war ar Gwir e 1948. Ouzhpenn-se e tapas ur master war an Arzoù e skol-veur Columbia e Pariz e 1949. E 1951, goude bezañ bet lakaet e anv e Bardell Pariz, e krogas da labourat evit Henry Torrès evel alvokad. An den-se eo an hini a roas da Robert Badinter doñjer ouzh ar boan a varv.

O vezañ doktor war ar Gwir Prevez, e tremenas an agregadur e 1965, a-raok kregiñ da gelenn e skolioù-meur Dijon, Besançon, Amiens, hag e 1974 er Sorbonne e Pariz, lec’h vo diskleriet anezhañ kelenner «émérite». Ar memes bloavezh e krouas ur c’huzulva alvokaded gant Jean-Denis Bredin anveet «Badinter, Bredin et partenaires»[2]. Aze e teuas a-benn da virout ouzh 5 eus e bratikoù da vezañ kastizet gant ar boan a varv, met ne zeuas ket a-benn da saveteiñ Roger Bontems, ha d’an 28 a viz Du 1972 e rankas gwelet anezhañ bezañ dibennet.

E 1981, un nebeud amzer a-raok bezañ galvet Sieller Meur e kentañ gouarnamant François Mitterrand, e teuas a-benn da lakaat kondaoniñ Robert Faurisson, evel nac’helour.

Politikerezh

kemmañ

Engouestl politikel Robert Badinter a grogas tro-dro 1960 gant krouidigezh al « Ligue pour le combat républicain » gantañ ha gant François Mitterrand.

E 1967 ez eas war ar renk evit bezañ kannad pastell-vro kentañ Pariz, met c’hwitet en deus gant 16 % eus ar mouezhioù en dro gentañ.

Emezelañ a reas da vat er strollad sokialour gant François Mitterand e 1971 e kendalc’h Epinay, pa voe adkrouet an SFIO.

Goude dilennadeg hennezh evel prezidant ar Republik d’an 10 a viz Mae 1981, e voe anveet Robert Badinter ministr ar Justis (Siellour Meur) e gouarnamant Pierre Mauroy. E miz Gwengolo 1981 e kinnigas dirak ar Vodadenn Vroadel ur raktres-lezenn evit skarzhañ ar boan a varv eus al lezenn. Evit diskouez e savboent engouestlet war ar sujet-mañ e tisklêrias ur brezegenn gwall anavezet : « An enor am meus, en anv Gouarnamant ar Republik, da c’houlenn d’ar Vodadenn Vroadel fin ar boan a varv e Bro C’hall, » emezañ o kregiñ e brezegenn. Degemeret eo bet al lezenn d’an 18 a viz Gwengolo 1981, gant 363 mouezh a-du ha 117 a-enep. Ur bloaz war-lec’h, e 1982, e voe tremenet ul lezenn all gantañ evit digastizellañ ar fed bezañ heñvelreviad.

E 1986 e voe kollet an dilennadegoù kannaded gant ar strollad Sokialour, ha krouet ur gouarnamant a-zehoù gant Jacques Chirac. Neuze e voe anvet Badinter kuzulier bonreizhel gant Mitterrand ha dilennet prezidant ar C’huzul bonreizhel da-heul. Chom a reas e garg-se betek 1995. Er bloavezh-se e voe dilennet senedour e departamant an Hauts-de-Seine. E 2011, goude 16 vloaz tremenet er sened hag erruet en oad a 83 bloaz, n’eas ket war ar renk evit un trede respet.

D’an noz etre an 8 hag an 9 a viz C’hwevrer 2024 e varvas Robert Badinter d’an oad a 95 vloaz e 6vet arondisamant Pariz.

Ul lid enoriñ broadel a voe aozet evitañ d’ar 14 a viz C’hwevrer war ar blasenn Vendôme, dirak ministrerezh ar Justis. E-pad al lid-se e tisklêrias Emmanuel Macron, diwar goulenn ar strollad Sokialour, e vefe kaset e gorf d’ar Panthéon.

Buhez prevez

kemmañ

Dimezet e voe gant Anne Vernon eus 1957 betek 1965, ha gant Elisabeth Bleustein-Blanchet adalek 1966 betek e varv. Ganti en deus bet 3 bugel, Judith, Simon ha Benjamin.

Mammennoù

kemmañ